Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
besoin (avoir –)
ezhomm (kaout –)
-
👂 🔗 Ah, n'eus ket ezhomm da boazhat anezhañ ?
A neus ked émm (da) bwahat néañ ?
Ah, il n'y a pas besoin de le cuire ?
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Neuze e oa ezhomm kirri evel e vije lavaret neuze da... da lakat an ed quoi, peogwir an ed a vije en vrac quoi,
Neuhé oa émm kirri vèl vijé lât neuhé de... de laket ’n ét quoi, pegur ’n éd vijé en vrac quoi.
Alors il y avait besoin de charrettes, comme on disait, pour mettre le blé, parce que le blé était en vrac.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Met bepred a-wezhioù, pa 'nije ezhomm da c'houzout un dra bennak, e deue da c'houlenn gant Papa du-mañ.
Mè boped (a)wêjo, pa nijé émm de hoût 'n dra bénnak, dé de houl gan Papa du-mañ.
Mais aprfois, quand il avait besoin de savoir quelque chose, il venait demander à Papa chez nous.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ne vije ket ezhomm mont e-barzh ar c'hraou da lakat boued dezhe.
Vijé ked émm mon bah hrow (de) lake bouét tè.
On n'avait pas besoin d'entrer dans la crèche pour leur mettre à manger.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 'H eo mat din ma 'mije ket bet ezhomm diontañ da vann ebet hañ.
'h è mat tin ma mijé ke béd émm diontañ de vann béd añ.
C'était bien si je n'avais pas besoin de lui.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Petra, hennezh zo sot emeze. Me n'onn ket petra eo avat emezon-me, met gwelet 'peus hañ emezon-me, ma vez ur vuoc'h din, pe div, hag a vo diforc'het a-benn arc'hoazh... Oh ya, ne 'teus ket ezhomm da vezañ jenet, testoù 'to avat emeze.
Pra, heñs so zod mè. Mé n’onn ke pra ’h è ha, momé, mè gwélet peuz añ mome, ma vé vuh tin, pé diw, a vo divorhet bènn arhoas... O ya, teus ked émm de véañ jénet, tésto to ha mè.
Mais quoi, celui-ci est fou, dirent-ils. Moi je ne sais pas ce qu'il est, dis-je, mais vous avez vu, si d'ici demain j'ai une vache ou deux qui avortent... Oh oui, dirent-ils, tu n'as pas à t'inquiéter, tu auras des témoins.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Geo avat, se zo gwir, an ouvrierien alies da-heul evel-se, 'nez ezhomm d'evañ bannac'h goude merenn, hag eñ ne blije ket se dezhañ quoi, ha evel-se feiz...
Gè hat, zé zo gwir, ouvriêrien alies, de heul vesé, né émm d’évañ bañh goudé mèrn, ag eñ blijé ke sé déañ quoi, a fé vesé fé...
Si alors, ça c'est vrai, les ouvriers ont souvent après comme ça, ont besoin [= envie] de boire un coup après le repas de midi, et lui n'aimait pas ça, et donc...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Diwall da gouezhañ 'teus ezhomm d'ober.
[ˈdiwal də ˈgwe:ɑ̃ tøz em doːʁ]
Il faut que tu fasses attention de ne pas tomber. [litt. "attention de tomber"]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Ha ezhomm e nez ? (Ya ezhomm e nez.) Un tamm kousk da greisteiz, apeupre... div eur ?
[a eːm ne tɑ̃m kusk də gʁesˈte apəˈpʁɛ ˈdivəʁ]
Et il a besoin [de dormir] ? (Oui il en a besoin.) Une petite sieste, à peu près... deux heures ?
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Unan bihan evel-se nez ezhomm da gousket.
[yn ˈbiən vəˈsɛ ne eːm gouskət]
Un petit comme ça a besoin de dormir.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Ya serten reoù a nez ezhomm da gousket muioc'h evit reoù all se depant deus... N'int ket tout memes tra quoi. Se... se a zo evel tud bras hag a bep sort.
[ja ˈsɛʁtɛn ˈɾeo ne eːm ˈkuskə myχ wi ˈʁeo al ze ˈdepɑ̃n døs ə ˈni cə tut mɔ̃sˈtʁa kwa se se zo wɛl dyt bʁɑːs a bop sɔʁt]
Oui certains on besoin de dormir plus que d'autres, ça dépend de... Ils ne sont pas tous pareils. C'est comme les adultes et tout ça.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Me pa oa o terc'hen menaj ma ezhomm etre seizh eur hag eizh bepred.
[me pe wa ˈtɛhɛn ˈmenaʃ ma eːm tʁe ˈsɛjzəʁ a ˈɛjzəʁ ˈbopət]
Moi quand je tenais la ferme j'avais besoin [de dormir] entre sept et huit heures en tout cas.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Kar domaj eo dihuniñ anezhe c'hoazh quoi hañ. Unan bihan evel-se nez ezhomm da gousket. (T. : Ya.) Adkargañ e baterioù... (T. : Ya avat ma e neus ezhomm...) D'ober las goude ! (T. : Teir eur e neus ezhomm hañ.) D'ober las goude !
[kɑ ˈdomaʃ ɛ diˈvyni nɛː wɑːs kwa ɑ̃ yn ˈbiən vəˈsɛ ne eːm gouskət – atˈkaʁgɑ̃ i baˈtʁijo - ˈdobəʁ lɑːs ˈgude – ˈdobəʁ lɑːs ˈgude]
Car c'est dommage de devoir les réveiller. Un petit comme ça a besoin de dormir. (T : Oui.) Recharger ses batteries... (T : Oui s'il a besoin... ) Pour chahuter, semer la pagaille ensuite ! (T : Il a besoin de trois heures hein.) Pour chahuter après !
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 ar reoù gozh 'teus ket ezhomm da lâret din piv int
[rew go:s tøs ke:m lɑ:r tĩn piw iɲ]
les anciens tu n'as pas besoin de me dire qui ils sont [je les connait tous]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 'teus ket ezhomm da c'hoût ivez
[tøs kəd e:m də hu:d je]
tu n'as pas besoin de savoir non plus
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'ma ket ezhomm deus honnezh
[ma kəd e:m døs hɔ̃:s]
je n'avais pas besoin de celle-là
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'teus ezhomm ebet, me a dapo hoñ moarvat
[tøz e:m bet me ’dɑpo hɔ̃: ma’hɑt]
tu n'as pas besoin, je la prendrai certainement [jument]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 hag ar re-mañ zo da werzhañ, 'teus ket ezhomm anezhe ?
[a 'remɑ̃ zo də 'wɛrzɑ̃ tøs kəd e:m nɛ:]
et ceux-ci sont à vendre, tu n'en as pas besoin ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne vez ket ezhomm diouti
[ve kəd e:m dɔ̃nti]
on n'a pas besoin d'elle
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 aze evit ober ervat 'da bet ezhomm ul loen kwa
['ɑhe wid o:r vɑ:d da bed e:m ə lwɛ:n kwa]
là pour bien faire elle aurait eu besoin d'un animal quoi
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ... 'neus ezhomm dioutañ
[nøz e:m 'dɔ̃ntɑ̃]
... a besoin de lui
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'ba ar skolioù 'ma ket ezhomm mont da welet peogwir tout oa serr
['bah 'sko:ljo ma kəd e:m mɔ̃n də wɛld py'gy:r tud wa zɛr]
dans les écoles, je n'avais pas besoin d'aller voir puisque tout était fermé
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 'mez ket ezhomm mont da glask
[me kəd e:m mɔ̃n tə glɑsk]
je n'ai pas besoin d'aller chercher [de l'aide]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 Ezhomm a zo gouloù c'hoazh ? Teñval eo ?
[eːm zo ˈgoːlo hwɑs ˈtɛwəl ɛ]
Il y a encore besoin de la lumière ? Vous trouvez qu'il fait sombre ?
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 pelec'h 'teus ezhomm da vont ?
[ple̞h tøz e:m də vɔ̃n]
où as-tu besoin d'aller ?
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa oa saout e vije... e vije ezhomm anezhi bemdez kwa
[pe wa zo̞wd viʒe viʒe e:m nɛj 'bɑ̃wde kwa]
quand il y avait des vaches, on en avait... avait besoin tous les jours
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 petra 'peus ezhomm, emezi ?
[pʁɑ pøz em mɛj]
de quoi avez-vous besoin, dit-elle ?
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'ma ket ezhomm kaer
[ma kəd em kɛ:ʁ]
je n'en avais guère besoin
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha goude Stéphane neuze, e oa o c'hwistañ ivez kua, Stéphane, breur yaouankañ Hervé, e oant yaouank hañ ! alors e oa o c'hwistañ, o c'hwistañ, ha hemañ 'na bet ur sa...'h eo bet la mariée da gerc'hat... da dapet anezhañ avec sa robe longue ha tout an traoù, 'h eo bet o kerc'hat anezhañ ha « flof ! flof ! flof ! », foetañ anezhañ, 'oa ket an deiz dezhi da vont da foetañ, 'oa ket an deiz dezhi da vont da foetañ, 'oa ket dezhi mont d'ober se hañ ! n'eo ket eñ a oa... eñ 'oa ket e-unan oc'h ober hañ ! peogwir eoa leun... leun eu... met eñ 'na bet evit tout ar reoù all, ha hi la mariée xxx ( ?) anezhañ brav hañ !
[a ˈguːde stefan ˈnœe̞ - wa ˈhwistɑ̃ ˈie ˈkyːa - steˌfan bʁœʁ jo̞ˈwɑ̃ŋkɑ̃ hɛʁˈve - wɑ̃ɲ ˈjo̞wɑ̃ŋg ɑ̃ - aˈlɔʁ wa ˈhwistɑ̃ ˈhwistɑ̃ - a hem na bed ə sa - he̞ bed ... də ˈgɛhəd də ˈdɑpə ˈneɑ̃ ... ha tun ˈtʁɛw - he̞ bet ˈkɛhə ˈneɑ̃ a flɔf flɔf flɔf - ˈfwɛtə ˈneɑ̃ - ˈwa kə de dɛj də vɔ̃n də ˈfwɛtɑ̃ - ˈwa kə ˈnde dɛj də mɔ̃n də ˈvwetɑ̃ - ˈwa kə dɛj mɔ̃n do̞ːʁ ze ɑ̃ - ˈne̞ kəd ẽ wa - hẽ ˈwa kəd iˈhyːn oˈho̞ːbəʁ ɑ̃ - ˈfuʁə na lœːn ə - mɛ ẽ na bed wit tud ʁew ˈɑl - a hi ... ? ˈneɑ̃ bʁɑw ɑ̃]
et après Stéphane alors, il faisait le fou aussi quoi, Stéphane, le jeune frère de Hervé, ils étaient jeunes hein ! alors il chahutait, chahutait, et il avait eu une sa... la mariée avait été le chercher... l'attraper avec sa robe longue et tout le tralala, elle a été le chercher et « vlan ! vlan ! vlan ! », le fouetter, ce n'était pas ce jour qu'elle devait aller fouetter, ce n'était pas ce jour qu'elle devait aller fouetter, ce n'était pas à elle d'aller faire ça hein ! ce n'était pas lui qui était... il n'était pas tout seul à le faire hein ! puisqu'il y en avait plein... plein euh... mais lui avait pris pour tous les autres, et elle la mariée xxx ( ?) hein !
???
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi