Brezhoneg Bro-Vear

Galleg > Brezhoneg

possible (être –)

moaien (bezañ –)

Ha feiz, neuze Maman, pa oamp retornet d'ar skol, a oa aet da welet la directrice, ha neuze 'na goulennet hag-eñ e oa moaien, a-benn neuze 'ma graet, quoi ? pemzektez skol, hag-eñ e oa moaien da lakat ac'hanon e-barzh ar c'hlas certificat neuze.

A fé, neuhé Maman, pé oam rétornet te skol, oa èt te wélet la directrice, a neuhe na goulet ag-eñ oa mwoien, bènn neuhé ma gwèt, quoi ? Pèmzékté skol, ag-eñ oa mwoien de laked añoñ bah hlas certificat neuhé.

Et alors, Maman, quand nous sommes retournées à l'école, était allée voir la directrice, et lui avait demandé s'il était possible – pour alors j'avais fait quoi ? Quinze jours d'école – s'il était possible de me mettre dans la classe de certificat.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Se a depante deus an amzer. Kar ne oa ket a voaien da bleal deus ar gwinizh 'met pa vijent sec'h.

Zé dépanté deuz 'n amzer. Ka oa ke vwoien de bléel deuz gwinis mét pa vijènt sêh.

Ça dépendait du temps. Car on ne pouvait s'occuper du froment [le stocker] que quand il était sec.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Al loened eo ret pleal dionte ar pezh a vez d'ober dezhe tout, feiz, n'eus ket a voaien d'ober... Oh bac'h ! me 'h a d'ober un devezh... Goro herie hag arc'hoazh e rin un devezh ober traoù all, met neuze aze n'eus ket a voaien d'ober se heñ.

Loèned è rét pléel donté péz vé d'or dè tout, fé, n'eus ke vwoien d'or... O ba ! Mé 'h a d'or 'n déwes... Goro héié hag arhoas rin 'n déwez or trèw all, mè neuhé ahé n'eus ke vwoien d'or zé eñ.

Il faut s'occuper des bêtes en faisant ce qu'il faut, ce n'est pas possible de faire... Oh bah, je vais faire une journée de traite aujourd'hui, et demain je ferai une journée d'autre chose, mais ce n'est pas possible de faire ça.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ha tout an traoù a oa renket boutañ anezhe er-maez, tout ar c'hirri ha tout an traoù, machin, an alar, tout ar stal, tout an ostilhoù da labourat gante, a oa renket lakat anezhe er-maez. Ah ya, ne oa ket a voaien da leskel anezhe aze sell.

A tou ’n trèw oa rènket boutañ nè mês, toud hirri a tou ’n trèw, machin, ’n aller, toud stal, tou ’n ostilho de labouret gantè, oa rènket lake nè mês. A ya, oa ke vwoien lêskel nè ahé sèll.

Et il avait fallu tout pousser dehors, toutes les charrettes et toutes les choses, la charrue, toutes les affaires, tous les outils de travail, il avait fallu les mettre dehors. Ah oui, on ne pouvait pas les laisser là, tiens.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Arabat e vije ober re, ah ya kar... Ha pa vije re domm ar billig, te, kazi ne oa ket a voaien delc'hen d'ober krampouezh, peogwir neuze 'h aent du.

(A)rabat vijé or ré, a ya ka... A pa vijé ré domm billik, té, kahé oa ke vwoien dèrhen dor krampous, pegur neuhé 'h ènt du.

Il ne fallait pas en faire trop [du feu], car... Et quand la galetière était trop chaude, on ne pouvaient presque plus faire de crêpes, car elles noircissaient.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

n'eus ket moaien da vezañ

[nøs kə 'mojən də 'veɑ̃]

ce n'est pas possible qu'il y en ait

Frañswa ar Bihan, 1931, Bear (dastumet gant Tangi)

'oa ket a voaien da lakat ouzhpenn

[wa kə ’vojən də ’lɑkə spɛn]

il n'était pas possible de mettre plus

Ivet Aofred, 1931, Bear (dastumet gant Tangi)

Moaien a vez lâret se c'hoazh ya.

[ˈmojən ve lɑːʁ ze hwɑs ja]

Il y a moyen, possibilité de dire ça aussi oui.

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)