Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
abîmer
drailhañ
-
👂 🔗 E vije ret surveilh anezhe tamm bihan ivez. Abalamour dezhe nompas drailhañ anezhe.
[viʒe ’ʁeːt ’syʁvɛj ne̞ tãm ’biən iə – bãw te̞ d’nõmpas ’dʁajã ne̞]
Il fallait les surveiller un peu aussi. Pour qu'ils ne les abîment pas.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Neuze e wrie, ma vije traoù da fresellat evel e vije l... evel e vez lavaret, evel al loeroùioù ma kerez na vezont ket re drailhet, e vije da fresellat ha a bep sort,
[nœhe ’ʁwije – ma viʒe ’tʁɛw də vʁe’se̞lət vɛl viʒə l – vɛl ve ’lɑːt – vɛl lwe’ʁojo ma’keəs na vɛŋ kə ʁe’dʁajət – viʒe də vʁe’se̞lət a bop’sɔʁt]
Alors elle cousait, s'il y avait des choses à repriser, comme on dit, comme les bas, si tu veux, qui ne sont pas trop abîmés et qui étaient à repriser et tout.
Favereau 2000 : FREZELIañ = gaufrer, & repriser.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 n'int ket darev c'hoazh ? amañ 'h int eu... an evned zo o trailhañ anezhe tout hañ ! goullet 'na... goullet 'na... se zo kaoz 'meus poazhet... poazhet anezhe eu... da lakat eu... met tout, tout e oant drailhet hañ ! tout 'ma... Herve zo bet aze disadorn ha 'neus goullet ganin « bezañ zo figez ? » « met ya ! 'teus ket 'met tapout hañ ! warlene 'ma lâret dit tapout, 'ma ket gwelet hini ebet o tapout ur skeul emezon-me, gant ur skeul, 'ba krec'h, zo reoù darev ha neuze emañ tout an evned o drailhañ anezhe » « ha me 'meus ket graet » « met me 'rin ket hañ ! emezon-me, (me n'an ket ?) 'ba ar wezenn, ha neuze a-benn ar fin xxx ( ?) ha ma 'teus c'hoant da gaout xxx ( ?), tap hañ ! » e lâran anezhañ... e lâran dezhañ, met 'ra ket foutr hañ ! eñ 'blij ket kaer se dezhañ moarvat, ha neuze 'ra ket foutr
[ˈniɲ cə ˈdɑʁw hwas - ˈɑ̃mɑ̃ hiɲ ə - ˈne̞wnəd zo ˈtʁɑjə ne̞ tud ɑ̃ - ˈgulə na ˈgulə na - zes ko̞ːs møs ˈpwɑhə - ˈpwɑhə ne̞ ə də ˈlɑkəd ə - mɛ tut tud wɑ̃ɲ ˈdʁɑjəd ɑ̃ - tud ma - ˈhɛʁve zo bed ˈɑhe̞ deˈsɑːn a nøz ˈgulə gəˈnĩ - ˈbeːɑ̃ zo ˈviːɟəs - mɛ ja - ˈtøs kə mɛ ˈtɑpud ɑ̃ - aʁˈlœːne ma ˈlɑːʁə dit ˈtɑput - ˈma kə gwe̞ːl ˈhiːni bet ˈtɑpə skœːl ˈmɔ̃me̞ - gɑ̃n ˈskœːl bah ˈkweχ so ʁew ˈdɑʁw a ˈnœhe mɑ̃ tud ˈne̞wnəd ˈdʁɑjɑ̃ ne̞ - a me ˈmøs kə gwe̞t - mɛ me ˈʁĩŋ kəd ɑ̃ - ? bah ˈweːən ? a ma tøs hwɑ̃n də ˈgɑːt tɑp ɑ̃ - ˈlɑːʁɑ̃ neɑ̃ - ˈlɑːʁɑ̃ deɑ̃ ? - ẽ ˈbiʃ kə kɛːʁ ze ˈdeɑ̃ maˈhɑt - a nə ˈʁa kə fut]
elles ne sont pas encore mûres ? ici elles sont euh... les oiseaux les abîment toutes hein ! il avait demandé... il avait demandé... c'est pour cette raison que je les ai cuites... les ai cuites euh... pour mettre euh... mais toutes, elles étaient toutes abimées hein ! j'avais tout... Herve est venu là samedi et il m'a demandé « il y a des figues ? » « mais oui ! tu n'as qu'à en prendre hein ! l'an dernier je t'avais dit d'en prendre, je n'avais vu personne prendre d'échelle dis-je, avec une échelle, en haut, il y en a des mûres et alors tous les oiseaux sont en train de les abimer » « et moi je n'ai pas fait » « mais moi je ne ferai pas ! dis-je, (je ne vais pas ?) dans l'arbre, et alors finalement xxx ( ?) et si tu veux en avoir xxx ( ?), prends hein ! » que je dis... que je lui dis, il s'en fout, lui n'aime pas ça sans doute, et alors il s'en fout
???
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 div zo drailhet un tamm
[diw zo 'draʎət tãm]
deux [fleurs] sont un peu abîmées
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'ez ket da drailhañ ma daol din !
[nɛs kə də ’drɑʎɑ̃ mə do:l dĩ]
ne vas pas m'abîmer ma table !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 drailhet
['draʎət]
très abîmés [chaussons]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 drailhet-kaer oa
[’drɑʎə kɛ:r wa]
il était très abîmé
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 eñ ne drailhe ket traoù
[ẽ: 'drɑʎɛ kə trɛw]
il n'abîmait pas de choses [n'usait pas de tracteurs]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 hola, drailhañ a rez traoù 'vat
['hola 'drɑʎə rɛs trɛw hat]
eh bien, tu en abîmes des choses [tracteurs]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 drailhañ e c'henoù
[ˈdʁaʎɑ̃ i ˈheːno]
parler pour ne rien dire [litt. « abîmer sa bouche »]
Le Dû 2012a p.215 (draillañ) Le Dû 2012b p. 283 (jacasser)
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 O trailhañ he genoù emañ.
[ˈtʁaʎɑ̃ i ˈge:no mɑ̃]
Elle parle pour ne rien dire, elle est fatiguante à continuer de parler. [litt. « elle abîme sa bouche »]
Le Dû 2012a p.215 (draillañ) Le Dû 2012b p. 283 (jacasser)
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 Ya. Met drailhet e oa e viz, unan anezhe, un all a oa gwriet dezhañ un tamm met...
[ja mɛt 'dʁajə wa i 'viːs yn 'ne̞ː – œn'al wa 'gʁwiə 'teã 'tãm mɛt]
Oui, mais son doigt était bien abîmé, l'un d'entre eux, un autre avait été cousu un peu mais...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 ya ya ya ya ya, ma out ideet da brenañ anezhañ ! ha ma ne rez ket eme Gwilhom, me zo o vont d'ober ! Milo Morvan emezañ zo o vont da werzhiñ e drakteur Som bihan hag eñ ne oa ket bet eu... boufonet na drailhet na mann ebet, kazi evel nevez
[ja ja ja ja ja ma hud i'de:ɛd də 'bɾe:nɑ̃ neɑ̃ a ma ʁes kə me 'gwijo̞m me zo vɔ̃n do̞:ʁ 'mi:lo 'mɔɾvɑ̃n meɑ̃ zo vɔ̃n də 'wɛʁzĩ i 'dɾɑktəʁ som 'bi:ən a hẽ̞: wa kə bed ə bu'fɔ̃:nət na 'dɾɑjəd na mɑ̃n bet 'kɑ:he wɛl 'newe]
oui oui oui oui oui, si tu as l'intention de l'acheter ! et si tu ne fais pas dit Guillaume, moi je vais faire ! Milo Morvan dit-il va vendre son tracteur, un petit Som, et il n'avait pas été euh... malmené ni abîmé ni rien, quasi comme neuf
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Allain, 'h eo... 'h eo e verc'h-kaer hañ 'nez... 'nez... labouret 'ba Inter, an hini a gemere anezhe evitañ, ha goude, eñ a degase anezhe amañ, ha tout ar pezh 'meus, 'na degaset ur bern din warlene hañ ! oh ! 'ma... 'ma c'hoant dezhañ lâret d'aretiñ hañ ! a-benn ar fin 'h an da gaout re, ah ya ! met aretet... drailhañ a reont da derriñ ivez hañ ! arriet a reont d'abimiñ alors e vezont foutu goude ivez hañ ! ar re-se n'int ket solut hañ !
[aˈlɛ̃ - he̞ he̞ i ˌvɛʁχ ˈkɛːʁ ɑ̃ ne ne - laˈbuːʁəd bah ɛ̃ˈtɛʁ - ˈnːi go̞ˈme̞ːʁe̞ ne̞ ˈwitɑ̃ - a ˈguːde ẽ ˈdje̞se̞ ne̞ ˈɑ̃mɑ̃ - a tut pez møs - na ˈdje̞sə ˈbɛʁn dĩ aʁˈlœːne ɑ̃ - ho ma - ma hwɑ̃n ˈdeɑ̃ ˈlɑːʁəd daˈʁe̞tĩ ɑ̃ - be̞nˈfin hɑ̃ də gɑːd ˈʁe - a ja mɛ aˈʁe̞tət - ˈdʁɑjə ʁɛɲ də ˈdɛj̃ ˈie ɑ̃ - ˈɑj ə ʁɛɲ daˈbimĩ aˈlɔʁ ve̞ɲ ˈfuty ˈguːde ˈie ɑ̃ - ʁeze ˈniɲ cə ˈsoːlyd ɑ̃]
Allain, c'est... c'est sa belle-fille hein qui a... qui a... travaillé à Inter, celle qui les prenait pour lui [cageots], et après, lui les apportait ici, et tout ce que j'ai, il m'en avait apporté beaucoup l'an dernier hein ! oh ! j'avais... j'avais envie de lui dire d'arrêter hein ! finalement je vais en avoir de trop, ah oui ! mais arrêté... ils s'abîment au point de se casser aussi hein ! ils arrivent à s'abîmer alors ils sont foutus après aussi hein ! ceux-là ils ne sont pas solides hein !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
pailhotiñ
-
🔗 'neus pailhotet ma amann
[nəs pa'ʎotəd mə ɑ'mɑ̃n]
il a saccagé mon beurre
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 pailhotiñ
[pa'ʎoti]
défaire en abimant
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 bet pailhotet partout
[bet pa'ʎotət par'tut]
ayant été trituré partout [beurre]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 pailhotet an douar
[pa'ʎotə 'ndu:aʁ]
[elle aurait dû laisser en pelouse et ne pas avoir] remué la terre
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
abimiñ
-
👂 🔗 marteze e vo abumet muioc'h
[ma'te:e vo a'byməd 'my:ɔx]
peut-être qu'il sera plus abîmé
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Allain, 'h eo... 'h eo e verc'h-kaer hañ 'nez... 'nez... labouret 'ba Inter, an hini a gemere anezhe evitañ, ha goude, eñ a degase anezhe amañ, ha tout ar pezh 'meus, 'na degaset ur bern din warlene hañ ! oh ! 'ma... 'ma c'hoant dezhañ lâret d'aretiñ hañ ! a-benn ar fin 'h an da gaout re, ah ya ! met aretet... drailhañ a reont da derriñ ivez hañ ! arriet a reont d'abimiñ alors e vezont foutu goude ivez hañ ! ar re-se n'int ket solut hañ !
[aˈlɛ̃ - he̞ he̞ i ˌvɛʁχ ˈkɛːʁ ɑ̃ ne ne - laˈbuːʁəd bah ɛ̃ˈtɛʁ - ˈnːi go̞ˈme̞ːʁe̞ ne̞ ˈwitɑ̃ - a ˈguːde ẽ ˈdje̞se̞ ne̞ ˈɑ̃mɑ̃ - a tut pez møs - na ˈdje̞sə ˈbɛʁn dĩ aʁˈlœːne ɑ̃ - ho ma - ma hwɑ̃n ˈdeɑ̃ ˈlɑːʁəd daˈʁe̞tĩ ɑ̃ - be̞nˈfin hɑ̃ də gɑːd ˈʁe - a ja mɛ aˈʁe̞tət - ˈdʁɑjə ʁɛɲ də ˈdɛj̃ ˈie ɑ̃ - ˈɑj ə ʁɛɲ daˈbimĩ aˈlɔʁ ve̞ɲ ˈfuty ˈguːde ˈie ɑ̃ - ʁeze ˈniɲ cə ˈsoːlyd ɑ̃]
Allain, c'est... c'est sa belle-fille hein qui a... qui a... travaillé à Inter, celle qui les prenait pour lui [cageots], et après, lui les apportait ici, et tout ce que j'ai, il m'en avait apporté beaucoup l'an dernier hein ! oh ! j'avais... j'avais envie de lui dire d'arrêter hein ! finalement je vais en avoir de trop, ah oui ! mais arrêté... ils s'abîment au point de se casser aussi hein ! ils arrivent à s'abîmer alors ils sont foutus après aussi hein ! ceux-là ils ne sont pas solides hein !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
breviñ
-
🔗 e benn a-dreñv zo dilokez, sell penaos eo brevet gant al labour
[i bɛn'drẽ: zo di'lɔkəs sɛl pə'nɔ̃:z ɛ 'brɛwəd gɑ̃n 'lɑ:bur]
son derrière [de pantalon] est trop grand, regarde comment il est déformé par le travail
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
debriñ
Gwelet an tem Debriñ ha bevañ
-
👂 🔗 Souchenn a vije lavaret deus se, pa vije laket, ma kerez, un dra war-lerc'h un dra all, ha un dra all war-lerc'h serten traoù zo, e vije ret gouzout pere lakat abalamour da nompas debriñ an douar re quoi, abalamour da nompas vidañ anezhañ re quoi.
[’ʃuʃən viʒe ’lɑːt tøs ’se – pe viʒe ’lakət ma kees ən ’dʁa waʁ’lɛʁh ən dʁa ’all – a ən dʁa ’al waʁ’lɛʁh sɛʁtən ’tʁɛw zo – viʒe ’ʁet ’kuːt peʁe ’lakət bãw tə nõmpas ’diːbi n’duːəʁ ’ʁe kwa – bãw tə nõmpas ’viːdã ’neã ’ʁe kwa]
On appelait ça la rotation des cultures, quand on mettait quelque chose après autre chose, et autre chose après certaines choses, il fallait savoir quoi mettre pour ne pas trop « manger » la terre, pour ne pas trop la vider.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
vil (ober –)
Gwelet an tem Ober vil
-
👂 🔗 Oh ya, graet 'ma vil dezhañ. Anfin, petra a ri ? Kap e oan da vezañ graet viloc'h, ma 'mije troc'het anezhañ tout. Ha n'eo ket a-walc'h troc'hañ anezhañ. N'eo ket a-walc'h troc'hañ anezhañ. Marteze 'mije troc'het reoù all da-heul.
[o ja gwɛ ma ’viːl deã – ãfin pʁa ʁi – ’kab wãn de ’veã gwe̞ ’vilɔχ ma miʒe ’tʁɔhə ’neã tut – a nɛ kə ’waχ ’tʁɔhã ’neã – nɛ kə ’waχ ’tʁɔhã ’neã – ma’tee miʒe ’tʁɔhə ʁew’al də’hœːl]
Oh oui, je l'avais bien abîmé. Enfin, qu'est-ce que tu veux ? [= c'est comme ça] J'aurais pu l'abîmer encore plus, si je l'avais coupé entièrement. Et ce n'est pas tout de le couper. J'en aurais peut-être coupé d'autres en même temps.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
foeltriñ
-
👂 🔗 ur gazeg kwa ma ke... ma 'h arri da gaout krog d'he zreid eo barrek d'en em foeltriñ ma... ma 'vez ket ervat an ebeul
[ə ’gɑ:zɛk kwa me ke ma hɑj də gɑ:t kɾɔ:g di zɾɛjt he̞ ’bɑɹɛg də nɔ̃n ’vwɛltĩ ma ma ve kə vɑ:d ’nœ:bœl]
une jument quoi si tu ve... si elle arrive à avoir prise avec ses pattes elle est capable de crever si... si le poulain n'est pas bien
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 foeltret 'neus anezhi ya
['vwɛltɛt nøz nɛj ja]
il l'a défoncée oui [voiture]
Gant : Klaod Gwilhou, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020.
Dastumer : Tangi