« Le Sauce » pe « ar Saoz » ?

« Le Sauce » pe « ar Saoz » ?

Sell aze ur pennad bet embannet daou viz zo er gazetenn sizhuniek « Ya ! ». Arri eo faegegek ganin klevet ha gwelet an anvioù familh brezhonek skrivet en o stumm gallek… en brezhoneg. Ret e oa din sevel ma mouezh !

Ec’h an da gomz amañ deus un dra hag a displij din hardi ha ne gavan ket ec’h afe an traoù war-wellaat : ar stumm da distagañ ha da skrivañ an anvioù-familh brezhonek gant tud zo.

Evit komz deus ar sujed-se zo ezhomm da displegañ petra eo ar « c’hCode-switching » (« cheñch-kod » a ran-me dioutañ). « Code-switching » a vez lâret pa vez kemeret gerioù digant ur yezh estren hep cheñch o stumm, o distagadur nag o frosodiezh.

D’ar c’houlz ma veze bev ha yac’h ar brezhoneg en Breizh-Izel ne veze ket a « cheñch-kod », pe nebeud-kaer. Brezhonekaet e veze distagadur an holl c’herioù amprestet digant ar galleg. Evit an anvioù-familh gallek e oa ar memes kont. Anvioù gallek evel Desbordes pe Colas zo bet brezhonekaet du-mañ en [dɛ’bɔʁdəs] ha [‘ko:las]. An anvioù-familh brezhonek, evel-just, ne vezent ket distaget gwech ebet en o stumm gallek. Stumm ofisiel an etat-sivil na veze ket implijet war ar pemdez. Ar pezh a veze klevet a oa stummoù brezhonek an anvioù-familh hag an anvioù-bihan (pep anv-bihan gallek zo bet brezhonekaet gant ar reoù gozh).

Bremañ eo cheñchet penn d’ar vazh avat. Sal vui ec’h a war-dreutaat plas ar brezhoneg sal vui e implijer ar « Cheñch-kod » en brezhoneg a-vremañ, ha plantet ur gaoz gallek e-kreiz ur frazenn vrezhonek. Ar pezh a veze ral-kaer gwechall a deu da vezañ klevet ordinal. Gwashañ tra, estroc’h evit gerioù-estlamm pe anvioù kadarn gallek a vez klevet en brezhoneg a-vremañ… stumm gallekaet hom anvioù-familh ivez !

Pa selaouan mediaoù brezhonek ha pa glevan anvioù-familh distaget en o stumm gallek ec’h euzhan. Spontus eo ar cheñch-kod-se d’am divskouarn. Re a vrezhoneg yac’h, hag a anvioù-familh distaget evel e vez gleet, am eus klevet evit anduriñ e vefe distummet hom anvioù-familh.

Ar pezh zo, n’eo ket ken dishañval a-se an traoù pa lenner skridoù brezhonek. A-hervez, pa lennomp e isvokalizomp didrouz en hom fenn ar pezh a welomp merket. Me ma-unan am bez ezhomm da lakaat en brezhoneg Treger ar pezh a welan skrivet. Pa arrian war un anv-familh gallekaet e sac’han kenkent avat. Troc’het-libr eo ma lennadenn. Rak diaesoc’h eo lenn en brezhoneg ur ger skrivet en galleg… na pa vez un anv-familh brezhonek ! E-se e oan gwall dipitet o skoilhañ e niverenn 702 Ya ! gant anvioù evel Pascal Le Palud, Ronan Le Pennec, Morwenn Le Normand, Denise Le Hen, Elouan Le Sauce (ma Doue koulskoude !…), Jean-Claude Le Ruyet ha reoù all c’hoazh, hir a-walc’h e oa ar renabl. Anat deoc’h, gant skriturioù gallekaet a-sort-se ne vez ket broudet an nen d’ober gant ar stummoù brezhonek orin !

Ne soñj ket din koulskoude e vefe ken start a-se lakat anezhe en o stumm brezhonek skrivet. En niverenn 702-se e oa ivez un dornadig skwerioù mat, kalz nebeutoc’h maleüruzamant : Yann-Vadezour ar Rouz, Fañch an Henaff, Yohann an Nedeleg. Petra zo kaoz neuze e tegemeromp evel-se anvioù-familh brezhonek distumm ? Peadra zo d’en em soñjal hañ kwida ?

En gwirionez e klever an tech-se muioc’h-mui gant an nevez-vrezhonegerien. Re alies e vezan souezhet ha dipitet o klevet anezhe o tistagañ o anv-familh dezhe en e (di)stumm gallek, goude ma eo brezhoneg o c’haoz. Kement ha ken bihan ma teu da vezañ ral a-walc’h kavet unan bennaket hag a ro bec’h da distagañ e anv evel e vez gleet.

Ne oaront ket distagañ o anv en brezhoneg, dre an avani n’o deus ket klevet ar stumm brezhonek anezhañ ? Peotramant ne gredont ket ober, ken kustum int gant ar stumm « ofisiel » o deus klevet ordinal ? Pe c’hoazh e reont gant ar stumm melestradurel dre leziregezh ?

Bepred eo, a-benn fin kont eo an etat-sivil gall an hini a vez trec’h war hom yezh. Ne gav ket din eo gwall yac’h leskel ar velestradurezh termeniñ skritur (ha distagadur) hom anvioù. Kalz a charre zo en deizioù-mañ gant tilde Fañch. Diwallomp avat da goll stummoù reizh hom anvioù-familh. Ul lodenn deus teñzor ar yezh int. Implijomp hardi ar stummoù brezhonek anezhe !

Miz kerdu 2018.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *