Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

kregiñ

Stummioù :

accrocher

  • 👂 🔗 Kar pa vije d'ober tremen e bord ar c'hleuz, fidedoulle avat, e groge... un tamm koad e-barzh, e-barzh... deus ur wezenn bennak, pe un dra bennak, e vije ur brank un tamm bihan pelloc'h, ha hennezh a groge e-barzh an appareil.

    Ka pa vijé d'or trémèn bord hleñ, fidedoullé hat, grogé... tamm koat bars, bah... deus wéenn bénnak, pé 'n dra bénnak, vijé brank tamm bien pèlloh, a heñ grogé bah 'n appareil.

    Car quand il devait passer au bord du talus, nom d'un chien, un bout de bois d'un arbre s'accrochait... Il y avait une branche un peu plus loin, et elle s'accrochait dans son appareil [auditif].

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

saisir

  • 🔗 kregiñ 'ba 'r c'hroc'hen

    [’kri:gĩ ba ’hrohən]

    saisir la peau [de taupe]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

prendre

  • 👂 🔗 an traoù mat 'dez d'ober, met an traoù fall a grog hañ

    [trɛw mɑ:d de do:r mɛ trɛw vɑl grɔ:g ɑ̃]

    les bonnes choses [plantes] ont du mal, mais les mauvaises choses [mauvaises herbes] prennent hein

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 an traoù all ne reont ket met ar re-se a grog tout, ar salopriaj

    [trɛw ɑl rɛɲ cə mɛ ’ree grɔ:k tut ə salo’priəʃ]

    les autres ne font pas mais celles-là prennent toutes racines, ces saloperies [mauvaises herbes]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Krog eo an tan en e revr !

    [kʁog ɛ tɑ̃ːn ni ʁɛːʁ]

    Il est pressé ! [litt. « il a le feu aux fesses »]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

attraper

  • 👂 🔗 kregiñ 'ba an daou benn ha serriñ anezhañ

    [’kɾi:gĩ ba dɔw bɛn a ’zɛ:ĩ neɑ̃]

    saisir par les deux bouts et le fermer [fleur de digitale]

    Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Ar bugel bihan a blije dezhañ kregiñ ba ar c'hoef quoi. Ha ne vije ket c'hoant kaer da welet anezhañ oc'h ober met bepred e vije boutet warnañ a-wechoù, oc'h esa lakat ampich anezhañ d'ober quoi. Neuze e c'harme.

    [ˌbuːgəl’biən ’bliʒe ’deã ’kʁiːgĩ bah ’hwef kwa – a viʒe kə hwãn’kɛːʁ də ’weːlə ’neã ’hɔːʁ – mɛdø ’bɔpət viʒə ’butə ’waʁnã ’we̞ʒo – ’he̞sa ’lakə ’hãmpiʃ ’neã ’dɔːʁ kwa – nœhe ’haʁme]

    Le petit enfant [en général] aimait bien attraper la coiffe. Et on ne voulait pas trop qu'il le fasse, mais en tout cas, on le repoussait parfois, pour essayer de l'empêcher de le faire. Alors il pleurait.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

mordre

  • 🔗 me 'neus kroget un dra bennaket ennon evit noz ivez

    [me nøs 'krɔ:gət drɑ bə'nɑ:kəd 'enɔ̃ wi nɔ̃:z 'ie]

    il y a quelque chose qui m'a mordu cette nuit aussi

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 marteze e grogont hañ, 'oaran ket

    [mɛ’tee ’grɔ:gɛɲ ɑ̃ ’wɑ:rɑ̃ kət]

    peut-être qu'ils mordent, je ne sais pas [pince-oreilles]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 an deureugenn, eñ... eñ a grog 'ba an du... 'ba ar... 'ba al loened aze, peg hein

    [dœ’rœ:gən hẽ: hẽ: grɔg ban dy bah bah ’lwẽ̞:nəd ’ɑhe pe:g ɛ̃]

    la tique, elle... elle mord les gen... dans... dans les animaux là, collée hein

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ar gaerell n'eo ket bras... met euh... 'meus bet gwelet anezhe war... war-lerc'h logod, muloded, oh paotr kaezh, kregiñ en enne, marv diouzhtu... taol-taol (?)

    [ə gɛrl nɛ kə brɑ:z mɛ ə møz be gwɛ:l nɛ war warlɛrχ ’lo:gɔt my’lo:dət hɔ pot’kɛ:s ’kri:gĩ nenɛ mɑrw dy’sty to:l to:l]

    la belette n'est pas grande... mais euh... je les ai vu sur... après les souris, les mulots, oh mon vieux, les mordre, mort tout de suite, sur le coup (?)

    ???

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 e oa aet da gerc'hat ar garg delioù hag e oa serret an delioù pell a oa, ha pa oa arri evit serriñ anezhe, e oa naered e-barzh, « daonet e vo », eñ o komañs darc'hañ traoù 'ba ar c'harr, e oa komañset an naered da fiñval hag arriet ur gaerell emezañ, 'tije gwelet an naered o partial tout deus partout, karzhet e oant emezañ gant euh... hoñ a groge en enne hag e varvent hañ, « tak », ken prim-se

    [wa ɛt tə ’gɛrχəd gɑrg ’dɛʎo a wa ’zɛrə ’ndɛʎo pɛl ə wa a pe wa ɑj wid ’zɛrĩ nɛ: wa ’ɛ:rət bɑrs ’tɑ̃wnə vo ẽ̞: ’komɑ̃z ’dɑrχɑ̃ trɛw bah χɑr wa ko’mɑ̃səd ’nɛ:rɛd də ’vĩwəl ag ɑj gɛrl meɑ̃ tiʒe ’gwɛ:ləd ’nɛ:rɛt par’tiəl tut dəs par’tut ’kɑrzə wɑ̃ɲ meɑ̃ gɑ̃n ə hɔ̃: ’grɔ:ge nenɛ a ’vɑrwɛɲ ɑ̃ tɑk ken ’prymze]

    il était allé cherché son chargement de feuilles et il avait ramassé ses feuilles depuis longtemps, et quand il était arrivé pour les ramasser, il y avait des serpents dedans, « nom de dieu », lui de commencer balancer des choses dedans, les serpents avaient commencé à bouger et une belette était arrivée dit-il, tu aurais vu les serpents tous partir de partout, ils avaient détalé avec euh... elle les mordait et ils mourraient hein, « tac », aussi vite que ça

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Ar c'hazh neus kroget en ennout.

    [hɑːs nøs ˈkʁogə ˈnenut]

    Le chat t'a mordu.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

mettre (s'y –)

  • 👂 🔗 ha hemañ da lâret, « ma grogan ! » emezañ, met peogwir e vije diskrog ordin, james ebet na rae mann ebet

    [a ’he:mɑ̃ də lɑ:ɹ ma ’grɔ:gɑ̃ meɑ̃ mɛ py’gy:ɹ viʒe ’diskɾɔg ɔɹ’di:n ’ʒɑ̃məz bet ɹe mɑ̃n bet]

    et celui-ci de dire « si je m'y mets [au travail] ! » disait-il, mais puisqu'il était toujours inactif, il ne faisait jamais rien

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

commencer

  • 👂 🔗 fasil eo e oa bet startoc'h kregiñ, met ur wech kroget eu...

    ['vɑsil e̞ wa be 'stɑɹtɔh 'kɾi:gĩ mɛd ə weʃ 'kɾɔ:gəd ə]

    forcément ça avait été plus difficile de démarrer, mais une fois démarré euh... [exploitation agricole]

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi