Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
couler
berañ
-
👂 🔗 ha goude e vije ju o verañ deus eu...
[a 'gu:de viʒe ʒy: 've:ʁɑ̃ dəz ə]
et après il y avait du jus qui coulait de... [la casquette, chique]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 tout an dour o verañ diouti
[tud du:r 've:rã 'dõnti]
toute l'eau qui ruisselait, coulait sur elle
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 hemañ a zo o verañ, nann ?
['hemɑ̃ a zo 've:rɑ̃ nɑ̃n]
celui-ci coule, non ? [robinet]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 pa vez jeu etre daou a dud, « loen brein, ken e foero e-leizh da c'henoù, ken e vero en daou gostez »
[pa ve ʒœ: tre dɔw dyd lwẽ̞n'brɛɲ ken ə 'vwe:ro leʒ də 'he:no ken ə 've:ro ndɔw 'gɔste]
quand il y a une altercation entre deux personnes, « animal pourrin, tellement que ça foirera dans ta bouche, tellement que ça coulera des deux côtés »
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Kar peurvuiañ pa 'nije graet ur varrenn-c'hlav, neuze e rae dour goude, n'eo ket glav ken quoi. Dour a-bil a vije lavaret neuze, heñ a vije... heñ ne vije ket o verañ trankil ma kerez, hennezh.
[ka pɛʁ’vyã pa niʒe ’gwɛd ə ˌvaʁən’hlaw – nœhe ʁe̞ ’duːʁ ’guːdə – nɛ kə ’glav ken kwa – duʁ’biːl viʒe ’lɑːt nœhe – hẽ viʒe hẽ viʒe kə ’veʁã tʁãŋkil ma’keəs hẽːs]
Car en général, quand il y avait un arc-en-ciel, il pleuvait à verse après, ce n'est plus de la simple pluie. Alors on disait une pluie battante, c'était... Elle n'était pas en train de couler tranquillement, si tu veux.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
koulañ
-
🔗 koulañ an dallenn
['ku:lɑ̃ 'ndɑlən]
couler la dalle
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
ruilhal
Gwelet an temoù Tintañ ar c'harr, Ruilhal tout, Bezañ ruilhet ha Ruilhal
-
👂 🔗 Bezañ zo dour o ruilhal aze tu bennak.
[’be zo ’duːʁ ’ʁyjəl ahe tube’naːk]
Il y a deux l'eau qui coule quelque part par là.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 e welemp an dour o ruilhal
['we̞:le̞m ndu:ɹ 'ɹyʎal kwa]
nous voyions l'eau couler
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi