Brezhoneg Bro-Vear

🡼

Anvioù bihan hag anvioù familh

Tangi YEKEL, miz du 2016

N'eus ket keit-se zo em boa diskwelet dre ur pennad-skrid e oa arri fae ganin gwelet anvioù brezhonek skrivet en o stumm gallek er c'hazetennoù brezhonek (Le Sauce pe ar Saoz ?). Ar memes koñstad a c'hall bezañ graet er mediaoù audio ha video. Gwashoc'h c'hoazh eo dre an avani ec'h a ar stumm komzet da heul ar stumm skrivet... traoù euzhus da glevet kwida !

Ar cheñchamant war-fall-se en devoa notennet c'hoazh Jul Gros en e levr Le Style populaire (1984, p.605) :

« Dans la langue parlée, les prénoms les plus usuels avaient encore, jusqu'en 1939, une forme bretonne ou bretonnisée, complète ou abrégée [...] mais depuis la dernière guerre et sous l'influence de l'école la mode est venue de prononcer et d'accentuer tous les prénoms comme en français. »

Estroc'h evit an anvioù bihan zo touchet en deiz-a-herie, an anvioù familh boutinañ ivez. Bras eo din-me an dañjer d'ankouaat libr o distagadur a-orin. E-se e kavan important taol ur sell a-dost war hom anvioù, int ul lodenn gaer deus hom sevenadur.

[^] 1. Anvioù bihan

En e chabistr « Les noms de personnes » (idem, p.603-611) en devoa Jul Gros studiet an danvez ervat. Ec'h amp da heuilh ar steuñv anezhañ. Da gentañ e tegase da soñj penaos « o devoa ar Vretoned o sistem dezhe oc'h-unan da anviñ an dud » ha « mac'hom ar gizioù gall, e-mesk traoù all, zo kaoz zo bet abandonet priñsipoù hengounel an anthroponomiezh vrezhonek » (p.603). Ur perzh bras o devoa an anvioù bihan er sistem-se.

Evel-se e teskrive ar stumm implijet an aliesañ :

« la forme d'appellation la plus populaire consiste encore à mettre en apposition, sous la forme d'un génitif, le prénom de l'enfant et le prénom du père (ou quelque fois celui de la mère) » (p.604).

Arri eo dic'hizet ar stumm-se d'ober avat ha n'hon eus ket serret nemet daou skwer dioutañ. An hini kentañ a veze implijet evit anviñ ur plac'h, Marie, merc'h Pipi ar Foll :

Mai vihan Pipi ar Foll (la petite Marie de Pierre Le Foll)

Fentus eo an eil skwer. Ma zonton kozh a oa Yves Le Bihan e anv war an eta sivil, hag e genderv kompez a oa kont memes tra Doue gantañ, Yves Le Bihan e anv ivez. Stok-ha-stok e oa an daou di, kement ha lâret deoc'h ne oa ket aezet labour ar fakteur. En brezhoneg avat e oa mat ar jeu. Lâret e veze If Jañ-Mai (anv bihan e dad) deus ma zonton-kozh hag If Maivon (anv bihan e vamm, e dad a oa marvet yaouank-kaer) deus e genderv-gompez...

Remerket en devoa Jul Gros ivez penaos e vezed « kustum da lakat gant an anv bihan anv ar menaj pe anv ar vilajenn ». Un toullad skwerioù hon eus dastumet, met arri eo ral-kaer klevet anezhe :

Gwilh Groaz Tort (Guillaume d' Ar Groaz Tort)
Mari Penn Ar Pont (Marie de Penn ar Pont)
If Gweskoù (Yves du Gweskoù)
Ipolit Kervenger (Hypolite de Kervenger)

Gant an anv-familh e c'hall bezañ graet kemend-all :

Gwilhouzig Penn Lann (Guillouzic de Penn al Lann)
ar Gwiader Fot (Le Guyader du Fot)
Albert ar Rouz ar Gozhkêr (Albert Le Roux de Gozhkêr)

Evit an anvioù boutin e roe Jul Gros p. 605 un toullad brav a stummioù brezhonek pe brezhonekaet. Sell aze ar reoù hon eus klevet :

Alexandre : Zan
Hyacinthe : Señt
Pierre : Pipi, Pieig
Jacques : Jakez
Claude : Glaoud
Francis : Siz, Vrañsiz
Joseph : Job, Jobig
Guillaume : Lom, Lomig, Gwilh, Gwilhom
François : Vrañsoa, Veñch, Soa, Soaig
Jean : Jañ, Yann
Yves : Ewen, Ewan, If, Ifig

Evit ar pezh a sell an anvioù bihan benel en devoa remerket paotr Tredraezh-Lokemo « ec'h achue kalz a anvioù gant -a [...], an anvioù-se n'int ket douget nemet gant tud ganet a-raok 1914 (nemet un toulladig tud) » (p.605). Diwar al listenn roet gantañ hon eus klevet dreist-holl Anna ha Maria, hag an anvioù kompozet gante. Selina hon eus klevet ivez. Sachañ a reomp an evezh war un dra drol a-walc'h, friadur an -a er fin hag ac'h a da -añ :

Anna

ma mamm-iou-gozh oa Mari-Anna

Santez Ana Gwened

Santez Ana

« Maiannañ » a oa e wreg

Gwelet a raer e oa techet hom reoù gozh da verraat an anvioù bihan boutin. Evit ar reoù c’hallek ne vez ket miret alies nemet ar silabenn diwezhañ, dam d’an taol-mouezh warni (d.w. Zan evit Alexandre). Sell aze skwerioù all deus anvioù-bihan berraet :

Alphonse : Foñs
Hypolite : Polit
Natalie : Nata
Maryvonne : Mon
Catherine : Kato

Hervez Jul Gros « e veze laket ar ger-mell a-raok anvioù bihan gourel : an If, ar Jañ, an Touz, an Ipolit, ar Sant ». Gwelet hon eus se gant an anv bihan If. Alies a-walc'h e vez laket ar ger-mell an a-raok dezhañ, koazhet en 'n dre-gomz :

ti 'n If (chez Yves)

'n If zo arru tost e aniverser ivez (l'anniversaire d'Yves est proche aussi)

'n If Godest (Yves Godest)

Da heul Jul Gros hon eus gwelet ivez « e oa stank an anvioù bihan doubl » (p.606) : Jañ-Mai (Jean-Marie), Imari (Yves-Marie), Maivon (Maryvonne), Maiannañ (Marianne), Jannivon (Jeanne-Yvonne), Vrañsoa-Mai (François-Marie)...

Peotramant eo micher an ozac'h hag a servije da anviñ peurrest ar familh. En Bear hon eus ur skwer deus mar a dud hag a vije laket ar ger marichal war-lerc'h o anv bihan : Ifig marichal, Deniz marichal...

Un toullat-mat a anvioù bihan zo barrek da gaout an dibenn -ig er fin. Sell aze ar reoù hon eus bet dastumet : Ifig, Jobig, Nestig, Soaig, Soazig, Pieig, Janig, Pêrinig, Annaig, Marijanig, Lizig, Lomig, Rozig.

D'achuiñ e c'hallomp komz deus anvioù bihan kozh, diwar sent ar vro, ha bev ar memor dioute c'hoazh : Tual / Tugdual, Maodez, Joran...

[^] 2. Anvioù familh

Evel-henn e tegase da soñj Jul Gros diwar-benn kevredigezh hengounel Breizh-Izel :

« un homme inscrit sur les registres de l'État-civil sous le nom d'Yves Le Braz pouvait très bien être inconnu de ses concitoyens sous ce nom-là. Ils l'appelaient peut-être Erwanig ar Rest, s'il habitait le hameau du Rest, ou Ivonig ar Zezenn si sa mère s'appelait Ar Zezenn (la Françoise), ou Erwan Alanig, si son père se prénommait Alain ou Paotr ar Hemener, si son père était tailleur. » (p.607)

Daoust da se e oa anavezet ervat stumm brezhonek an anvioù familh.

Hervez Jul Gros, « ma veze an anv-se un anv-kadarn pe un anv-gwan e veze laket ordin a-raok dezhañ ar ger-mell an, ar, al. » (p.607). An deiz-a-herie ne vez ket klevet ken ar ger-mell-se en hom brezhoneg. Koulskoude e oarer zo dioutañ c'hoazh dam d'ar c'hemmadur zo manet bev :

Ivon ar C'horveg Ivon Horvèk (Yvonne Le Corfec)

Zavie ar Gov Zavié Go (Xavier Le Goff)

Jañ ar Wern Jañ Wèrn (Jean Le Guern)

Jañ-Mai ar Voujed Jañ-Mai Voujet (Jean-Marie Le Bouget)

Louis ar C'hog Loui hok (Louis Le Coq)

Ordinal e vez laket ar ger-mell an, koazhet da 'n, a-raok gerioù o komañs gant ur vogalenn :

Maia an Arzul Maia 'n Arzul (Marie Larzul)

