Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
asséner
darc'hañ
-
🔗 hag e vije darc'haet... da skeiñ aze « tek »
[a viʒe dar’hɑ:d də skɛĩ ’ɑhe tɛk]
et on assénait des coups... pour frapper là « tac »
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Met an hini a vez reut evel-se zo kat da darc'hañ un taol diwarnañ avat, ha c'hoazh ne vefe ket bell oc'h ober quoi. An hini a vez reut evel-se zo kat da darc'hañ un taol-dorn pe un taol-botez pe un dra bennak evel se, met...
[mɛt ’ni ve ’ʁœːt vəse zo ’kad ’dahã n’toːl di’waʁnã hat – a hwas vefe kə ’bɛl ’hɔːʁ kwa – ’ni və ’ʁœːt vəse zo ’kat tə ’dahã ntol’dɔʁn pe ntol’botəs pə nˌdʁabe’naːk vəse mɛd]
Mais celui qui est rigide, sévère, est capable de donner un coup, et il ne serait pas long à le faire. Celui qui est rigide, sévère, est capable de donner un coup de poing ou un coup de pied ou quelque chose comme ça, mais...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Darn all fidambie ne vefent ket bell o tarc'hañ pav gant hennezh aze
[daʁn'al fidãm'bie vefɛŋ kə 'bɛl 'taʁhã 'paw gã 'hẽːz ahe]
D'autres, nom d'un chien, ne seraient pas longs à lui donner un coup de patte.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
stlapal
Gwelet an tem Stlapel
-
👂 🔗 « e sklap ganit » kwa, skeiñ evel e vije skoet ganit kwa evit ober... evit ober goap kwa
[sklɑp 'kɑ̃nit kwa skɛɲ wɛl viʒe 'sko:ət 'kɑ̃nit kwa wid 'o̞:bəɹ wid o̞:ɹ gwɑp kwa]
« il te l'assène » quoi, allumer comme si on t'allumait quoi pour faire... pour se moquer quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 « eñ 'neus sklapet se ganin » kwa, se zo skoet gantañ kwa
[hẽ̞: nøs 'sklɑpət se gɑ̃nĩ kwa ze zo 'sko:ət kɑ̃tɑ̃ kwa]
« il m'a asséné ça » quoi, c'est allumer quoi [en parole]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi