Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

plus de

ouzhpenn

  • 👂 🔗 peogwir e vezont ouzhpenn unan hañ

    [pə'gu:r vɛɲ spɛn yn ɑ̃]

    puisqu'ils sont plus d'un hein

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

tremen

Gwelet an temoù Tremen ha An amzer o tremen

  • 👂 🔗 Tremen daou c'hant a dud.

    Trémèn dow han dut.

    Plus de deux cents personnes.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 E oa ur bern tud bepred, peogwir e oa tremen daou c'hant.

    Oa bèrn tut popet, pugur oa trémèn dow han.

    Il y avait beaucoup de monde en tout cas, pusiqu'il y en avait plus de deux-cents.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha ar familh zo hir, ha evel-se feiz, se a greske quoi. Oh ya, tremen daou c'hant a oa.

    A famil zo hir, a vesé fé, zé grèské quoi. O ya, strémèn dow han oa.

    Et la famille est grande, et comme ça, ça augmentait [le nombre de personnes à inviter]. Oh oui, il y en avait plus de deux-cents.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 A-benn neuze 'ma... N'onn ket avat. Pet vloaz 'ma a-benn neuze ? Feiz tremen tregont vloaz bepred.

    Bènn neuhé ma... N’onn ke hat. Péd la ma bènn neuhé ? Fé. Trémen trégon la bopet.

    À cette époque j'avais... Je ne sais pas. Quel âge j'avais à cette époque ? Plus de trente ans en tout cas.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 honnezh zo tremen kant vloaz

    [hɔ̃:s so 'tremɛn kɑ̃n lɑ:]

    elle [l'arbre] a plus de cent ans

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi