Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

signe

seblant

Gwelet an tem Ar seblant glav

  • 🔗 ...seblant amzer fall pa vezont klevet o kanañ

    ['ze:blən 'ãmzər val pa vɛɲ 'klɛwə 'kã:nã]

    ...signe de mauvais temps quand on les entend chanter [les mouettes]

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ar gwenn... ar gwennig, ar gwennig euh... hag e veze lâret, « ar gwennig » ar veze lâret deus... deus euh... pa veze kevnid, pa vez seblant glav e welez filejoù... gwenn... euh... euh... kevnid... « ur gwennig » a veze lâret deus hennezh, « ur gwennig »

    [gwɛn ə ’gwɛnig ə ’gwɛnig ə viʒe lɑ: ’gwɛnig viʒe lɑ:d dəz dəz ə pe viʒe ’kɛ̃wnit pe ve ’ze:blən glɑw ’wɛ:lɛs fi’le:ʒo gwɛn ə ə ’kɛ̃wnit ’wɛlic viʒe lɑ:d dəs hẽ̞:s ə ’wɛlic]

    les fils... les fils de la Vierge, les fils de la Vierge euh... et on disait, on appelait « les fils de la Vierge » les... les... quand il y avait des araignées, quand c'est signe de pluie tu vois des fils... blancs... euh... euh... des araignées... « les fils de la Vierge »

    ??? Gwennig / gwellig Giraudon 2011a p. 50 « Steuñvet eo ar gwennig war al lann, arc’hoazh e vo fall an amzer. Les fils de la Vierge sont ourdis sur l’ajonc, demain il fera mauvais. »

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 an aval-pin, pa veze serret e veze lâret e veze seblant glav, pa veze digor neuze e veze lâret e veze brav

    [ˌnɑwəl’pi:n pe viʒe ’zɛrəd viʒe ’lɑ:rəd viʒe ’ze:blən glɑw pe viʒe ’diɔr ’nœhe viʒe ’lɑ:rəd viʒe brɑw]

    la pomme de pin, quand elle était fermée, on disait que c'était un signe de pluie, quand elle était ouverte, alors on disait qu'il ferait beau

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 se zo seblant vat

    [ze zo 'ze:blən vɑ:t]

    ça c'est un bon présage [oiseaux qui chantent tard]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 seblant

    zébleun

    [zeblən]

    signe

    Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet eno

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Seblant fall eo.

    Zébleun val è.

    [zeblən val ɛ]

    C'est mauvais signe.

    Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet eno

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 e weli anezhañ trankil, seblant ebet

    ['we̞:li neɑ̃ 'tɹɑ̃ŋkil 'ze:blɑ̃n bet]

    tu le vois tranquille, aucun signe [cheval s'apprêtant à mettre bas]

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 se zo arri ur seblant fall ivez, pa ne vez ket ken tud ar vro

    [ze zo ɑj ə 'ze:blən vɑl ie pa ve kə ken ɹew tyd ə vɹo:]

    ça c'est un mauvais signe aussi, quand ce n'est plus les locaux [qui se présentent pour être maire]

    Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.

    Dastumer : Tangi

sin

  • 👂 🔗 ha neuze... « o vont da gas an aotrou Doue dezhañ » a vije lâret, hag un devezh e oa Ma... Marsel... Marsel Duval deus Gwenezhan amañ, a oa 'ba... o krapat ar C'hra Gozh aze da vont da Sant-Nikol... da vont da Sant-Laorañs aze, hag e oa ar person o vont da nouiñ unan bennaket, ha Marsel a oa... 'na kroaziet gant ar person, hag ar person a lâras dezhañ « n'oc'h ket kat d'ober sin ar groaz pa vez an aotrou Doue o tremen ? » « daon ! diskouel anezhañ din 'vat ! 'meus ket gwelet anezhañ gwech ebet c'hoazh, emezañ ! », Marsel Duval, eñ a oa un targazh !

    [zi:n grwɑ:s - hẽ: wa 'ntɑrgas]

    et alors... « lui amener le bon Dieu [au mort] » qu'on disait, et un jour il y avait Ma... Marcel... Marcel Duval de Gwenezhan ici, qui était à... en train de monter ar C'hra Gozh pour aller à Sant-Nikol... pour aller à Sant-Laorañs là, et il y avait le curé qui allait extrémiser quelqu'un, et Marcel était... avait croisé le curé, et le curé lui dit « vous ne pouvez pas faire le signe de croix quand le bon Dieu passe ? » « dame ! eh bien montre-le moi ! je ne l'ai encore jamais vu, dit-il ! », Marcel Duval, lui c'était une flèche !

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi (2013-02-25)