Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

war-draoñ

Stummioù :

vers le bas

  • 👂 🔗 Ha neuze, un tamm all a bartie deus kreiz hennezh, da dont war-draoñ.

    A neuhé 'n tamm all bartié deus kreis heñs, de don war-drow.

    Et alors, une partie [de la plaie] partait du milieu et descendait.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 An hini a vije e-barzh gêr 'nea... ur machin amañ, unan pep tu, o tont war-draoñ aze, ha se a oa tout. E-kichen an hini a vije da vont da vale a vije un tamm bihan bravoc'h.

    ['niː viʒe bah 'ge̞ʁ 'nea 'maʃin 'ãmã – 'yn pop'tyː 'tõn waʁ'dʁɔw ahe a 'ze wa 'tut – 'kiʃən 'niː viʒe 'dõn də 'vaːle viʒe tãm'biən 'bʁawɔχ]

    Celle qu'on avait à la maison [la coiffe de tous les jours] avait... un machin ici, un de chaque côté qui allait vers le bas, et c'était tout. Tandis que celle pour aller se promener [la coiffe du dimanche, des grandes occasions] était un petit peu plus belle.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 hag aze eo war-draoñ

    [ag 'ɑ:he ɛ waʁ'dʁo̞w]

    et là c'est vers le bas [en descente]

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

bas (en –)

  • 🔗 ne oa mann ebet war-draoñ

    [wa mɑ̃n be war'drow ]

    il n'y avait rien en bas

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 arru eo ar paotr-kozh war-draoñ

    [aj ɛ pɔ'ko:z war'drow]

    voilà le vieux arrivé en bas

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Eñ zo war-draoñ.

    E zo war drow

    [e zo waʁ dʁow]

    il descend

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 un tamm bihan war-draoñ

    tan-m bieun war drow.

    [tãm biən waʁ dʁow]

    un peu en bas

    Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet eno

    Dastumer : Julien

  • 🔗 an ti nesañ war-draoñ

    [nti 'nesɑ̃ waʁ'dʁow]

    la maison la plus proche en contrebas

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi