Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

guérir

dont da vat

  • 👂 🔗 « Ac'hanta, ma deu da vat, emezi, e vo dit. » Deut e oa da vat, met me n'onn ket pelec'h e oa aet, pe e oa lazhet e-barzh ar gêr, pe e oa aet... Me 'ma ket bet anezhañ.

    Hanta, ma deu de vat, mèi, vo dit. Deud oa de vat, mè mé n’onn ke plèh oa èt, pé oa lahet bah gêr, pé oa èt... Mé ma ke bêt néañ.

    « Eh bien, s'il guérit, dit-elle, il sera à toi. » Il avait guéri, mais je ne sais pas où il était allé, s'il avait été tué à la maison ou si... Mais je ne l'avais pas eu.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

gwellaat

Gwelet an temoù Grossir ha Guérir

  • 👂 🔗 al louzoù e vez lâret dioute int mat da wellaat an dud ha da wellaat al loened

    ['lu:zu ve 'lɑ:rəd dɔ̃tɛ hiɲ mɑ:t tə wɛ'lɑ:t ən dyt a wɛ'lɑ:d ˈlwe̞:nət]

    les plantes ont dit d'elles qu'elles sont bonnes à guérir les gens et à guérir les animaux

    Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.

    Dastumer : Tangi

dont e-barzh

Gwelet an temoù Guérir ha Revenir à soi

  • 🔗 ... eo deut e-barzh

    [hɛ død bɑrs]

    ... a guéri

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

yac'haat

  • 👂 🔗 pa oan arru yac'haet e deue 'ba 'h ma gambr da soniñ din klarinet ha tammoù traoù e-giz-se kwa

    [pe wɑ̃n ɑj ’jɑhət kwɑ ’dœe bɑh mə gɑ̃m də sɔ̃:n dĩ klɑri’nɛt ɑ ’tɑ̃mo trɛw gi’sɛ kwɑ]

    quand je m'étais retrouvé guéri, il venait dans ma chambre me jouer de la clarinette et d'autres petites choses comme ça quoi

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi