Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

volontiers

a-walc'h

  • 🔗 me 'mije evet ur bannac'h kafe a-walc'h

    [me miʃe 'e:və bɔh 'kɑ:fe wɑh]

    j'aurais bien bu un café

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

hardi

Gwelet an tem Bezañ sur dioutañ

  • 🔗 kemer hardi !

    ['komər 'hɑrdi]

    sers-toi volontiers !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 evit an deizioù emañ da skol ? 'debrez ket les figues ? debr anezhe tout hardi 'vat ! mat int hañ ! enfin, me a gav anezhe mat poazh hañ ! parce que kriz eu... n'int ket darev a-walc'h, un tu anezhe ac'hanta... un tu anezhe eu... 'darev ket han-se, me a oar ! n'eus ket bet trawalc'h a heol, n'eus ket bet trawalc'h a dour eu... ah oui ! n'eus ket bet trawalc'h a glav eu... e miz mae, e miz mae sañset zo glav bemdez, bemdez zo re, ha... eu... bep daou devezh zo re nebeut, n'eus ket bet takenn ebet

    [win ˈdejo mɑ̃ də ˈskoːl ˌie - de̞ˈbes kə ... - de̞b ne̞ ˈtud ˌhɑʁdi ha - ˈmɑːd iɲ ɑ̃ - ɑ̃fɛ̃ me gɑːv ne̞ ˌmɑˑt ˈpwɑχ ɑ̃ - paskə ˌkʁiˑ ə - ˈniɲ cə ˌdɑʁw əˈwɑh - ən ˈtyː ne̞ ˈhɑ̃nta - ən ˈtyː ne̞ ə daˈʁɛw kət ɑ̃ˈse - me ˈwɑːʁ - ˈnøs kə be tʁwɑχ ˈhɛwɔl - ˈnøs kə be tʁwɑχ ˈduːʁ ə - a wi - ˈnøs kə be tʁwɑχ ˈglɑw ə miz ˈmɛ - miz ˈmɛ ˈsɑ̃sət so ˌglɑw ˈbo̞mde - ˈbo̞mde zo ʁe - a ə - bo̞b ˌdo̞w ˈdewəs so ʁe ˈnœːbət - ˈnøs kø be ˈtɑkən bet]

    ces jours-ci c'est l'école [la reprise] ? tu ne manges pas les figues ? mange-les toutes donc ! elles sont bonnes hein ! enfin, moi je les trouve bonnes cuites hein ! parce que crues euh... elles ne sont pas assez mûres, étant donné qu'un de leur côté eh bien... un de leur côté euh... ne mûrit pas, je n'en sais rien ! il n'y a pas eu assez de soleil, il n'y a pas eu assez d'eau euh... ah oui ! il n'y a pas eu assez de pluie euh... au mois de mai, au mois de mai il pleut tous les jours normalement, tous les jours c'est trop, tous les deux jours c'est trop peu, il n'y a pas eu une seule goutte

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 oh ! oh lesk anezhi hardi ya ya !

    [o: o lɛz nɛj 'hɑrdi jɑ jɑ]

    oh ! oh laisse-la, oui oui !

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 met deus da welet anezhi hardi 'vat !

    [mɛ døs də wɛ:l nɛj 'hɑrdi hɑ]

    mais viens la voir sans crainte !

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 he... hemañ a roez din ? – oh ya ya ya, tap anezhañ hardi

    [he 'hemə rez dĩ o ja ja ja tɑp neɑ̃ 'hɑrdi]

    ce... celui-là tu me le donnes ? – oh oui oui oui, prends-le volontiers

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 lesk anezhañ da c'hoari hardi !

    [lɛz neɑ̃ də hwɑj ’hɑrdi]

    laisse-le jouer !

    Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 aret anezhañ hardi

    ['ɑ:ʁɛd neɑ̃ hɑʁdi]

    arrête-le sans crainte [enregistreur]

    Gant : Jañ-Pier ar C'hamm, ganet e 1948 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi