Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
dispute
bec'h
Gwelet an temoù Ar c'hevezerez, Ar bec'h ha Ar chikan
-
🔗 aze ivez oa bet bec'h etre Jean Bihan ha Henri Bihan
['ɑhe je wa be beh tre ʒɑ̃ 'bijɑ̃ a 'hɑ̃:ri 'bijɑ̃]
là aussi il y avait eu une dispute, une altercation entre Jean Bihan et Henri Bihan
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Met eñ ne blije ket dezhañ koll ivez. Hag a-wechoù e vije bec'h etreze, o-daou. Hola. Ha neuze e vije garmadeg. Neuze ec'h ae da welet e vamm. Neuze e c'harme un tamm bihan pa n'ae ket mat an traoù.
[mɛ hẽ bliʒe kə deã 'kɔl iə – a 'we̞ːʒo viʒe 'beχ 'tʁee o'dow – ola – a nœhe viʒe gaʁ'maːdək – nœhe he̞ də 'weːləd i 'vãm – nœhe 'haʁme tãm 'biən pa ne̞ kə 'maː n'tʁɛw]
Mais il n'aimait pas perdre non plus. Et parfois ils se disputait tous les deux. Hola. Et il y avait des pleurs. Alors il allait voir sa mère et il pleurait un peu parce que ça n'allait pas.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal