Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
dormir
kousket
Gwelet an tem Kousket
-
👂 🔗 E-lec'h e vije ar saout o kousket aze, keit e vijen me o c'horo, eñ a rae traoù evel se quoi.
Lèh vijé zowt kousked ahé, kèit vijèn mé horo, eñ rê trèw vesé quoi.
Là où dormaient les vaches, pendant que moi je trayais, lui faisait des choses comme ça [les nourrir, mettre de la paille].
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha goude a-benn e vez o retorn e vez arri hanter... unnek eur pe evel se, pa vez o retorn da gousket.
A goudé bènn vé rétorn vé ai hanter... unnèg eur pé vesé, pé vé rétorn de gousket.
E après quand il revient, il est... onze heures environ, quand il revient se coucher.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Unan bihan evel-se nez ezhomm da gousket.
[yn ˈbiən vəˈsɛ ne eːm gouskət]
Un petit comme ça a besoin de dormir.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Ya serten reoù a nez ezhomm da gousket muioc'h evit reoù all se depant deus... N'int ket tout memes tra quoi. Se... se a zo evel tud bras hag a bep sort.
[ja ˈsɛʁtɛn ˈɾeo ne eːm ˈkuskə myχ wi ˈʁeo al ze ˈdepɑ̃n døs ə ˈni cə tut mɔ̃sˈtʁa kwa se se zo wɛl dyt bʁɑːs a bop sɔʁt]
Oui certains on besoin de dormir plus que d'autres, ça dépend de... Ils ne sont pas tous pareils. C'est comme les adultes et tout ça.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Kar domaj eo dihuniñ anezhe c'hoazh quoi hañ. Unan bihan evel-se nez ezhomm da gousket. (T. : Ya.) Adkargañ e baterioù... (T. : Ya avat ma e neus ezhomm...) D'ober las goude ! (T. : Teir eur e neus ezhomm hañ.) D'ober las goude !
[kɑ ˈdomaʃ ɛ diˈvyni nɛː wɑːs kwa ɑ̃ yn ˈbiən vəˈsɛ ne eːm gouskət – atˈkaʁgɑ̃ i baˈtʁijo - ˈdobəʁ lɑːs ˈgude – ˈdobəʁ lɑːs ˈgude]
Car c'est dommage de devoir les réveiller. Un petit comme ça a besoin de dormir. (T : Oui.) Recharger ses batteries... (T : Oui s'il a besoin... ) Pour chahuter, semer la pagaille ensuite ! (T : Il a besoin de trois heures hein.) Pour chahuter après !
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Ya ma ec'h an abred da gousket neuze ne gouskfen...ne gouskin ket mat.
[ja ma hɑ̃ aˈbʁeː də ˈguskət nœː ˈgusfɑ̃m gusˈki kə mɑːd]
Oui si je vais tôt me coucher alors je ne dormirais...je ne dormirai pas bien.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 N'on ket kat en em gousket war serten eurioù (?) da... da nav eur pe dek eur aze.
[ˈnɔ̃ːŋ kat də nɔ̃n ˈguske war ˈsɛʁtɛn ˈœʁjo də də ˈnɑvəʁ pe ˈdegəʁ ˈɑe]
Je ne peux pas dormir à certaines heures, vers neuf ou dix heures.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 N'eo ket fur nemet pa vez o kousket neuze ?
[ˈne kə vyʁ mɛ pe ve ˈkuskət nœː]
Il n'est sage que lorsqu'il dort alors ?
[humoristique]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 kousket
[ˈkuskət]
dormir
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 N'arria ket da gousket.
[ˈnaj kə də ˈguskət]
Il n'arrive pas à dormir.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 N'arria ket da venel kousket.
[ˈnaj kə də ˈvenəl ˈkuskət]
Il n'arrive pas à s'endormir.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien