Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

aezet

Stummioù : aezet ; aezetañ ; aezetoc'h ;

facile

Retorn d'ar frazennoù kentañ

Met bezañ zo traoù evel-se ha zo simpl d'ober ma kerez, heu, n'int ket diaes d'ober tamm ebet, ha ne vefe ket soñjet biken pegen aezet e vijent d'ober.

Mé béañ zo trèw vé-sé a zo zim t’or ma kées, eu, n’int ke diaès t’or tamm bét, a véfé ket joñjet biken pégen ézet vijènt d’or.

Mais il y a des choses qui sont simples à faire, si tu veux, elles ne sont pas difficiles à faire du tout, et on n'imaginerait jamais à quel point elles sont faciles à faire.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Pa on dimezet me, aze zo bet cheñchamant, ne vije ket... A-benn neuze e oa deut machinoù ivez, ha e oa aezetoc'h labourat.

Pé ’h oñ diméed mé, ahé zo bé cheñchaman, vijé ke… Bènn neuhé oa deut machino ie, oa èstoh labouret.

Quand je me suis mariée, il y a eu du changement... Les machines sont apparus à cette époque, et c'était plus facile de travailler.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

'Na graet ar salle de traite, neuze e oa aezetoc'h din o c'horo neuze, neuze e oan e-barzh an toull o c'horo, ha neuze, ar saout a vije tro-ha-zro din, ha neuze, ne vije ket ret din plegañ da brañchañ anezhe quoi, se an hini eo an gwashañ. Se an hini a oa an gwashañ, plegañ da brañchañ anezhe.

Na gwèt salle de traite, neuhé oa êsêtoh din horo neuhé, neuhé oan ba ’n toull horo, a neuhé, zowt vijé tro-a-zo din, a neuhé, vijé ke rét tin plégañ de brañchañ nè quoi, zé ni è ’n gwasañ. Zé ni oa ’n gwasañ, plégañ de brañchañ nè.

Il avait fait la salle de traite, donc c'était plus facile pour moi de traire, j'étais dans le trou en train de traire, les vaches étaient tout autour de moi, et donc je n'avais pas besoin de me pencher pour les brancher, c'est ça le pire. C'était ça le pire, se pencher pour les brancher.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Ha goude pa 'mamp arru muioc'h neuze, a-benn neuze e oa graet, e oa graet ar machin ha siloioù ha tout, ha evel se, neuze e oa aezetoc'h reiñ boued dezhe, neuze goude e oa graet ar salle, neuze e oa graet ar salle de traite neuze.

A goudé pé mam ai muoh neuhé, bènn neuhé oa gwèt, oa gwèt machin a siloio a tout, a vesé, neuhé oa êstoh rèin bwét tè, neuhé goudé oa gwèd salle, neuhé oa gwèt salle de traite neuhé.

Et après, quand on en a eu plus, c'est à ce moment qu'on a fait la machine et les silos et tout, et comme ça, c'était plus facile de leur donner à manger. Peu après, on a fait la salle de traite.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Ha feiz neuze pa oa arru ar podoù, feiz neuze e vijen ma-unan o c'horo neuze. Neuze e oa aezetoc'h.

A fé neuhé, pé oa ai poujo, fé neuhé vijèn mehun horo neuhé. Neuhé oa ézêtoh.

Et alors quand sont arrivés les pots [sur la machine à traire], j'étais seule à traire. C'était plus facile.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)