Hanoiou-lec’hiou Breiz Izel (HLBI)
Kazi bloaz zo on krog da labourat evit ur pikol raktres lañset en 2015, « Hanoiou-lec’hiou Breiz Izel » (HLBI). Daou emaint e penn ar jeu, Loig Cheveau, arbennig war brezhoneg Bro-Wened, ha dreist-holl ar yezhour Iwan Wmffre. Ar pezh a fell dezhe eo renabliñ holl anvioù-lec’hioù Breizh Izel ha dastum o distagadur(-ioù) ha kement tra zo moaien da c’hoût diwar o fenn :
Le Hanoiou-lec’hiou Breiz Izel (HLBI), ou ‘L’Enquête des noms de lieux bas-bretons’, est un projet ambitieux qui a pour objectif de publier 39 tomes contenant les formes indigènes locales ainsi que les traditions et les connaissances concernant environ 60,000 et plus de noms de lieux de la Basse-Bretagne, accompagnées des formes cartographiques et historiques de ces noms.

Avañset-mat eo an dastum ‘ba broioù zo (anvioù-lec’hioù Bro-Leon zo bet peurserret gant Mikael Madeg, reoù Bro-Wened gant Loig Cheveau, reoù Kernev-Uhel gant Humphrey Lloyd Humphreys) ha ‘ba parrouzioù oc’h-unan a-hend-all. ‘Ba takadoù zo n’eo ket bet graet al labour ‘vat, evel ‘ba Bro-Dreger. Se zo kaoz ac’hanta e oa bet goullet ganin daou vloaz zo bremañ gant Iwan Wmffre hag-eñ e vijen kontant da bleal gant anvioù-lec’hioù Bear hag ar parrouzioù war-dro. Respontet ‘ma ya dre an avani ‘ma komprenet kenkent an ezhomm bras a oa d’ober al labour-se prim, ha surtoud on intereset gant ar jeu-se un tamm zo (anvioù-lec’hioù Bear ‘ma bet serret c’hoazh hag embannet war lec’hienn Brezhoneg Bro-Vear).
Sell aze penaos on en em gavet gant holl barroujoù kanton Bear da redek, ha pelloc’h memes (36 parrouz etretout !). Ha dre ma n’on ket displijet-kaer gant al labour-se on bet betek Plagad nevez zo, war bevenn ar brezhonegva. Honnezh ne oa ket war ma listenn, met ingal zo ! Klevet ‘ma komz deus ur vrezhonegerez gozh (gras da Jañ Roualeg-Kere, paotr an NALBB2), ha setu ‘meus gallet mont d’enrollañ anezhi o tistagañ (ul lodenn vat deus) anvioù-lec’hioù Plagad. Un dra gaer eo pa soñjer eo kontet Plagad evel ur barrouz divrezhoneg abaoe fin an XIXvet kantved (linenn J. Loth).
En un ober ur bloavezh on bet degemeret ‘ba un 60 ti bennaket. Ouzhpenn 80 brezhoneger ‘deuint titouret ac’hanon evel-se. 26 parrouz zo kazi achu (da lâret eo eo bet dastumet stumm komzet al lodenn vrasañ deus an anvioù-lec’hioù eno) : Louergad, Benac’h, Plûned, Tregrom, Kaouenneg, Kawan, Kemperven, Lanvezeag, Tonkedeg, Bear, Berc’hed, Beurleudi, Gras, Kervorc’h, Koadaskorn, Langoad, Lannbaeron, Mantallod, Mousteruz, Pederneg, Ploueg, Plouizi, Prad, Sant Laorañs, Skiñvieg, Treglañviz. ‘Ba ar re-seouig e chom un toulladig anv da dastum c’hoazh ha gwiriañ un toullad reoù all. ‘Ba 2 barrouz all ‘meus ket graet nemet boulc’hañ al labour (Pleuzal ha Peurid). Hag 8 parrouz n’on ket bet en enne c’hoazh (Trogirri, Tregonnev, Runan, ar Roc’h, Pouldouran, Hengoad, Rospez, Gurunuhel). E-se e chom kalz a labour din d’ober, a-raok marteze mont pelloc’h c’hoazh, ma vez ezhomm (ha sur a-walc’h e vo ezhomm).

War lec’hienn Brezhoneg Bro-Vear e c’hall an nen selaou anvioù-lec’hioù 24 parrouz dija : reoù Bear ha 23 parrouz all war-dro. Ar reoù all a deuio war-lerc’h, tamm bihan ha tamm bihan. Distribilh zo un tamm ‘ba istemoù ar parrouzioù dre an avani n’eo ket bet urzhiet an anvioù-lec’hioù dre urzh al lizherenneg. Kalz a amzer a gemerfe din hag a-wechoù e vefe un tamm diaes zo kaeroc’h (meur a anv-lec’h zo meneget e frazennoù zo). Feiz, pe e glasko an nen un anv-lec’h resis dre ar bouton « klask », pe e lenno ar frazennoù ‘ba pep istem an eil war-lerc’h eben… Evel e karo e rey !
Evit ar pezh a sell deus skritur an anvioù-lec’h e terc’han gant ar reol a implijan abaoe ar c’homansamant. En treuskrivadurioù brezhonek e vo geuilhet priñsipoù ar skritur peurunvan (e levrioù an HLBI e vo ur skritur « mimetik » avat, evit diskwel perzhioù dibar ar rannyezhoù). Em zroidigezhioù gallek e kavo an nen ar memes stumm rik, da lâret eo an anv-lec’h skrivet en e stumm brezhonek, « reizh » pe « reizh a-walc’h » sañset, ha n’eo ket en e stumm ofisiel, ar pezh a dalvez gallekaet ha neuze distreset peurvuiañ. Gwir eo kement-se evit an anvioù-lec’h bihan, met ken gwir all eo evit anvioù ar parrouzioù : ne glaskit ket « Belle Isle en-Terre » war al lec’hienn, na pa vez dre ar galleg, ne gavfet ket mann ebet. Divyezhegezh an anvioù-lec’h zo garz, ha maluruzamant ec’h a war-raok war pañkardennoù ar vro…

En e studiadennoù e tegas da soñj Ofis Publik ar Brezhoneg penaos e renkfer
« prend[re] en compte les recommandations du groupe d’experts des Nations Unies sur les noms géographiques (GENUNG) pour la normalisation de l’écriture des noms de lieux. Notamment les deux principales, une forme unique pour chaque nom, et respect de la langue de création du toponyme transcrit selon l’orthographe de cette langue. »
Labour e-leizh ‘mez han-se. Kazi un abuzetez eo, met kement a blijadur ‘mez war ar memes tro ! Bezañ degemeret (mat-kaer peurvuiañ !) ‘ba kement a dier hag a familhoù, ober anaoudegezh gant brezhonegerien gozh a-bep-sort a ‘deus desket brezhoneg war barlenn o mamm, klevet digante ha santout ar blijadur da gomz deus o farrouz ha deus o buhez bet, bezañ pedet da adretorn pa garan, tout se ‘ba o yezh kentañ a zo chomet yezh ho kalon… Un dra gaer eo da vevañ, sur ha n’eo ket marteze, ha ‘meus ket tamm keuz ebet da vezañ staget ganti. Kaeroc’h zo, aliañ a ran nep a gar da stagañ ganti d’e dro, ezhomm zo tud c’hoazh evit kas da benn raktres an HLBI !
3 réflexions sur « Hanoiou-lec’hiou Breiz Izel (HLBI) »
Ar beure-mañ oan divunet abred ha vel-se meus tremenet un eurvezh kazimant war bajenn anvioù lec’h Plouaret. Start eo furchal barzh. Posubl vije renkañ ‘nezhe dre urzh ak lizherenneg, pe war ur gartenn? Pezh zo ivez zo diferañs tre an dud, Anna Briker deus un tu (gant ar re mañ teus bet plijadur meus aon) ha Marie-Thérèse Le Bras deus an tu all, distagont ket memes doare. Da skouer: Kerwezan / Keravezan. Petra soñjal deus se?
Trugarez da embann sa soñj, evel-se e vez gwellaet an traoù.
Gros-gros eo an danvez laket war al lec’hienn. En disurzh emañ an anvioù-lec’hioù (lakat urzh en enne a c’houllfe amzer… amzer ha na ‘meus ket evit ar poent ; ur gartenn a vefe an gwellañ… ur deiz bennaket marteze ?) ha meur a distagadur a vez klevet a-wechoù evit ar memes anv-lec’h (da skwer eo kalz welloc’h « Kerwezan » evit « Keravezan » 😉 ) .
Evit kavet un anv-lec’h bennaket ec’h alian ac’hanout d’implijet bouton klask da verdeer. Evit an analiz deus an distagadurioù e vanko gortoz ken e vo embannet el levrioù.
Bonjour
Je trouve ce machin, dit de « recherche » plutôt curieux et inadapté à ce que connaît le breton aujourd’hui.
Est-il présomptueux d’avoir un numéro de téléphone à qui parler quand on prétend recenser, à titre muséographique uniquement, des prononciations orales.
Merci beaucoup
Voici le mien 06 81 92 32 99
merci au cas, où vous trouveriez dans votre agenda 30 secondes d’oralité