Page 1 sur 1

Ga(r)drobenn / Angrommenn

Publié : 06 octobre 2025, 20:14
par Julien
Ma zad neus klevet ar ger "gardrobenn" gant e vamm diwar un tamm plas ‘zo war-lein ar vogerenn, hed-ha-hed dindan an doenn ‘ba ar c’hrignol. Moaien ‘zo da glozañ tammoù traoù eno.
Ne meus ket bet tapet kavout ur ger hañval diontañ e brezhoneg, met a-benn ar fin on kouezhet war ur ger all gant ar memes sinifikasion pa oan o klask gerioù tunodo 'ba an tamm levr Buhez Ernest ar Barzhig (skrivet gant Y. Bouëssel du Bourg) : angromen.
frazenn 44165 LM a écrit :
ne oa ket kambr ebet peogwir ne oa ket nemet eu... met (kurius eo ?) e oa "ur gadrobenn" a vije graet diouti kwa
[wa kə kɑ̃m bet py’gy:ɹ wa kə mɛd ə mɛ ki’ɾjyz e̞ wa ga’dɾo:bən viʒe gwɛt tɔ̃ti kwa]
il n’y avait aucune chambre puisque il n’y avait que euh... mais (c’est curieux ?) il y avait "un espace de rangement sous les combles" comme on disait quoi
Buhez Ernest ar Barzhig Yann Bouëssel du Bourg 1978, Tapuscrit et manuscrit (en breton et en français) a écrit :
angromen (lein ur voger dindan an doenn en ur c’hrignol) (p.9/83)
https://bibliotheque.idbe.bzh/data/cle_ ... rzhig_.pdf
GERIADUR BRAS F. FAVEREAU brezhoneg-galleg a écrit :
ARGROMMENN /arˈgrõmən/, /argromɛn/, /agromɛn/, AÑGROMMENN /ãˈgrõmən/ Go<PE* b.-où
piédroit (& pied-droit – kmg argrwm convex) : war an a(r)grommenn e oa lakaet on le mit sur le pied-droit (le haut du mur dans les combles sous l'auvent de toiture)
*Go<PE (Goélo, remarques orales de Per Even / Goudelin)
© Francis Favereau 2020
https://www.skolvreizh.com/geriadur-meu ... -favereau/
DEVRI Le dictionnaire diachronique du breton – Martial Menard a écrit :
angrommenn f. -où (architecture) Piedroit.
(1972) BAHE* 75/39. Kavet e vezent [al levrioù] e korn prenestr an ti pe war angrommennoù ar solieroù.
*Barr-heol war feiz ha Breizh. (Revue dirigée par M. Klerg, 100 numéros parus, 1953-1978).
https://devri.bzh/dictionnaire/a/angrommenn/

Re: Ga(r)drobenn / Angrommenn

Publié : 09 octobre 2025, 22:36
par Tangi
Kemeret en defe ar ger "gardrobenn" plas "angromenn" en hom brezhoneg neuze ?

Re: Ga(r)drobenn / Angrommenn

Publié : 10 octobre 2025, 23:30
par Julien
Start eo lâret. A-benn neuze 'vefe bet meur a cheñchamant gant ar ger-se. Ret 'vefe klevet anezhañ gant tud all evit goût hag-eñ eo hennezh stumm ar vro bremañ.

Pe zo bet graet un tamm brezhonekaet anezhi diwar ar ger « garde-robe » direkamant, pe zo bet savet ar ger-se en ur distummañ ar ger « angrommenn » pe evel 'oa gant levezon ar ger galleg « garde-robe ».