Jobig an Alan Jobig 'n Alen (Joseph Allain)

If an Olier If 'n Olier (Yves Ollivier)

Evit Jul Gros « ne oa ket nemet un toulladig anvioù familh hag a deveze ul liester ». Daou dibenn zo, diouzh an anv familh. Peurvuiañ e vez implijet an dibenn -ed :

Bihan ➜ Bihanted
Jagin ➜ Jagined
Kongar ➜ Kongared
Dollo ➜ Dolloed
Toudig ➜ Toudiged
Keffelou ➜ Keffeloued
Kerlo ➜ Kerloed
Percheg ➜ Percheged

Un tamm mat raloc'h eo an dibenn -ien :

ar C'harluer ➜ ar C'harluerien
Gwiomar ➜ Gwiomarien

E-kichen an anvioù familh-se e vez ordinal moaien d'implijet ar ger re :

Killin ➜ reoù Gillin

Tremel ➜ reoù Dremel

Derrien ➜ re Derrien

Pajenn 609 e ro Jul Gros skwerioù deus anvioù familh hag a gemer ur merk benel. N'hon eus ket dastumet nemet unan, gant an dibenn -enn :

ur Jaginenn fall (une mauvaise Jaguin)

A-wechoù e vez ouzhpennet ar ger kozh d'an anv familh : ar Flemm kozh, ar Bihan kozh, Kamus kozh...

Evit ar pezh a sell distagadur an anvioù-se e heuilh al lodenn vrasañ anezhe reolennoù prosodiezh brezhoneg an Hanternoz-Kornog. E-se e vo peurvuiañ an taol-mouezh war an eil silabenn diwezhañ. Dam d'an taol-mouezh-se e vez neutralizet alies ar vogalenn diwezhañ :

Laouenan Lowénen
Lopez Lopes
Gwegen Gwègen

Un toulladig anvioù a vez pouezet war o silabenn diwezhañ koulskoude :

Jorjelin [ʒɔʁ'ʒlin]
Maledant [mal'dãn]
Bodskav [but'skaw]
Kerwazh [ke̞ʁ'wɑ:s]

Gwelet a reomp a-walc'h n'eo ket ken start-se lenn ha distagañ an anvioù familh brezhonek. Un diaesamant bihan da notenniñ memestra, an anvioù gant an heuliad lizherennoù -iou, -ieg, -iel, en dibenn o devez ur silabenn muioc'h evit en galleg gant an taol-mouezh war an eil silabenn diwezhañ :

Paskiou [pas'ki:u]
Kariou [ka'ʁi:u]
Bonnieg [bɔ̃'ni:ək]
Daniel [dɑ̃'ni:əl]

Un anv bennaket a c'hall bezañ un tamm mat diaesoc'h. Aze n'eus ket nemet un dra d'ober, klevet anezhe ur wech da vihanañ !

Le Davayan Davai ['dɑ:vaj]
RaoulRaoul ['ʁɑwəl]
Jézéquel, GicquelYekel ['jekəl]
GuiomardGuioñvarc'h [gwi'ɲɑ̃:nah]
Urvoy, Unvoasan Unvoa ['nynwa]
BotcazouBoudskav [but'skɑw]

Gant an anvioù estren, gall peurvuiañ, e veze heuliet prosodiezh ar brezhoneg, ken naturel ha tra (taol-mouezh, vokalizadur ar c'hensonennoù dibenn, ger-mell ouzhpennet gant ar c'hemmadur war-lerc'h, friadur bogalennoù zo, staoñekadur...) :

DesbordesDebordez [dɛ'bɔʁdəs]

Colasar C'holas [ˈho:ləs]

CamusKamus ['kɑ̃mys]

Nicolas ➜* *Nikolas [ni'co:ləs]

SimonSimon ['simɔ̃n]

Ur c'houlz zo bet e oa ar brezhoneg ar yezh nemeti war maezioù Breizh-Izel. Lonkañ a rae an anvioù estren hep tamm diaesamant ebet o vrezhonekaat anezhe. Eilpennet eo an traoù gant diskar ar brezhoneg en 20vet kantved. Ar vrezhonegerien a-herie na vrezhonekaont ket an anvioù estren ken. Gwashoc'h c'hoazh, war nebeutaat ec'h anavezont hag ec'h implijont distagadur an anvioù brezhonek. Diwar-vremañ eo an eta sivil gall an hini a diviz penaos skrivañ ha distagañ anezhe. Arri eo poent cheñch penn d'ar vazh.