Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

memes tra

même chose

  • 👂 🔗 Boñ a-wezhioù, ma vije ur vuoc'h d'halañ pe un dra bennaket e degouezhe dit bezañ diwezhatoc'h met anfin, boñ, a-benn seizh eur eo rare ma ne vije ket fin, ma ne vije ket fin hañ. X e-barzh ar park a vez ar memes tra ivez.

    Boñ (a)wêjo, ma vijé vuh t’alañ, pé ’n dra bénnaket digwêê dit béañ diwéétoh, mèd anfin, boñ, bènn sèiz eur è rare ma vijé ke fin, ma vijé ke fin añ. X bah park vé mostra ie.

    Parfois, quand il fallait faire vêler une vache ou quelque chose comme ça, il arrivait d'être plus tard, mais enfin, c'est rare si ce n'est pas fini pour sept heures. X au champ c'était pareil.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Anfin, peurvuiañ e vije pe un devezh ar sizhun pe daou devezh ar sizhun, ha e vije ar memes tra bep sizhun, quoi. Ya. Eñ a oa an abitud quoi ma kerez.

    Añfin, pèrvuañ vijé pé ’n déwes zun pé dow déwes zun, a vijé momes tra bop sun quoi. Ya. Eñ oa ’n abitut quoi ma kées.

    Enfin, en général c'était un jour par semaine ou deux jours par semaine, et c'était pareil chaque semaine. Oui, c'était l'habitude, si tu veux.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 n'eo ket ar memestra da gaozeal evel ...

    [nɛ kəd mos'trɑ: də go'zeəl wɛl]

    ce n'est pas la même chose de parler comme ...

    Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.

    Dastumer : Tangi

pareil

  • 👂 🔗 D'ar c'houlz-se e oa ar memes tra ivez ma kerez, met ne oant ket ken bras.

    De houls-sé oa mostra ie ma kées, mè oant ke kén bras.

    À cette époque, c'était pareil aussi, si tu veux, mais elles n'étaient pas aussi grandes.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ah beñ ya, ne oa ket ar memes tra d'ar c'houlz-se avat, evel bremañ sell. D'ar c'houlz-se n'ae ket en e goazez war ar skabell. En e goazez war ar skabell.

    A beñ ya, oa ke mostra de houls-sé ha, vèl brœmañ sèll. De houls-sé n’ê ke ni goazé war skabell. Ni goazé war skabell.

    Ah ben oui, ce n'était pas la même chose à cette époque qu'aujourd'hui, tiens. À cette époque on n'était pas assis sur un siège.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Ha me a zo memes tra evel ur perroquet ?

    [a me zo mɔ̃sˈtra wɛl peˈʁokɛ]

    Et moi je suis comme un perroquet ?

    [à répéter ce que je lui demande]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Ya serten reoù a nez ezhomm da gousket muioc'h evit reoù all se depant deus... N'int ket tout memes tra quoi. Se... se a zo evel tud bras hag a bep sort.

    [ja ˈsɛʁtɛn ˈɾeo ne eːm ˈkuskə myχ wi ˈʁeo al ze ˈdepɑ̃n døs ə ˈni cə tut mɔ̃sˈtʁa kwa se se zo wɛl dyt bʁɑːs a bop sɔʁt]

    Oui certains on besoin de dormir plus que d'autres, ça dépend de... Ils ne sont pas tous pareils. C'est comme les adultes et tout ça.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 N'eo ket skrivet div wech memes tra hañ ? (T : Nann.) Geo ? (T : Nann.)

    [ˈne̞ kə ˈskʁivə diw weʃ mɔ̃sˈtʁa ɑ̃ː – gɛ]

    Il n'y a pas écrit deux fois la même chose hein, (T : Non.) Si ? (T : Non.)

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 kazi memes tra, kazi memes tra

    ['kɑ:ʒe ˌmɔ̃məs'tʁɑ - 'kɑ:ʒe ˌmɔ̃məs'tʁɑ]

    presque pareil, presque pareil

    traduction

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'eo ket tamm ebet memestra

    [nɛ kə tãm bet mõ'stra]

    ce n'est pas du tout pareil, c'est totalement différent

    Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Jean oa memestra

    [ʒɑ̃: wa mɔ̃s'trɑ]

    Jean était pareil

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 memes tra evel ar jistr

    [mɔ̃məs’tra: wɛl ʒist]

    pareil que le cidre

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kavet a raen ne oa ket hemañ memes tra evel d'egile

    [kɑ: rɛn wa kə ’hemɑ̃ mõməs’tra wɛl de’gi:le]

    je trouvais que celui-ci n'était pas comme l'autre

    ??? d’egile

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'ba broioù all e kavez geriennoù memestra hañ

    ['brojo al 'gɑ:vɛz gi'rjeno mos'tra ɑ̃]

    dans les autres pays tu trouves des mots pareils [identiques]

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ... oa kont memestra

    [wa kɔ̃n mos'trɑ]

    ... ça se passait pareil

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 se zo kazi ar memestra kwa

    [ze zo 'kɑe ˌmɔməs'tɾɑ: kwa]

    c'est presque la même chose quoi

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 kazi memestra int

    ['kɑhe mos'trɑ hiɲ]

    ils sont presques pareils

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 me a gav anezhañ memestra

    [me gɑ:v neɑ̃ mos'tra]

    je le trouve pareil [le café réchauffé]

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne gaozeont ket memestra o-daou

    [go'zeɛɲ cə mo'stra o'dow]

    Ils ne parlent pas pareil tous les deux

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne gaozea ket daou memestra kua

    [go'zea kəd dow 'mostra 'kya]

    il n'y en a pas deux qui parlent pareil

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 met tout an dud ne lâront ket ar memestra, se zo diaes

    [mɛ tun dyd 'lɑ:rɛɲ cə 'mostra ze zo 'diɛs]

    mais tout le monde ne dit pas pareil, ça c'est difficile

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'eo ket ar memestra ken evel e oa gwezhall

    [nɛ kə mostra ken wɛl wa gwe'ʒal]

    ce n'est plus pareil qu'avant, ce n'est plus la même chose qu'avant

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 o-daou int memestra

    [o'dɔw iɲ mos'trɑ:]

    ils sont identiques tous les deux

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Se a zo memes tra ya.

    [ze ˈmɔ̃stʁa ja]

    Ça veut dire la même chose oui.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

comme

  • 👂 🔗 Ur c'henderv dezhañ zo, a oa memes tra evel ur breur dezhañ.

    Hinderf déañ zo, oa mostra vèl e breur déañ.

    Un de ses cousins, qui était comme un frère pour lui.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

tout de même

  • 👂 🔗 Marteze 'mijemp bet un tamm a boan gof memestra, ma 'mijemp bet debret hennezh etrezomp hom-daou. Ma 'mijemp bet debret hennezh etrezomp hom-daou, marteze 'mijemp bet un tamm bihan a boan gof.

    Matéé mijèm bét tamm boan gof mostra, ma mijèm bé débet heñs tréom om-dow. Ma mijèm bet tébet heñs tréom om-dow, matéé mijèm bét tamm bian boan gof.

    Nous aurions peut-être eu un peu mal au ventre quand même, si nous l'avions mangé entièrement à nous deux. Si nous l'avions mangé entièrement à nous deux, nous aurions peut-être eu un petit peu mal au ventre.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 'Meump ket debret anezhi tout memestra.

    Meum ke dèbet nèi tout mostra.

    On ne l'a quand même pas toute mangée.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 1. Pa oas te yaouank sur a-walc'h ne vije ket familiales a-benn neuze. 2. Bije. 1. Bije ? 2. Bije laouen. 2. Ya ? 2. Ya ! Memestra . Ya. 1. Se n'on ket kat da lavaret hañ, met... 2. Geo.

    1. Pé oas té yowañk zur wah vijé ke familiales bènn neuhé. 2. Bijé. 1. Bijé ? 2. Bijé lowen. 1. Ya ? 2. Ya, mostra. Ya. 1. Zé n’on kat te lâred añ, mè... 2. Gè.

    1. Toi, quand tu étais jeune, il n'y avais probablement pas d'aides familiales à cette époque. 2. Si. 1. Si ? 2. Bien sur que si. 1. Ah bon ? 2. Oui, quand même. 1. Moi je ne sais pas, mais... 2. Si.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Me a deuio penn diontañ memestra. Deus hennezh avat .

    Mé deui pènn diontañ mostra. Deus heñs hat.

    J'en viendrait à bout tout de même, de celui-là.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 1. Un eur etre dont ha mont memestra. 2. Etre dont ha mont ya.

    1. 'N eur tré tont a mon mostra. 2. Tré tont a mont ya.

    1. Une heure aller-retour quand même. 2. Aller-retour oui.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Memestra X, n'eo ket posupl. Ne glevez ket ac'hanon, daon gran avat emezañ, me a glev ac'hanout mat.

    Mostra X, n’è ke posup. Glêwes ked añoñ. Dañwn grañ ha méañ, mé glèw hanout mat.

    Quand même X, ce n'est pas possible. Tu ne m'entends pas. Si alors, qu'il dit, je t'entends bien.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 N'out ket bet hep kourant memes tra ?

    [ˈnu kə be hep ˈkuʁɑ̃n mɔ̃sˈtʁa]

    Tu n'as pas été privé de courant tout de même ? [litt."sans courant"]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Arri a rin memes tra.

    [aj ə ʁĩ ˈmɔ̃stʁa]

    Je vais y arriver quand même.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

quand même

  • 🔗 memestra e oa kat da vezañ deut gant an oto

    [’mostra wa kad də ’veɑ̃ død gɑ̃n ’noto]

    quand même elle pouvait venir avec la voiture

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 memestra eo malürus se

    [mos'trɑ: ɛ ma'ly:rys se]

    c'est quand même malheureux ça

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 oh memestra, n'ez ket just da debriñ da...

    [o mos'trɑ nɛs kə ʒyst tə 'di:bĩ də]

    oh quand même, tu ne vas pas juste [simplement] manger ton...

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'eus ket bet ezhomm c'hoazh memestra

    [nøs kə bed e:m hwɑ mos'trɑ]

    il n'y a pas encore eu besoin quand même

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 memestra

    [ˌmɛməs'trɑ:]

    quand même

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi