Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

café

kafe

Gwelet an tem Ar c'hafe

  • 👂 🔗 'H an d'ober ur bannac'h kafe a-raok mont a-raok.

    'H an d'or bañh kafé rog mon rok.

    Je vais faire du café avant de partir.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Nann, 'h an d'ober ur bannac'h kafe bepred. Met se n'ampicha ket ac'hanomp da gaozeal bepred.

    Nann, 'h an d'or bañh kafé bopet. Mè zé n'ampicha ked añm (de) gozéel bopet.

    Non, je vais faire du café en tout cas. Mais ça ne nous empêche pas da parler.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha neuze e oa kafe ha chokola d'evañ.

    A neuhé oa kafé a chokola d’évañ.

    Et alors il y avait du café et du chocolat à boire.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha neuze e vije kafe ha chokola. D'evañ. Ha chistr.

    A neuhé vijé kafé a chokola. D’évañ. A jist.

    Et alors il y avait du café et du chocolat. À boire. Et du cidre.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Ne to ket ur bannac'h kafe ?

    [ˈto kə bɔh ˈkɑːfe]

    Tu ne veux pas de café ?

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Kafe re fort a na graet.

    [ˈkafe ʁe foʁt na gɛt]

    Elle avait fait du café trop fort.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

ostaleri

Gwelet an tem An ostaleri

  • 👂 🔗 Me 'meus ket c'hoant emezañ da vont e-barzh un ostaleri aze, emezañ, e vez ur bern tud...

    Mé meus ke hoan, méañ, de von bah en ostaléri ahé, méañ, vé bèrn tut.

    Je ne veux pas aller dans un café, dit-il, il y a trop de monde...

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha feiz goude neuze feiz e oar bet tout an dud oc'h evañ bannac'h e-barzh an ostaleri, e-barzh an eil pe e-barzh an all.

    A fé goudé neuhé fé oar bét, tou ’n dut, ’h évañ bañh bah ’n ostaléri, bah ’n èil pé bah ’n all.

    Et ensuite tout le monde était allé boire un coup au café, dans l'un ou l'autre des cafés.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ya, un tamm tro e oamp aet d'ober d'ar bourk, ha neuze e oamp aet da dañsal e-barzh ar sal... e-barzh an alez voulloù, ha an ostaleri.

    Ya, tamm tro oam èt t’or de bourk, a neuhé oam èt te dañsel bah zal... bah ’n alé voulo, a ’n ostaléri.

    Oui, nous étions allés faire un petit tour au bourg, et ensuite nous étions allés danser dans la salle... dans l'allée de boules et au café.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

[troioù-lâr / expressions]

  • 🔗 ur bannac'h dour du

    [bɑ̃h du:r dy:]

    un coup d'eau noire [café]

    Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
    Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ur bannac'h dour livet

    [bɑ̃h du:r 'liwət]

    un coup d'eau colorée [café]

    Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
    Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 dour-hañvouez

    [dur ’hɑwe]

    du café [humour]

    Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
    Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)

    Dastumer : Tangi