Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

début

komañsamant

Gwelet an tem Ar c'homañsamant

  • 🔗 an hini a vez o kanañ e komañsamant an hañv ?

    [’nini ve ’kɑ̃:nɑ̃ komɑ̃’sɑ̃mɑ̃n nɑ̃:]

    celui qui chante au début de l'été ?

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 e komañsamant ar miz ?

    [komɑ̃ˈsɑ̃mɑ̃n miːz]

    au début du mois ?

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 E komañsamant ar miz-mañ eo 'nez bet daou vloaz.

    [komɑ̃’sɑmɑ̃n miːz mɑ̃ e̞ ne be ’dowla]

    Il a eu deux ans au début de ce mois-ci.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 Feiz nim a oa o tont d'ar gêr hom-div trankil ha brav da noz, quoi. Pa oamp just e-barzh e-tal komañsamant an hent da vont eno : « Oh ma Doue eta ! Petra zo oc'h ober se ? »

    [fe nim wa 'tõntə'ge̞ːʁ õm'diw 'tʁãkil a 'bʁaw den'nos kwa – pe wãm jyst bah tal ˌkõmã'samãn en'nɛn de võn 'eno – o ma'duːe ta – pʁa zo 'hɔːʁ zeː]

    Nous revenions à la maison toutes les deux tranquillement le soir. Quand nous étions juste devant l'entrée du chemin pour y rentrer : « Oh mon Dieu alors ! Qu'est-ce qui est en train de faire ça ? »

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

penn kentañ (ar –)

  • 🔗 e penn-kentañ ar miz

    [pɛn ’kentɑ̃ mi:s]

    au début du mois

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

beg

  • 👂 🔗 pa ne vije ket... pa ne vije ket traoù all e beg an hañv aze

    [pe vi’ʒe kət pi’ʒe kət tɾɛw al beg nɑ̃:n ’ɑ:he]

    quand il n'y avait pas... quand il n'y avait pas autre chose au début de l'été là

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 'ba beg an hañv, pa deu an hañv ervat kwa

    [a bah beg nɑ̃: ’nœ:he pe dœ nɑ̃: vɑ:t kwa]

    au début de l'été, quand l'été est bien là quoi

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi