10 vloaz eo « Brezhoneg Bro-Vear » !
🔟 vloaz !
En 2016 e oa bet krouet ha lañset al lec’hienn web « Brezhoneg Bro-Vear », gant ar pal reiñ da lenn ha da glevet ar brezhoneg evel ma vez kaozeet er XXIañ kantved gant brezhonegerien a-vihanik kreiz Treger.
…Abadenn radio « Va Breizh din-me »
28/11 : Beilhadeg en Trezelan / Veillée à Trezelan
29/11 : Beilhadeg en Trezelan / Veillée à Trezelan
28/09 (BEAR) : Priz Herve ar Menn 2024
28/09 : Abardaevezh vrezhonek en Bear (Priz Herve Ar Menn 2024)
Abadennoù radio « Pesa mod ‘ve lâr’t ? » (2018)
En 2018 e oa bet enrollet un toulladig abadennoù radio gant Tomaz Laken (deus Radio Kreiz Breizh) evit ar rummad « Pesa mod ‘ve lâr’t ? », skignet gant Radio Kerne.

16/02 : Prezegenn diwar ar Jeorji hag an Armeni / Conférence sur la Géorgie et l’Arménie
Abadenn ‘ba ti ar reoù gozh
D’ar sadorn 18 a viz Du e oamp bet, Riwal ha me, oc’h ober un tamm abadenn ‘ba ti ar reoù gozh en Bear. Un toullad kontadennoù hag ur ganaouenn d’achuiñ, gant-se e oa evuruz hom reoù gozh eno ! Trugarez da Résidence du Kreiz-Kêr evit an degemer.







