Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

intention (avoir l'– de)

e-sell (bezañ – da)

  • 🔗 e-sell oan da balat

    [‘zɛl wãn də ba’la:t]

    j'avais l'intention de bêcher

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne oan ket e-sell da chom keit-se

    [wã kə zɛl də ʒɔm kɛjse]

    je n'avais pas l'intention de rester aussi longtemps

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 e-sell on da brenañ ur bal

    [zɛl õ də 'bre:nã 'ba:l]

    j'ai l'intention d'acheter une pelle

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 e-sell eo da vont da Vear

    [zɛl ɛ dɔ̃:n də 'vear]

    elle a l'intention d'aller à Bear

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'eo ket e-sell da...

    [ne kə zɛl də]

    elle n'a pas l'intention de...

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 pelec'h oant e-sell da vont ?

    [ple̞h wãɲ zɛl də võn]

    où avaient-ils intention d'aller ?

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'onn ket hag-eñ e oant e-sell d'antren

    [nɔ̃ kəd ə’gẽ wɑ̃ɲ zɛl ’dɑ̃ntrən]

    je ne sais pas s'ils avaient l'intention d'entrer

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ma 'h eo e-sell da werzhañ anezhi

    [mɑ̃ hɛ zɛl də 'wɛrzɑ̃ nɛj]

    s'il a l'intention de la vendre

    Gant : Ivona ar Moulleg, ganet e 1916 e ?, o chom e Sant Laorañs, marvet e 2018.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'eus ket pell oan e-sell...

    [nøs kə bɛl wɑ̃n zɛl]

    il n'y a pas longtemps j'avais l'intention de...

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 n'on ket e-sell da vont

    [nɔ̃ kə zɛl də vɔ̃n]

    je n'ai pas l'intention d'aller

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 a-benn bremañ 'dije bet pedet ac'hanon ma vije bet e-sell da... da bediñ ac'hanon da vont

    [bɛn 'bœmɑ̃ diʃe bet 'pe:dəd ɑ̃w ma viʃe be zɛl də də 'be:dĩ ɑ̃w də vɔ̃n]

    pour maintenant elle m'aurait invitée si elle avait eu l'intention de... de m'inviter à aller

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 e-sell e oan bezañ graet

    [zɛl wɑ̃n 'be:ɑ̃ gwɛt]

    j'avais l'intention d'en faire

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 an hini gozh zo e-sell da boazhañ al lapin, met 'rey ket james

    [ˌniˑni'go:z zo zɛl də 'bwɑ:hɑ̃ 'lɑpin mɛ ʁɛj cə 'ʒɑ̃məs]

    la vieille a l'intention de cuire le lapin, mais elle ne le fera jamais

    traduction

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ret e vo dit telefoniñ da Frederique da lâret din, me eo ret din goût hañ ! pas... pas a-benn eizhtez amañ, tri pe bevar devezh, me eo ret din goût kar... kar ma 'deuit ket ac'hann da disul, arc'hoazh n'in ket d'ober komisionoù a-benn arc'hoazh marteze, j'en sais rien, herie e oan e-sell da vont, « non, non », je dis, n'on ket kat da vont

    [ʁɛd vo did tele’fo̞:nĩ də fʁede’ʁik də ’lɑ:ʁ dĩ - me e̞ ʁɛd dĩn gu:d ɑ̃ - pas paz be̞n ’ɛjste ’ɑ̃mɑ̃ - tʁi pe ’bɛwaʁ ’dewəs me e̞ ʁɛt tĩn gu:t kaʁ - kaʁ ma ’dekə hɑ̃n di’sy:l - aʁ’hwɑz nĩŋ kə do̞:ʁ ko̞mi’sjɔ̃:no be̞n aʁ’hwɑz ma’te:he - ... ’hɛje wɑ̃n zɛl də vɔ̃n - ... nɔ̃ kɑd də vɔ̃n]

    tu devras téléphoner à Frédérique pour me dire, moi je dois savoir hein ! pas... pas dans huit jours, dans trois ou quatre jours, moi je dois savoir car... car si vous ne venez pas avant dimanche, demain je n'irai pas faire de commissions demain peut-être, aujourd'hui j'avais l'intention d'aller, « non, non », je dis, je ne peux pas aller

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

soñj (bezañ en –)

  • 👂 🔗 en soñj on da brenañ ur bal, ya

    [ʒɔ̃:ʒ ɔ̃ də ’bʁe:nə ’bɑ:l - ja]

    j'ai l'intention d'acheter une pelle, oui

    traduction, peut-être influencée par l'interrogateur

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

soñjal (bezañ o –)

  • 👂 🔗 o soñjal 'h *an... o soñjal prenañ ur bal 'h on, je pense acheter une bêche, o soñjal prenañ ur bal 'h on

    [’ʃɔ̃:ʒəl hɑ̃ - ’ʃɔ̃:ʒəl ’pʁe:nə ’bal hɔ̃ - ... - ’ʃɔ̃:ʒəl ’pʁe:nə ’bal hɔ̃]

    je pense... j'ai l'intention d'acheter une pelle, je pense acheter une bêche, j'ai l'intention d'acheter une pelle

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 me oa o soñjal ober a-benn arc'hoazh

    [me wa 'ʃɔ̃:ʒəl o:r bɛn ar'hwɑs]

    je pensais faire demain

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi