Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
croire
krediñ
-
🔗 ar re-se a grede 'ba se
['ree 'gre:dɛ ba ze]
ceux-là croyaient en ça
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 me a gred
[me gre:t]
je crois
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 me a grede ganin 'h eo marteze muioc'h an aneval oa
[me 'gre:dɛ gə'nĩ hɛ ma'tee myɔh nɑ̃'ne:vəl wa]
je croyais que peut-être c'était plus le cheval que c'était
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne gredan ket 'nije graet
['gre:dɑ̃ kəd niʒe gwɛt]
je ne crois pas qu'il l'aurait fait
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 me a grede din e oa laket unan houarn ivez
[me 'gre:dɛ dĩ wa 'lɑkəd yn 'huarn 'ije]
je croyais qu'on avait mis une en fer [en métal aussi]
Gant : Ivona ar Moulleg, ganet e 1916 e ?, o chom e Sant Laorañs, marvet e 2018.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bezañ zo darn hag a grede dezhe...
['beɑ̃ zo dɑrn a 'gre:dɛ dɛ:]
il y en a certains qui croyaient ...
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met an hini a gred tout an traoù-se a deu da vezañ... 'nez aon
[mɛd 'ni:ni gred tun trɛw ze dø də 'veɑ̃ ne 'ɔwən]
mais celui qui croit tout ça il devient... il a peur
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 krediñ a raent 'ba an traoù ya
['kre:dĩ rɛɲ ban trɛw ja]
ils croyaient aux choses oui
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 peogwir an dud a grede da tout an traoù
[py'gy:r ən dyd 'gre:dɛ də tun tɾɛw]
puisque les gens croyaient à tout
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met me ne greden ket anezhe hañ
[mɛ me gʁe'dɛŋ kə nɛ: ɑ̃]
mais moi je ne les croyais pas hein
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 'greda ket...
[gre’da kət]
elle ne croit pas...
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne gredan ket
['gre:dɑ̃ kət]
je ne crois pas
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar re-se 'oant ket o c'hoarzhin
ʁeze wɑ̃ɲ cə ’hwɛʁzin
ils n'étaient pas en train de rire
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ... 'na kredet 'ba 'r se
[na 'kre:də bah ze]
... avait cru à ça
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Geus me meus kartennoù met ne gredan ket e zo anvioù n'eus ket nemet numeroioù warne.
[gøs me møs kaʁˈteno mɛː gʁeˈdɑ̃ kə zoː ɑ̃ˈnojo ˈnøs kə mɛ ˌnyːmeˈʁojo ˈwaʁnɛ]
Si j'ai pris des cartes mais je ne crois pas qu'il y ait des noms, il n'y a que des numéros dessus.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 Met, bepred, peogwir e oa dek pe unnek pe daouzek chadenn, gant an dud o tont en-dro eno, e c'hallez krediñ hardi, an hini a vije en-traoñ, e oa barrek da vezañ bet taolioù.
[mɛ bɔpət pə’gyː wa ’dek pe ’œnek pe ’dɔwzək ’ʃɑːn gãn ’dyt tõn ’dʁo eno – ’halɛs ’kʁeːdi ’haj ’niː viʒe n’tʁɔw wa ’baʁək tə ’veã be ’tɔjo]
Mais en tout cas, puisqu'il y avait dix ou onze ou douze chaines, avec les gens qui tournaient, tu peux bien croire que celui qui était en bas [à côté du manège] pouvait recevoir des coups.
À propos du manège appelé « casse-cou ».
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Kar e c'hallez krediñ hardi pa vez an nen war un engin evel-se, ma wel e vez partiet an hini a vez a-raok dezhañ, e vez o c'hortoz egile d'arriet war e chouk ivez koura. Peogwir ec'h eo ront ar machin.
[ka 'halɛs 'kʁeːdi 'haj pe ve ən'neːn waʁ ən 'ãʒɛ̃ vəse – ma 'we̞l ve paʁ'tiət 'niː ve ʁok'teã – ve 'hɔʁtɔz e'giːle 'dajət waʁ i 'ʃug iə kuɾa – pə'gyːʁ he̞ 'ʁõn 'maʃin]
Car tu peux bien croire, quand on est sur un engin comme ça, si on voit que celui devant est parti [= a été éjecté], on s'attend aussi à recevoir l'autre sur le dos. Parce que la machine est ronde.
À propos du manège appelé « casse-cou ».
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 kred ac'hanon !
[kʁe’dɑ̃w]
crois-moi !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met ne gredan ket memes tra e vanfe an traoù aze
[mɛ ’gʁe:dɑ̃ kə mos’tʁɑ ’vɑ̃nfe ntʁɛw ’ɑ:he]
mais je ne crois pas quand même que les choses restent là [affaires soient oubliées là]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 'neus ket kredet den ebet mont da glask
[nøs kə 'kre:də den’be mõn tə glask]
personne n'a osé aller chercher [un mari]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 krediñ a ran ac'hanout
['kɾe:dĩ ɹɑ̃ ut]
je te crois
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
kavout da
-
👂 🔗 Me a gav din eo se eo tout ar pezh a oarfen.
Mé gaf tin 'h è zé ê toud péz oarfèn.
Je crois que c'est tout ce que je sais.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 C'hoazh 'h aent podoù ha tout, a gav din, gant al laitier, n'aent ket ?
hoas 'h ènt, poujo a tout, gaf tin, gan laitier, n'ènt ket ?
Et encore, le laitier emportait tous les pots, non ?
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Bloavezh pe daou a gav din e oa dornet gant, gant... Penaos e vije... Ar machin da dornañ,
Blawes pé dow, gaf tin, oa dornet gan, gan... Penoz vijé... Machin de dornañ.
Un an ou deux, je crois, on avait battu avec... Comment... La machine de battage.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Honnezh a oa e-barzh ar memes klas ganin ivez, met honnezh ne oa ket e pension, met e chome bepred, peogwir he dud, a gav din, a oa o terc'hel ur boulañjiri, ha e chome e-barzh an étude neuze a-raok mont d'ar gêr.
Hoñ oa bah momes klas kenin ie, mè hoñ oa ke pañsïon, mè chomé bopet, pegur i dut, gaf tin, oa tèrhèl boulañjiri, a chomé bah 'n étude neuhé rok mon te gêr.
Elle était dans la même classe que moi, mais elle n'était pas en pension. Mais en tout cas, elle restait... parce que ses parents, je crois, tenait une boulangerie, et alors elle restait en étude avant d'aller chez elle.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 1. Ar re-se, a gav din, e raent gant podoù a-benn neuze, ne raent ket ? 2. Ya ya, ar re-se a rae gant podoù a-benn neuze, a soñj din. 1. A-raok e oan dimezet.
1. Ré-zé, gaf tin, rènt gan poujo bènn neuhé, rènt ket ? 2. Ya, ya, ré-zé rè gan poujo bènn neuhé, joñch tin. 1. Rog oan diméet.
1. Eux, je crois qu'ils utilisaient des pots [sur la machine de traite] à cette époque, non ? 2. Oui, ils utilisaient des pots à cette époque, je crois bien. 1. Avant que je me marie.
Gant :
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ya, an hini gentañ a oa bet, honnezh a oa deus pelec'h ? Honnezh a oa deus Bear, a gav din. Me a gav din e oa deus Bear, honnezh.
Ya, ’n ni gèntañ oa bét, hoñ oa deus plèh ? Hoñ oa deus Béar, gaf tin. Mé gaf tin oa deus Béar, hoñs.
Oui, la première qu'on a eu, d'où elle était ? Elle était de Bégard je crois. Je crois qu'elle était de Bégard celle-là.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 me a gav din hañ
[me gɑf tĩ ɑ̃]
je crois [il me semble]
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kavet a ra din e veze ur poële bennak e-barzh
[kɑ: ʁa dĩ viʒe pwɛl bə’nɑ:g baʁs]
je crois qu'il y avait un poële dedans
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 me a gav din 'na bet ar re-se deus...
[me gɑf tĩn na be 'reze døz]
il me semble qu'il avait eu ceux-là de [Hollande]
Gant : Ivona ar Moulleg, ganet e 1916 e ?, o chom e Sant Laorañs, marvet e 2018.
Dastumer : Tangi
-
🔗 me a gave ganin
[me 'gɛ:vɛ gə'nĩ]
je trouvais [je pensais, je croyais]
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a gave din e oa an deiz ma oa lazhet euh...
[me 'ge:ve dĩ wa nde: wa 'lɑhəd ə]
je pensais que c'était le jour où avait été tué euh...
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 Kavet a ra dit.
Kara dit.
[kaʁa dit]
Tu crois.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 me a gav din eo ur c'hreion, n'eo ket ?
[me gɑf tĩ ɛ 'hrɛjɔ̃n nɛ kə]
je crois que c'est un crayon, non ?
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a gav din bepred hañ
[gɑf tĩ 'bopəd ɑ̃]
je crois toujours hein
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
soñjal
-
👂 🔗 1. Ar re-se, a gav din, e raent gant podoù a-benn neuze, ne raent ket ? 2. Ya ya, ar re-se a rae gant podoù a-benn neuze, a soñj din. 1. A-raok e oan dimezet.
1. Ré-zé, gaf tin, rènt gan poujo bènn neuhé, rènt ket ? 2. Ya, ya, ré-zé rè gan poujo bènn neuhé, joñch tin. 1. Rog oan diméet.
1. Eux, je crois qu'ils utilisaient des pots [sur la machine de traite] à cette époque, non ? 2. Oui, ils utilisaient des pots à cette époque, je crois bien. 1. Avant que je me marie.
Gant :
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Me a soñj din zo unan bennak adrekon, ha eñ a oa adrekon, o kerzhet quoi.
Mé joñj tin zo un bénnak drèkon, a eñ oa drèkon, kèrzet quoi.
« J'ai l'impression qu'il y a quelqu'un derrière moi », et c'était lui qui marchait derrière moi.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Miz pe c'hwec'h sizhun pe evel-se goude, pe daou viz marteze. Oh ha c'hoazh, ne oa ket keit se, ne soñj ket din.
Mis pé hwèh sun pé vesé goudé, pé dow vis matéé. O a hoa, oa ke kèit sé, joñj ket tin.
Un mois ou six semaines après environ, ou deux mois peut-être. Oh et encore, pas tant que ça, je ne crois pas.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 ya, me soñj din eo bet
[ja me ʒɔ̃:ns tĩ ɛ bet]
oui, je crois qu'il y a été
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi