Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

gortoz

Stummioù :

attendre

  • 👂 🔗 Ya, ne rin ket anezhañ deus beure an deiz a-raok. E vo ret din gortoz goude merenn kazi d'ober.

    Ya, rin ke néañ deus beuré ’n dé rok. Vo rêt tin gotoz goudé mèrn karjé d’or.

    Oui, je ne le ferai pas la veille au matin. Il faudra presque que j'attende l'après-midi pour le faire.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 hañ, me a oa bet unan o welet ac'hanon an deiz all, 'na graet ur c'hachenn emezon-me, 'na roet anezhi din, ma debret re goude.

    Añ, mé oa béd un wèled añon 'n dial, na gwèt c'hachenn moñme, na roet nèi din, ma dèbet ré goudé.

    Quelqu'un est venu me voir l'autre jour, il avait fait un gâteau, dis-je, il me l'a donné et j'avais trop mangé après.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 'Mamp renket prenañ anezhañ bepred, a-raok e oa fin Goumikel diwar hennezh quoi, evel se 'meump renket gortoz daou vloaz bepred a-raok kaout ar menaj.

    Mam rènket boñ prénañ néañ bopet, rok oa fin Goumikèl diwar heñs quoi, vesé meum rènket gotos dow la bopet, rok kawt ménach.

    Nous avons dû l'acheter, avant que ne se termine la Saint-Michel, et donc nous avons dû attendre deux ans avant d'avoir la ferme.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Met emezañ, 'meus ket c'hoant da c'hortoz emezañ pell

    Mèt, méañ, meus ket hoan te hortos, méañ, pèll.

    Mais, dit-il, je ne veux pas attendre longtemps.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 met euh... gortoz un tamm bihan !

    [mɛd ə 'gɔtos tɑ̃m 'biən]

    mais euh... attends un peu !

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gortoz da vont d'ar gêr

    ['gɔrtos dõ:n də ge̞:r]

    attendre pour revenir à la maison

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 fidambie, lakat a ra ac'hanon da c'hortoz hañ

    [fidɑ̃m'bie lɑk ə ra ɑ̃w də 'hɔrtoz ɑ̃]

    bon sang, elle me fait attendre hein

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ne c'hortozen ket ken e deue an dud da welet ac'hanon, me 'h ae da welet anezhe

    [hɔr’toɛŋ kə ken ’dœe ndyd də wɛld ’ɑ̃:nɔ̃ me hɛ də wɛ:l nɛ̃]

    je n'attendais pas que les gens viennent me voir, moi j'allais les voir

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 e c'hortozen

    [hɔʁ’to̞:ɛn]

    j'attendais

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 o c'hortoz on

    ['hɔrtoz ɔ̃]

    j'attends

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hag o c'hortoz anezhañ da dont er-maez peogwir e veze puniset bemnoz

    [a 'hɔrtoz 'neã dõn me̞:s py: 'viʒe py'nisə 'bomnõs]

    et l'attendant à sortir puisqu'il était puni tous les soirs

    Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 'ma ket gortozet

    [ma kə gɔ’to:zət]

    je n'avais pas attendu

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gortozit ac'hanon amañ !

    [gɔr'to:zəd ɑ̃w 'ɑ̃mɑ̃]

    attendez-moi ici !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 gortozit ac'hanon !

    [gɔ’to:zəd ɑ̃w]

    attendez-moi !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 met n'on ket o vont da chom aze ma c'hoaze o c'hortoz anezhañ, ma n'arru ket, ma zo arru tud e-barzh

    [mɛ nɔ̃ kə fɔ̃n də ʃɔm 'ɑɛ mə 'gwɑ:ze 'hɔrtoz neɑ̃ ma nɑj kət ma zo ɑj tyd bɑrs]

    mais moi je ne vais pas rester assise à l'attendre s'il n'arrive pas, s'il y a du monde d'arrivé chez lui

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 me a oa o c'hortoz ar c'hozh ki-se d'arriout

    [me wa ’hɔrtoz ho:s ’ki: ze ’dɑjut]

    j'attendais que ce sale cabot n'arrive

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 e oa o c'hortoz ken e vije goulennet gantañ

    [wa 'hɔrtos ken viʒe 'gu:lə gɑ̃ntɑ̃]

    il attendait qu'on lui demande

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gortoz ken 'mo bet...

    ['gɔrtos ken mo bet]

    attendre que j'ai eu...

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 e oan chomet eno gant ma malijenn goad em dorn kwa hein, o c'hortoz ken e tostaje unan bennak

    [wɑ̃n 'ʃo̞məd 'e:no gɑ̃n ma vaˌli:ʒən'gwɑt nɔ̃m dɔʁn kwa ɛ̃ 'hɔʁtos ken tɔs'tɑʃe yn bə'nɑ:k]

    j'étais resté là-bas avec ma valise en bois quoi hein, attendant que quelqu'un approche

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 gortoz ken ec'h arrio

    ['gɔrtos ken 'hɑjo]

    attends qu'elle arrive

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gortoz ac'hanon !

    ['gɔʁto̞z ɑ̃w]

    attends-moi !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gortozit ac'hanon !

    [gɔʁ’to̞:zəd ɑ̃w]

    attendez-moi !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 o c'hortoz ac'hanout e vezer

    ['hɔʁto̞z o̞wd vɛ:ʁ]

    on t'attend

    Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 e renke an nen gortoz anezhe

    [‘rɛŋkɛ ne:n 'gɔrtos nɛ:]

    nous devions les attendre

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 me 'ma gortozet anezhi d'ober trouz

    [me ma gɔr'to:zə nɛj do:r tru:s]

    j'avais attendu qu'elle fasse du bruit

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'mamp renket gortoz an Amerikaned d'arriout

    [mɑ̃m ’rɛŋkɛd ’gɔrtoz naˌmeri’kɑ̃:nəd ’dɑjət]

    nous avions dû attendre que les Américains arrivent

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 e oan o c'hortoz ar c'hoafer d'arriout

    [wɑ̃n ’hɔrtɔz ə ’hwafər ’dɑjut]

    j'attendais que le coiffeur arrive

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 boñ, 'h arrio ar c'hamion, pe e vefont lesket ar sadorn marteze, ma vez brav, ma ne vez ket e vo gortozet ar sul

    [bɔ̃ 'hɑjo hɑ̃'mi:ɔ̃n pe vɔ̃ɲ 'lɛskə zɑ:n ma'te:ze ma ve bɹɑw ma ve kəd vo gɔɹ'to:zə zy:l]

    bon, le camion arrivera, soit ils sont laissés le samedi peut-être, s'il fait beau, si ce n'est pas le cas on attend le dimanche

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 met gortozit 'ta !

    [mɛ gɔʁ’to:ət ta]

    mais attendez donc !

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 'na gortozet Gwegenn, 'na ur reunion bennaket eu... hag e oa arri d'abardaez-noz neuze

    [na gɔʁ’to:zəd ’gwe:gən na ʁey’ni:ɔ̃n bə’nɑkəd ə a wa ɑj dabaʁde’nɔ̃:z nœhe]

    il avait attendu Gueguen, il avait une réunion quelconque euh... et il était arrivé en soirée alors

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 na vije ket refuset den ebet, ar re-seoù a c'hortoze

    [na vi'ʒekə ɹə'fy:zə den'bet zew hɔɹ'to:ɛ]

    on ne refusait personne, ceux-là attendaient

    Gant : Roje ar Buzulier, ganet e 1948 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Prad / Tonkedeg.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me a oa... me a oa ma-unan neuze, a ma-unan ! 'oa ket 'merton ma-unan, daon ! me... peogwir e oan... en em echapet e oan te ! me 'ma... met me n'hallen ket ken mont... da vale pelloc'h, « arri... arriet aze emezon-me, memestra 'ma soñjet, n'in ket ken da... da derc'hen da... bellaat deus eu... deus al liberasion », tremenet un ide evel-se 'ba ma benn kwa, hag e vijen-me, emezon-me, o chom amañ da c'hortoz avat ! sur !

    [me wa me wa məˌhyn 'nœ:he - a mə'hyn wa kə 'mɛɹtɔ̃ mə'hy:n - dɑ̃w me - pyn ə wɑ̃n nɔ̃n e'ʃɑpə wɑ̃n te - me ma - mɛ me na'lɛŋkə ken mɔ̃n - də 'vɑ:le 'pɛlɔχ - ɑj 'hɑjə 'ɑhɛ 'mɔ̃me̞ - mo̞s'tɾɑ ma 'ʒɔ̃:ʒət - nĩŋ kə ken də - də 'dɛɹhɛn də - bɛ'lɑ:t təz ə - dəz libe'ɹasjɔ̃n - tɾe'me:nə 'ni:de və'se bah mə be̞n kwa - a viʒɛn me mɔ̃me̞ - ʃo̞m 'ɑ̃mɑ̃ də 'hɔɹtos hat - zy:ɹ]

    puisque j'étais... je m'étais échappé pardi ! moi j'avais... mais moi je ne pouvais plus aller... marcher plus loin, « arrivé... arrivé là, dis-je, quand même avais-je pensé, je n'irai plus... continuer de... m'éloigner de... de la libération », une idée comme ça m'était passée par la tête quoi, et je serais resté, dis-je, ici à attendre ! sur !

    Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 en em drompet e oa, 'h on sur e oa en em drompet kar eñ a vez d'an eur ordin, ha finalement 'meus telefonet, da beder eur hanter 'neus telefonet, « oh ! j'ai su que c'était toi parce que »... « me a oa prest emezon-me, a-benn... a-benn teir eur hanter e oan prest o c'hortoz ac'hanout »

    [nɔ̃n dʁɔ̃mpəd ə wa - hɔ̃ zyːʁ wa nɔ̃n dʁɔ̃mpəd kaʁ ẽ̞ ve də nœːʁ ɔʁˈdiːn - a ... møs teleˈfo̞ːnət - də beˌdɛʁəʁˈɑ̃ntəʁ møs teleˈfo̞ːnət - ... - me wa pʁes ˈmo̞me̞ be̞n be̞n ˌtɛʁəʁˈɑ̃ntəʁ wɑ̃n pʁes ˈhɔʁto̞z o̞wt]

    il s'était trompé, je suis sûr qu'il s'était trompé car il est tout le temps à l'heure, et finalement j'ai téléphoné, à quatre heures et demi j'ai téléphoné, « oh ! j'ai su que c'était toi parce que »... « j'étais prête dis-je, pour trois heures et demie j'étais prête en train de t'attendre »

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 met poazh, peogwir ac'hanta, n'int ket mat kriz, ha neuze ma vez gortozet ken e vefont darev e vefont drailhet tout, gant eu... gant an evned, 'dalv ket ar boan ! met 'dalv ket ar boan dastum anezhe, 'vezont ket mat, pa vezont ket... da debriñ evel-se n'int ket mat, pa vezont darev xxx ( ?)

    [mɛ ˈpwɑχ pəˈguːʁ ˈhɑ̃nta - ˈniɲ cə mɑːt ˈkʁi - a ˈnœhe̞ ma ve gɔʁˈto̞ːzət kɛn vɔ̃ɲ ˈdɑʁw vɔ̃ɲ ˈdʁɑjə tut - gɑ̃n ə gɑ̃n ˈne̞wnət - ˈdɑl kə ˈbwɑ̃ːn - mɛ ˈdɑl kə ˌbwɑ̃ːn ˈdɑstym ne̞ ˈve̞ɲ cə ˈmɑːt - pa ˈve̞ɲ cə - də ˈdiːbĩ viˈse̞ ˈniɲ cə mɑːt pa ve̞ɲ ˈdɑʁw ?]

    mais cuites, puisque eh bien, elles ne sont pas bonne crues [figues], et alors si on attend qu'elles soient mûres elles sont complètement abîmées, par euh... par les oiseaux, ce n'est pas la peine ! mais ce n'est pas la peine de les récolter, elles ne sont pas bonnes, quand elles ne sont pas... à manger comme ça elles ne sont pas bonnes, quand elles sont mûres xxx ( ?)

    ???

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi