Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

assez

a-walc'h

  • 👂 🔗 Fentus a-walc'h. Fentus a-walc'h.

    Fèntuz wah. Fèntuz wah.

    C'est plutôt amusant.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha eñ a gle en em viret c'hoazh pell a-walc'h. Eñ a gle en em viret c'hoazh

    A eñ glé non viret c’hoas pèll walc’h. Eñ glé non viret c’hoas.

    Et il doit se conserver assez longtemps encore.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ya kar ma ne vijent ket bet sec'h a-walc'h e oant kat da vezañ bet graet evel louediñ pe en em peg ha machinet neuze.

    Ya ka ma vijènt ke bé sêh wah oant kat te véañ bé gwèt vèl lwèdiñ pé non pék a machinet neuhé.

    Oui, car s'il [le blé] n'avait pas été assez sec, il risquait de faire comme moisir ou se coller, et se machiner alors.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ya, eñ a oa lorc'h ennañ o tont gant honnezh met moarvat ne oa ket re sur diontañ bepred ivez kar bepred e oa ur mekanik bras a-walc'h, al lieuz evel se quoi.

    Ya, eñ oa lorh nênnañ ton gan hoñs, mè mahad oa ke ré sur diontañ ie, ka boped oa mékenik braz wah, lieuz vesé quoi.

    Oui, il était fier en arrivant avec elle [la lieuse], mais il n'était probablement pas trop sûr de lui non plus, car c'était quand même une assez grande machine, la lieuse comme ça.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 A-wezhioù pa vije, pa vije krevier da vidañ e-kerzh ar goañv, se a vije start a-walc'h d'ober quoi, kar pa vije loened e-barzh ar c'hraou e-kerzh ar goañv feiz, e vije start pa vije ret vidañ dindane quoi.

    Wêjo, pa vijé... pa vijé krèvier de vidañ kèrz gouañ, zé vijé stard wah t’or quoi, ka pa vijé loened bah hrow kèrz gouañ fé, vijé start pé vijé rét vidañ dinanè quoi.

    Parfois, quand il y avait des crèches à vider en hiver, c'était assez difficile à faire, car quand il y avait des bêtes dans la crèche en hiver, c'était difficile quand il fallait vider sous elles.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 War al lec'h out te eo gwasket a-walc'h marteze.

    [wa le̞χ uːte e̞ ˈgwɑskə wɑχ maˈtee]

    Là où tu es [où tu habites] c'est assez abrité peut-être.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Me ma c'hwec'h vloaz pa oan aet d'ar skol ha lâret a vez din gwelet a-walc'h eo warnon emezi ! se a lâr din !

    [me ma wɛχ la pe wɑ̃n ɛ də skoːl a lɑːʁ ve dĩː ˈgwɛlə wɑχ ve ˈwaʁnɔ̃ mɛj ze lɑːʁ dĩ]

    Moi j'avais six ans quand j'ai commençé l'école et elle dit que ça se voit sur moi ! elle me dit ça !

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 gwelet e vez se a-walc'h 'vat

    ['gwɛ:lə ve ze wɑh hɑ]

    on voit ça assez

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Ker a-walc'h eo an traoù.

    [keːʁ wɑχ e̞ tʁɛw]

    C'est assez cher, c'est relativement cher.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 me a blij a-walc'h kezeg din ivez

    [me bliʒ ə’wɑh ’ke:zɛg dĩ ’ije]

    moi j'aime bien les chevaux aussi

    Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.

    Dastumer : Tangi

trawalc'h

Gwelet an temoù Trawalc'h ha Trawalc'h !

  • 👂 🔗 Ha eüruzamant kar goude, gant ar saout 'meump bet trawalc'h a labour.

    A évuruzaman ka goudé, gan zowt meum bé trawah labour.

    Et heureusement car ensuite, avec les vaches, on a eu assez de travail.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Oh bac'h, trawalc'h 'meump arri graet. Allez bremañ, bremañ emezañ, e c'hallit kemer anezhi.

    O ba, trawah meum ai gwèt. Alé, brœmañ, brœmañ méañ, hallét kémer nèi.

    Oh la barbe, nous en avons fait assez [danser]. Allez, maintenant, dit-il, vous pouvez la prendre [pour danser avec d'autres].

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Teus ket lâret trawalc'h.

    Teus ket lareut tawac'h.

    [tøs køt laʁət tawax]

    Tu n'en a pas dis assez.

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Trawalc'h meus gant ur chupenn.

    Tawac'h meus gan-n chupeun.

    [tawax møs gãn ʃypən]

    J'ai assez avec une veste.

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 trawalc'h da lazhañ anezhañ

    [tʁa'wɑx tə ’lɑ:hɑ̃ neɑ̃]

    assez pour le tuer

    Gant : Jañ-Pier ar C'hamm, ganet e 1948 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 pas trawalc'h evit eu... evit gallet soagnal an dud

    [pas tʁa'wɑh wit ə wid 'gɑləd 'swɑɲə ndyt]

    pas suffisamment pour euh... pour pouvoir soigner les gens

    Gant : Jañ-Pier ar C'hamm, ganet e 1948 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 eñ 'na gwelet trawalc'h dioute a-benn neuze

    [hẽ̞: na gwɛld tɾa'wɑh dɔ̃ntɛ bɛn 'nœ:he]

    il en avait vu assez pour alors [d'Allemands]

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi