Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

aller et venir

dont ha mont

Gwelet an tem An dont-ha-mont

  • 🔗 o tont hag o vont e welan anezhañ

    [tɔ̃n a vɔ̃n ’wɛ:lɑ̃ ’neɑ̃]

    je le vois faire des allers-retours

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Me a deue hag ac'h ae.

    [me'dea'he]

    J'allais et je venais.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Bremañ n'en em wel ket an dud pell pa n'en em anavezont ket hañ. Peogwir... oh, e welez tud o tremen e-barzh an hent met ne oarez ket piv int ha... feiz, n'ez ket da gaozeal gante na mann ebet quoi. Ma'c'h eont d'an oferenn pe un dra bennak, fidedoulle, e deuont ha ec'h eont, an nen a ra memes tra ha mat.

    e deuont ha ec'h eont ['dɛŋ a hɛŋ]

    Maintenant, les gens ne se voient pas longtemps quand ils ne se connaissent pas. Parce que... Oh, tu vois des gens passer sur la route mais tu ne sais pas qui c'est et... ma foi, tu ne vas pas parler avec eux ni rien. S'ils vont à la messe ou quelque chose, nom d'un chien, ils vont et viennent, on fait pareil et c'est tout.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal