Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

agir

c'hoari

Gwelet an temoù Ar c'hoarioù ha Ar c'hoari

  • 👂 🔗 eh, derc'h da c'hoari !

    [ɛ dɛrh tə hwɑj]

    eh, continue de faire ce que tu fais [quand l'autre personne s'absente] !

    Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ale, derc'h da c'hoari !

    ['ɑ:le dɛrh tə hwɑj]

    allez, continue ton truc [pour poursuivre une activité] !

    Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ar re-se pa vezent etreze paotr, a oa kat da c'hoari ivez, desket 'da ober

    ['ree pe viʒɛɲ treɛ pɔd wa kɑd də hwɑj ije 'diskɛd da o:r]

    ceux-là quand ils étaient entre eux mon gars, ils étaient capables d'en faire aussi [cantiques déformés par les prêtres], ils avaient appris à faire

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 derc'hen a ra ar progrès da c'hoari kwa

    [dɛɹh ɹa ’pɹo:gɹɛ də hwɑj kwa]

    le progrès continue de faire son œuvre quoi

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

ajisañ

  • 👂 🔗 daoust ha penaos 'h ajiso kwa hein ?

    [do̞wst a pə'no:s ha'ʒiso kwa ɛ̃]

    comment donc agira-t-il quoi hein ?

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

ober

  • 👂 🔗 an devadur marteze ac'h ampiche ar boan d'ober ivez parce que al linad-se a sach hañ, ar re-se a rae poan ha marteze ar re-se ac'h ampiche ar boan all da dont kwa pe... peotramant e lake anezhañ da santout nebeutoc'h kwa

    [ən dɛ’wɑ:dyʁ ma’te:he hɑ̃m’piʃe bwɑ̃:n do̞:ʁ ije paskə li’nadze ʒɛʃ ɑ̃ ʁeze ʁɛ pwɑ̃:n a ma’te:he ʁeze hɑ̃m’piʃe bwɑ̃:n al də dɔ̃n kwa pe pe’tɑ̃mɑ̃n ’lɑkə neɑ̃ də ’zɑ̃ntud nœ’bœtɔh kwa]

    peut-être que la brûlure empêchait la douleur de venir aussi parce que ces orties-là tirent hein, celles-là font mal et peut-être que celles-là empêchaient l'autre douleur de venir quoi ou... ou sinon elles lui faisaient ressentir moins quoi

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi