Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

tirer les vers du nez

tennañ digant

  • 👂 🔗 pa 'deuint tapet komañs tennañ digantañ pelec'h ha petra a oa bet kwa, ha feiz... neuze e oa goulennet gantañ xxx (?) eñ 'na lâret e oa bet ba ar maternite, « ha petra zo bet ? ur paotr bihan ? ur plac'h bihan ? hein ? ha deus piv eo hañval ? deus e dad pe deus e vamm ? » hag eñ respont « deus e dad-kozh emezañ, blevenn ebet war e benn emezañ, dant ebet en e c'henoù ! »

    [pe dœɲ ’tɑpət ’komɑ̃s ’tɛ̃nɑ̃ di’gɑ̃ntɑ̃ ple̞h a pɾɑ wa bet kwa a fe: ’nœ:he wa ’gu:lət kɑ̃tɑ̃ ??? ẽ̞: na lɑ:ʁ wa bed bah matɛʁ’nite ɑ pɾɑ zo bet ə pot ’pi:ən plɑh ’pi:ən hɛ̃ a dœs piw hɛ ’hɑ̃:vəl dœz i dɑ:t pe dœz i vɑ̃m a hẽ̞: ’ʁespɔ̃n dœz i dɑt’ko:z meɑ̃ ’blɛwən bed waʁ i bɛn meɑ̃ dɑ̃n be ni ’he:no]

    quand elles ont réussi à commencer à lui tirer les vers du nez, où et quoi, ma foi... alors on lui avait demandé xxx (?), il avait dit qu'il avait été à la maternité, « et qu'est-ce que c'est ? un petit gars ? une petite fille ? hein ? et il ressemble à qui ? à son père ou à sa mère ? » et lui de répondre « à son grand-père dit-il, pas un cheveu sur la tête dit-il, pas une dent dans la bouche ! »

    ???

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

tennañ gant

  • 👂 🔗 'ma ket bet gouvezet a-hent-all 'mije esaet tennañ ganti da c'hoût da bet eur 'da lesket anezhañ ha penaos e oa bet

    [ma kə be gu've:ɛd hɛn'dɑl miʒe hɛ'sɑ:t 'tɛnɑ̃ gɑ̃nti də hu:t də 'be:dəɹ da 'lɛskə neɑ̃ a pə'nɔ̃:z wa bet]

    je n'avais pas sû sinon j'aurais essayé de lui tirer [des informations] pour savoir à quelle heure il avait été lâché et comment ça c'était passé

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi