Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
pousser
boutañ
-
👂 🔗 Ya, ha boutañ, boutañ o fenn, pa ne vez ket bern e-barzh ar foñs ken...
Ya, a boutañ o vènn, pé vé ke bèrn bah voñs kén.
Oui, et pousser leur tête, quand il n'y a plus beaucoup [de lait] dans le fond [du seau].
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha feiz goude neuze deus noz e oa boutet tout an taolioù, ar c'hadorioù ha ar bankoù ha tout an traoù er-maez, ha neuze e oa dañset e-barzh an deltenn.
A fé goudé neuhé deu noz oa boutet tou ’n toio, hadorio a banko a tou ’n trèw mês, a neuhé oa dañset bah ’n dèltenn.
Et ensuite le soir, on avait poussé toutes les tables, les chaises et les bancs et tout dehors, et alors on avait dansé dans la tente.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha tout an traoù a oa renket boutañ anezhe er-maez, tout ar c'hirri ha tout an traoù, machin, an alar, tout ar stal, tout an ostilhoù da labourat gante, a oa renket lakat anezhe er-maez. Ah ya, ne oa ket a voaien da leskel anezhe aze sell.
A tou ’n trèw oa rènket boutañ nè mês, toud hirri a tou ’n trèw, machin, ’n aller, toud stal, tou ’n ostilho de labouret gantè, oa rènket lake nè mês. A ya, oa ke vwoien lêskel nè ahé sèll.
Et il avait fallu tout pousser dehors, toutes les charrettes et toutes les choses, la charrue, toutes les affaires, tous les outils de travail, il avait fallu les mettre dehors. Ah oui, on ne pouvait pas les laisser là, tiens.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 boutañ a ra da... da wez ?
['butɑ̃ ra də də wẽ:]
ils poussent tes... tes arbres ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met goude a-benn ar bloaz war-lerc'h, lañsadennoù adarre, hag e voutent adarre
[mɛ ’gu:de bɛn blɑ war’lɛrh ə lɑ̃sa’deno ə’dɑe a ’vutɛɲ ’dɑe]
mais après l'année suivante, des pousses de nouveaux [branches ayant été coupées au ras], elles poussaient de nouveaux
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 bep ma voutent
[bob ma 'vutɛɲ]
à mesure qu'ils poussaient
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, eñ a oa ul lann ha... ha ne voute ket uhel kwa
[ja hẽ̞: wa lɑ̃n a a 'bute kəd 'yəl kwa]
oui, c'était un ajonc qui... qui ne poussait pas haut quoi
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 esa boutañ war un tamm bennaket euh
['hɛsə 'butə war dɑ̃m mə'nɑkəd ə]
essayer de pousser quelque chose euh
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 boutet 'meus war ar bugel
['butɛ møs war ə 'bygəl]
j'ai poussé l'enfant
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 boutañ warnañ
['butɑ̃ warnɑ̃]
le pousser [bousculer]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 bout warni hardi !
[bud warni 'ɑrdi]
pousse-la fort ! [la porte]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ar bugel bihan a blije dezhañ kregiñ ba ar c'hoef quoi. Ha ne vije ket c'hoant kaer da welet anezhañ oc'h ober met bepred e vije boutet warnañ a-wechoù, oc'h esa lakat ampich anezhañ d'ober quoi. Neuze e c'harme.
[ˌbuːgəl’biən ’bliʒe ’deã ’kʁiːgĩ bah ’hwef kwa – a viʒe kə hwãn’kɛːʁ də ’weːlə ’neã ’hɔːʁ – mɛdø ’bɔpət viʒə ’butə ’waʁnã ’we̞ʒo – ’he̞sa ’lakə ’hãmpiʃ ’neã ’dɔːʁ kwa – nœhe ’haʁme]
Le petit enfant [en général] aimait bien attraper la coiffe. Et on ne voulait pas trop qu'il le fasse, mais en tout cas, on le repoussait parfois, pour essayer de l'empêcher de le faire. Alors il pleurait.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 a-benn 'mez boutet an daol...
[bɛn me 'butə ndo:l]
une fois que j'ai poussé la table...
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
labourat
-
👂 🔗 troc'het zo ar brankoù dioute, feiz, d'ober gwez, met ar c'histin a labour, ar c'histin a labour fonnus
['tɾohə so 'bɾɑ̃ŋko dɔ̃tɛ fe do:r gwẽ: mɛ 'histin 'lɑ:bur 'histin 'lɑ:bur 'vɔ̃nys]
il y a eu des branches de coupées sur eux, ma foi pour faire des arbres, mais les châtaigniers poussent, les châtaigniers poussent vite
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma 'tez ket... ma 'tez ket an espes ognonenn-se, eñ... hennezh a adlabour diouzhtu
[ma te kə ma te kəd ’nespəz o’ɲɔ̃:nən ze ẽ̞: hẽ̞:z had’lɑ:buɹ dy’sty:]
si tu n'as pas... si tu n'as pas cette espèce de bulbe-là, il... celui-là repousse tout de suite [oxalis]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
sevel
Gwelet an temoù Sevel ha Sevel ar vugale
-
👂 🔗 ha neuze 'na lâret, ar reoù 'na laeret e vuoc'h dezhañ eu... a savje kernioù dezhe betek an navet brank
[a ’nœ:he na ’lɑ:ɹə ɹew na ’lɛ:ɹɛd i vy:h teɑ̃ ə ’zɑvʒe ’kɛɹɲo dɛ: ’bekəd ’nɑwəd bɾɑ̃ŋk]
et alors il avait dit, ceux qui lui avaient volé sa vache, qu'il leur pousserait des cornes jusqu'à la neuvième génération
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi