Aet eo Yann an Du d’an anaon

Aet eo Yann an Du d’an anaon

Dimerc’her penn-sizhun an hini e oa. O tont d’ober un tamm gweladenn d’am mamm-gozh e oan. A-raok mont kuit ‘deva diskwelet din he had koko. Un tamm poan ‘deva kemeret o tigloriñ ar re-seouig hag o trempañ anezhe etre feuilhennoù paper journal. Dibabet ‘deva ar reoù vras anezhe, met ne oa ket bet aezet dezhi, d’an oad a 92 vloaz…

Hag a-greiz kaozeal e oa un deut un dra bennaket ganti evel « a’i on lunatig ! ». Sachet ma evezh war an taol, met ne oan ket sur-kaer deus ar pezh ‘ma intentet. « Goull ganti pe nompas ober ? », sell aze ar pezh ‘ma soñjet e-pad div segondenn. A-benn ar fin ‘ma kavet gwelloc’h leskel anezhi da derc’hen he c’haoz, trawalc’h ‘ma abuzet anezhi ha surtout, trawalc’h a draoù ‘ma bet serret ‘ba ma c’harned an dro-se.

Ne oan ket deut er-maez ar porzh ma welen unan bennaket o tegemenn marv Yann an Du war ma fellgomz. « Daonet ! n’eo ket posubl emezon-me… ».

N’eo ket ‘met en deizioù war-lerc’h ‘ma gouvezet, en ur lenn ar pezh a vije embannet amañ hag a-hont diwar-e-benn, e oa marvet oc’h ober un tamm bale en Sant Kae an deiz-se, d’an oad a 82 vloaz.

Un toullad bloavezhioù ‘oa ‘ma graet anaoudegezh gantañ, gant ur reunion delc’het en Karaez evit ar SEB, Société Ethnolinguistique Bretonne. A-baouez embann e c’heriadur diwar-benn brezhoneg Plougouskant e oa-eñ. Deus hom zu ‘mamp nevez-lañset lec’hienn Brezhoneg Bro Vear. Danvez da glakenniñ hañ kwida ! Soñj ‘meus c’hoazh ‘ma lâret dezhañ penaos, pa gleven anezhañ ‘ba RKB, e kaven e oa heñvel-eston e vrezhoneg deus an hini e oan kustum da glevet en Bear.

N’omp ket en em welet nemeur abaoe, maluruzamant, met delc’het ‘meump d’en em daremprediñ dre internet. Ur wech an amzer e c’houllen traoù gantañ diwar-benn brezhoneg Treger, ha bep gwech e responte ac’hanon deus e wellañ. Gwechoù all eo eñ an hini a degase gourc’hemennoù dimp diwar-benn hom lec’hienn hag ar pezh a reomp. Ken ‘ma pedet anezhañ da dont da brezeg d’ar staj a oamp sañset ober e miz genver-c’hwevrer e penn kentañ ar bloaz-mañ… Re nebeud a dud eñskrivet, renket ‘ma lâret dezhañ e vije gortozet un toullad sizhunvezhioù evit propoziñ devezhioù all. « N’eo ket gwall strikt, emezon-me dezhañ, ‘to ket ‘met dont du-mañ evit an deizioù, dimp d’ober un tamm kaoz asambles ». Paour-kaezh Yann ‘na ket gallet dont, telefonet ‘na din ar beurevezh-se da lâret din ne oa ket en e charreoù. Nebeud goude e oa staget ar c’hleñved bras war ar vro, ken ‘meump ket bet an digarez d’en em welet a-benn ar fin.

Bras-minabl eo ar c’holl evit ar vrezhonegerien. N’en em rent ket kont an nen war an taol. N’eo ket ‘met un toullad devezhioù goude ‘h arri en nen da vuzuriñ ar pezh a zo aet diganimp gant marv Yann.

Daou viz zo ‘meus staget da skrivañ geriadur brezhoneg Bear ha war-dro, diwar an danvez bet dastumet… ugent vloaz zo bremañ (ma Doue ! dont a ra an amzer…). Al lodenn vrasañ deus ma amzer libr ‘h abuzan war al labour-se. Pad a rey mizvezhioù, bloavezhioù marteze. Oberenn ur vuhez an hini a vo. Ha bemdez pa ‘n em lakan da labourat e vez geriadur Plougouskant tal-ma-c’hichen. Ha bep tro ma komañsan skrivañ ur pennad diwar-benn ar ger-mañ-ger e klaskan anezhañ ‘ba geriadur Yann da gentañ. Sachet e vez ma evezh war distagadurioù, troiennoù, sterioù na ‘ma ket taolet plê dioute betek-henn. Abominabl on rekouret gantañ. Ma ‘mije bet digarez da welet anezhañ ur wech hepken ‘ma lâret se dezhañ. Siwazh ‘meus ket bet ha ‘mo ket.

Marvet eo Yann d’ar c’houlz ma vez ma fri sul-gouel-pemdez ‘ba e levrioù. Ne oa ket a gistion a beurunvan gantañ. Ingal zo. Pinvidik-kaer eo an danvez en enne, ha dreist-holl eo resis an distagadur ken ‘h eo. A-hed e vuhez ‘neus dastumet brezhoneg e barrouz, ha studiañ anezhañ pizh-pizh ‘neus graet. Evelton e oa Yann, sot gant brezhoneg e barrouz, ha dam da se ‘gav din en em sentemp tost an eil d’egile. Se zo kaoz ivez ‘mijemp bet bern traoù da lâret an eil d’egile, ha moarvat ‘nije roet kalz a alioù din evit skritur ma geriadur. Re diwezhat eo bremañ. Desped ‘meus.

Ur paotr plaen hag aezet, joaius ha kaozeus an hini e oa. Tout an dud ‘deus skrivet diwar-e-benn abaoe e varv zo a-unan evit deskrivañ anezhañ evel-se. Ne dislârin ket anezhe. Hag un den leun a spered, anavezet en estren-vro ha meulet e-mesk ar glaskerien. Ne oan ket a-du gant darn deus e soñjoù. E sell war dazont ar yezh da gentañ. Leskel a rin se a-gostez ha derc’hen a rin soñj kentoc’h deus al labourioù dispar ‘neus degaset d’ar vrezhonegerien : geriadurioù brezhoneg Plougouskant hag evel-just an NALBB.

Eizhtez zo, daou devezh goude e varv, e oan o lenn e c’heriadur galleg-brezhoneg a-dreuz hag a-hed. Ha ma daoulagad o kouezhañ war ar frazenn-mañ : « j’ai la vue qui baisse ay õ lunatéĝ ». Manet e oan war ma c’hemend-all. Ur pezh gle ‘mo en e geñver pa ‘mo fin gant ma labour.

Merdi dit ha kenavo Yann.

gs : Pa soñjan e oa e c’heriadur, nevez-embannet d’ar c’houlz-se, ganin en ospital pa oa ganet ma eil mab…

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *