Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

incroyable

minabl

Gwelet an tem Abominabl !

  • 👂 🔗 se zo kaoz e oa en em gavet bern koad, bern koad a oa en em gavet aze, minapl, minapl, peogwir ni a veze o tic'harzhañ ar c'hleuz, e veze ur blantenn vihan euh... evel euh... evel ur blantenn graoñ pe ur blantenn... pe... ha goude ec'h arrie plantennoù klevez, kelvez, evel ur blantenn gistin ha neuze evel... evel ur blantenn chêne

    [zes ko wa nɔ̃n gɑ:d bɛrn kwɑt bɛrn kwad wa nɔ̃n ’gɑwəd ’ɑhe ’mi:nəp ’mi:nəp pə’gu:r nim viʃe ti’hɑrzɑ̃ hlœ̃: viʃe ’blɑ̃ntən ’viən ə wɛl ə wɛl ə ’blɑ̃ntən grɔw pe ’blɑ̃ntən pe a ’gu:de ’hɑjɛ plɑ̃n’teno ’kelve ’kelve wɛl ə ’blɑ̃ntən ’gistin a ’nœhe wɛl wɛl ə ’blɑ̃ntən ʃɛ:n]

    c'est pour ça que le nombre d'arbres avait augmenté, le nombre d'arbres avait augmenté là, incroyable, incroyable, puisque nous débroussaillions le talus, il y avait un petit plant euh... comme euh... comme un plant de noisetier ou un plant... ou... et après se développemaient des plants de noisetiers, noisetiers, comme un plant de châtaignier et alors comme... comme un plant de chêne

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

spontus

  • 👂 🔗 evit ar bloaz e welan zo bet fleur an hañv part... spontus, 'ma ket gwelet kement-all pell zo e bord ar c'hleuzioù

    [wid blɑ: 'wɛ:lɑ̃ zo be flœr'nɑ̃: part 'spɔ̃ntyz ma kə 'gwɛ:lə kemɛn'dal pɛl zo bɔrd 'hlœ̃jo ɑ̃]

    cette année je vois qu'il y a eu des primevères part... incroyable, je n'avais pas vu autant depuis longtemps au bord des talus

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Spontus e oa kreñv.

    Spontus wa kré.

    [spõtys wa kʁe]

    C'était très fort. [le bruit]

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

inkredabl

  • 🔗 abominapl ! inkredapl penaos 'deuint bet en em debrouilhet tout

    [ˌabo’mi:nap iŋ’kre:dap pə’nɔ̃:z dœɲ be nɔ̃n de’bruʎət tut]

    impressionnant ! incroyable comment ils se sont tous débrouillés [dans la vie ; enfants]

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 inkredapl

    [iŋ’kɹe:dap]

    incroyable

    Rospez

    Gant :

    Dastumer : Tangi