Page 1 sur 1

Diwall

Publié : 15 mars 2015, 13:05
par Riwal
E brezhoneg standard e vez ar verb er stumm ya goude diwall :
Diwall da gouezhañ.

Met er pezh 'meus dastumet e vez er stumm nac'h, diwar ar galleg moarvat :
http://www.brezhonegbrovear.bzh/geriadur.php?ger=528

Tangi, gwelet a ran 'teus ur frazenn gant ar verb er stumm ya :
http://www.brezhonegbrovear.bzh/klask.php?frazenn=3775

Petra 'peus dastumet a-hend-all?

Re: Diwall

Publié : 16 mars 2015, 23:36
par Tangi
Sell aze lodenn vrasañ ma skwerioù gant diwall :
diwall da gouezhal
diwall da nompas leskel anezhañ da gouezhal
diwall da derriñ anezhañ peotramant vo savet unan all dit war da revr !
diwall d’ober se
ret eo diwall petra lâret hañ
diwall da dorriñ anezhañ !
diwall d’ober se te !
diwall d’az penn !
diwall da vont da gaoc’h-ki  !
diwall da gouezhañ bepred !
diwall da dapout da daouarn !
diwall da gouezhañ
diwall e kouezhje ganit
diwall e kouezhje ganit
diwall da gouezhal
diwall e touchfent deus an traoù
diwall e sachfe warnañ !
diwall e kreuvfe ar sac’

Re: Diwall

Publié : 17 mars 2015, 19:16
par Riwal
Neuze e ranki lakaat un nebeud frazennoù, kar evit poent n'eus ket 'met skwerioù gant "nompas" er geriadur.

Re: Diwall

Publié : 17 mars 2015, 21:37
par Tangi
Ar frazennoù se 'mo d'ober lakat anezhe 'ba ar geriadur neuze, kod ar ger "diwall" a lakin dezhe ?