Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
retorn
Stummioù :
revenir
-
👂 🔗 Feiz goude, pa oant partiet quoi goude, Marcel a oa retornet neuze, ha neuze petra a soñjez ?
Fé goudé, pé oant partiet quoi goudé, Marcel oa rétornet neuzé, a neué pra joñjes ?
Ensuite, quand ils sont partis, Marcel est revenu. Alors qu'est-ce que tu en penses ?
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ma 'mije d'ober mont en tu bennaket, ac'hanta e renken mont d'ar gêr da c'horo bepred, ma vije d'ober retorn e vije retornet goude, met goro saout a vije d'ober bepred hañ.
Ma mijé d’or mon tu bénnaket, hanta rènkèn mon te gêr de horo bopet, ma vijé d’or rétorn vijé rétornet goudé, mè goro zowt vijé d’or boped añ.
Quand je devais aller quelque part, eh bien il fallait que j'aille à la maison traire en tout cas, s'il fallait que je revienne ensuite, je revenais, mais en tout cas il fallait traire les vaches.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha goude a-benn e vez o retorn e vez arri hanter... unnek eur pe evel se, pa vez o retorn da gousket.
A goudé bènn vé rétorn vé ai hanter... unnèg eur pé vesé, pé vé rétorn de gousket.
E après quand il revient, il est... onze heures environ, quand il revient se coucher.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Kar ma vije bet laosket da dont, moarvat, e ouient a-walc'h ne vije ket retornet quoi. Se zo naet ha sklaer quoi.
Ka ma vijé bé losket de don, mahat, ouièn wah vijé ke rétornet quoi. Zé zo nèt a sklèr quoi.
Car s'ils l'avaient laissé partir, sûrement, il savaient bien qu'il ne serait pas revenu. C'est évident.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha goude ne oa ket bet retornet ken, 'na ket bet goulennet mann ebet na seurt ebet, ne oa ket bet retornet.
A goudé oa ke bé rétornet kén, na ket bét goulet mann bét na sord ébét, oa ke bé rétornet.
Et ensuite il n'était plus revenu, il n'avait rien demandé, il n'était pas revenu.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 ha kement-all da retorn
[a ˌkemɛnˈdal də 'retɔrn]
et tout autant pour revenir
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'eo ket retornet ?
[nɛ kə re'tɔrnət]
n'est pas revenu ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'na c'hoant da retorn en e wele neuze
[na hwɑ̃n də 'retɔrn ni we:le 'nœhe]
il avait envie de retourner dans son lit alors
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 adretorn a ran bremañ-souden
[had'retɔrn rã bə'zõm]
je reviens tout à l'heure
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 retorn deus an noz
['retɔrn døz nõ:s]
retourner [revenir à la maison] de nuit
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 bepred 'deus c'hoant da adretorn
['bopəd dəs hwɑ̃n də hat'retɔrn]
ils veulent encore revenir [à ce système de chauffage]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met retorn !
[mɛ 'ɾetɔɾn]
mais reviens !
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 retorn war e giz
rétan-n war i giz
[ʁetãn waʁ i giz]
revenir
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 ne oan ket bet retornet
[wɑ̃n kə be re'tɔrnət]
je n'étais pas retourné
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa oa retornet deus Paris 'na un aksant
[pe wa retɔrn døs 'paris na 'naksãn] SJ
quand il était revenu de Paris, il avait un accent
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 lakat a rey... lakat a rey pell... evit... retorn
['lɑkə ʁɛj - 'lɑkə ʁɛj pɛl - wit - 'ʁetɔʁn]
elle va mettre longtemps à revenir
traduction
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar yar a oa nijet ha 'h eo retornet gant ar reoù all... bremañ-souden
[ə jɑ:ʁ wa 'ni:ʒət a he̞ ʁe'tɔʁnəd gɑ̃n ə ʁew'ɑl - bə'zɔ̃m]
la poule qui s'était envolée est revenue avec les autres tout à l'heure
traduction
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
retourner
-
👂 🔗 Ha feiz, neuze Maman, pa oamp retornet d'ar skol, a oa aet da welet la directrice, ha neuze 'na goulennet hag-eñ e oa moaien, a-benn neuze 'ma graet, quoi ? pemzektez skol, hag-eñ e oa moaien da lakat ac'hanon e-barzh ar c'hlas certificat neuze.
A fé, neuhé Maman, pé oam rétornet te skol, oa èt te wélet la directrice, a neuhe na goulet ag-eñ oa mwoien, bènn neuhé ma gwèt, quoi ? Pèmzékté skol, ag-eñ oa mwoien de laked añoñ bah hlas certificat neuhé.
Et alors, Maman, quand nous sommes retournées à l'école, était allée voir la directrice, et lui avait demandé s'il était possible – pour alors j'avais fait quoi ? Quinze jours d'école – s'il était possible de me mettre dans la classe de certificat.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Goude e oan retornet da lavaret dezhi 'ma c'hoant da vont da... da... da labourat e-barzh ar Gouent en-dro d'ar reoù glañv.
Goudé oan rétornet (te) lât tèi ma hoan te von te... de... de labouret bah Gouen dro de réw glañ.
Ensuite, j'étais retournée lui dire que je voulais aller travailler au Bon-Sauveur, m'occuper des malades.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
rendre
-
🔗 kuit dezhe da retorn monê
[kwit tɛ: də 'retɔrn 'monɛ]
pour ne pas qu'il rende la monnaie
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 retorn anezhañ din ma plij
['retɔrn neɑ̃ dĩ ma pliʃ]
rends-le moi s'il te plaît
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi