Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
aussi bien
fonnus (ken – all)
-
👂 🔗 Nann nann, ha ne oa ket hini ebet moarvat, e-barzh plañ da vezañ bet diforc'het ivez, met... ken fonnus all hañ...
Nann, nann, a oa ke hini bét, mahat, bah plañ de véañ bé divorhed ie, mè... kén vonnuz all añ...
Non, non, et il n'y en avait aucune, probablement, susceptible d'avorter, mais... Aussi vite hein...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Feiz avat, ken fonnus all e oa barrek unan bennaket anezhe da vezañ marv pe un dra bennak, se 'h arri hañ. Prest... Ken fonnus all e vije unan bennaket anezhe a vije bet marvet pe un dra bennaket, ya, se 'h arri a-wezhioù, hañ, en ur dont war an douar hag a bep sort met...
Fé hat, kén vonnuz all oa barreg un bénnaket nè de véañ marw pé ’n dra bénnak, zé ’h ai añ. Prést... Kén vonnuz all vijé un bénnaket nè vijé bé marwet pé en dra bénnaket, ya, zé ’h ai wêjo, añ, non don war ’n douar a bop sort mèt...
L'un d'entre eux était tout aussi bien capable d'être mort, ça ça arrive parfois, en venant sur la terre.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 ken fonnus all 'da labezet tout e dilhad
[ken 'vɔ̃nyz ɑl da la'beɛt tud i 'diʎət]
aussi vite elle avait souillé tous ses habits
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ken fonnus all
[ken 'vɔ̃nyz al]
aussi vite, aussi bien
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oui, « ken fonnus all » met « ken fonnus all » petra ?
[wi - ken ˌvɔ̃nyz’ɑl mɛ ken ˌvɔ̃nyz’ɑl pʁa]
oui, « aussi vite » mais « aussi vite » quoi ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ken fonnus all e reio hent evel VTT
[ken 'vɔ̃nyz al 'rɛjo hɛn wɛl vetete]
aussi vite [aussi bien] il fera de la route comme du VTT
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Tangi
kenkoulz
-
👂 🔗 Ma 'h eo mat dit gwelet ac'hanon o vont, me eo kenkoulz din emezon-me mont d'ar c'hlinique emezon-me da Lannuon ivez evel chom e-barzh ar gêr d'ober ivez.
Ma ’h è mat tit gwéled añw von, mé ’h è kènkouls tin, moñmé, mon de hlinik, moñmé, de Lannuon ie vèl chom bah gêr d’or ie.
Si ça te va que j'y aille, pour moi c'est tout aussi bien que j'aille à la clinique, dis-je, à Lannion, que de rester à la maison [pour accoucher].
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 kenkoulz all hañ
[ke'kulz ɑl ɑ̃]
[c'est] tout aussi bien hein
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an aer da lâret, me zo kat d'ober kenkoulz hag hennezh ivez hañ
[nɛ:r də lɑrd me zo kɑd do:r kɛnkulz a hẽ̞:z ije ɑ̃]
l'air de dire, je suis capable de faire aussi bien que celui-là aussi
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
koulz
Gwelet an temoù Ar c'houlz (1) ha Ar c'houlz (2)
-
👂 🔗 tout an dud a oar petra a vez d'ober vad met distroet e vez o spered dezhe gant traoù... traoù ar bed-mañ, ha tout e lâront se, koulz Marx evel ar relijionoù
[tun dyd wɑ:r pra ve do:r vɑ:d mɛ di'stɾoə ve o 'spe:ɾət tɛ: gɑ̃n tɾɛw tɾɛw ə 'bedmɑ̃ a tud 'lɑ:rɛɲ ze ɑ̃ kulz marks wɛl ə ˌrəli'ʒjɔ̃:no]
tout le monde sait ce qu'il faut faire pour faire le bien, mais leur esprit est détourné par les choses... les choses de ce monde, et ils disent tous ça, aussi bien Marx que les religions
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 kat da c'horo koulz evel gant an dorn
[kɑt tə 'ho:ro kulz wɛl gɑ̃n dɔrn]
capable de traire aussi bien qu'à la main
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 me eo koulz ganin gwelet ur match rugbi evel ur match foot
[me e kulz 'gɑ̃nĩ 'gwɛ:lə mɑtʃ 'rugbi wɛl ə mɑtʃ fut]
moi j'aime autant voir un match de rugby qu'un match de foot
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
buan (ken – all)
-
👂 🔗 « ken buan all » ya
[ken ˌby:ən'ɑl ja]
« aussi vite » oui
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha ken buan all ne vijen ket deut er-maez
[a ken 'by:ən al vi'ʒɛŋ kə dœ me̞:s]
et aussi vite je ne serais pas sortie
Gant : Elen ar Gov, ganet e 1931, o chom e Louergad, tud bet ganet e Plounevez-Moedeg / Louergad.
Dastumer : Tangi