Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

consommer

Gwelet an tem Deviñ dour-tan

implijout

  • 👂 🔗 ec'h implijez muioc'h c'hoazh ma lazhez anezhañ libr

    [him'plijɛz 'myɔh hwɑs ma 'lɑhɛz neɑ̃ lip]

    tu consommes encore plus si tu l'arrêtes complètement [radiateur]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 pa 'teus ket implijet elektrisite

    [pe tøs kəd im'pli:əd elɛktʁisite]

    puisque tu n'as pas consommé d'électricité

    Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 serten traoù na vezont ket implijet kalz

    ['sɛʁtən tʁɛw vɛɲ cəd im'plijə kɑls]

    certaines choses [alimentaires] on n'en consomme pas beaucoup

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

deviñ

Gwelet an tem An devadenn

  • 👂 🔗 ne devont ket kalz esañs

    ['dɛwɛɲ cə kɑlz e'sɑ̃:s]

    ils ne brûlent [consomment] pas beaucoup d'essence

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

mont

  • 👂 🔗 koad ac'h a un tamm mat bepred hañ

    [kwɑt ha tɑ̃'mɑd bopəd ɑ̃]

    on consomme beaucoup de bois toujours hein

    Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 bremañ emañ an traoù kousket hañ, ar gwez ha traoù ne sachont ket war mann ebet, met pa gomañsfont ober, hañ, ar re-se ac'h a dour gante hañ

    ['bomɑ̃ mɑ̃ ntɾɛw 'kuskəd ɑ̃ gwẽ̞: a tɾɛw nə 'ʒɛʃɛɲ kəd waʁ mɑ̃n'bet mɛ pe go'mɑ̃sfɔ̃ɲ o̞:ʁ ɑ̃ 'ʁeze ha du:ɹ gɑ̃tɛ hɑ̃]

    maintenant la nature est endormie hein, les arbres et tout, ils ne tirent rien [sur l'eau], mais quand ils commenceront à le faire hein, ceux-là ont besoin d'eau hein

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi