Mont a ra war-raok an HLBI en Treger
En 59 farrouz eo boulc’het al labour, kazi achu en ul lodenn vat anezhe. Derc’hen a ra an traoù da vont war-raok !

En 59 farrouz eo boulc’het al labour, kazi achu en ul lodenn vat anezhe. Derc’hen a ra an traoù da vont war-raok !
Kazi bloaz zo on krog da labourat evit ur pikol raktres lañset en 2015, « Hanoiou-lec’hiou Breiz Izel » (HLBI). Daou emaint e penn ar jeu, Loig Cheveau, arbennig war brezhoneg Bro-Wened, ha dreist-holl ar yezhour Iwan Wmffre. Ar pezh a fell dezhe eo renabliñ holl anvioù-lec’hioù Breizh Izel ha dastum o distagadur(-ioù) ha kement tra zo moaien da c’hoût diwar o fenn :
Le Hanoiou-lec’hiou Breiz Izel (HLBI), ou ‘L’Enquête des noms de lieux bas-bretons’, est un projet ambitieux qui a pour objectif de publier 39 tomes contenant les formes indigènes locales ainsi que les traditions et les connaissances concernant environ 60,000 et plus de noms de lieux de la Basse-Bretagne, accompagnées des formes cartographiques et historiques de ces noms.
Dimerc’her penn-sizhun an hini e oa. O tont d’ober un tamm gweladenn d’am mamm-gozh e oan. A-raok mont kuit ‘deva diskwelet din he had koko. Un tamm poan ‘deva kemeret o tigloriñ ar re-seouig hag o trempañ anezhe etre feuilhennoù paper journal. Dibabet ‘deva ar reoù vras anezhe, met ne oa ket bet aezet dezhi, d’an oad a 92 vloaz…
…A-benn ar sizhun all ec’h a levraoueg vrezhonek Ti ar Vro da addigeriñ goude bezañ bet serret ur bloavez hanter. E-skeud-se e vo adlañset ar c’haozeadennoù brezhonek eno, hag ur blijadur eo dimp bezañ ar reoù gentañ da vezañ pedet.
Dimerc’her an hini e vo, da 20h30, e Ti ar Vro en Kawan. Evit mann. Titouroù all war lec’hienn Ti ar Vro.
A l’occasion de la réouverture de la bibliothèque bretonne de Ti ar Vro, l’association Hent Don est invitée de la causerie en breton. Rendez-vous mercredi à 20h30 à Ti ar Vro (Kawan).