Kentañ 'oa
Publié : 21 octobre 2016, 12:26
Klevet ganin teir gwech al lavarenn-se gant Lusieñ. Daou skwer :
Kavout a ra din e talv "a-greiz-tout". Bet 'peus klevet pe lennet anezhi tu bennak ?
An deiz all e oamp amañ o kaozeal, an hini yaouank, (kentañ a oa ?) e welez ul logodenn oc’h esa dont amañ.
Hag eu... kentañ a oa, o welet... o welet un tamm deus an avion evel ur bortierenn pe un damm bennaket o tont... o tont deus an avion ha kentañ a oa (reoù ?) o welet tan o tont gantañ.
Kavout a ra din e talv "a-greiz-tout". Bet 'peus klevet pe lennet anezhi tu bennak ?