Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

eizh

Stummioù : eizh ;

huit

Peogwir e oa eizh vloaz etrezomp, etre X ha me.

[pə’gyːʁ wa ’ɛjz la ’tʁeõm – tʁe X a meː]

Pace qu'il y avait huit ans entre nous, entre X et moi.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Eñ 'na dija eizh vloaz warn-ugent dija a-benn neuze.

Eñ na déja èiz la warn-ugen déjà bènn neuhé.

Lui avait déjà 28 ans à cette époque.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Ha hennezh ne sava ket abred hañ, hennezh a vez eizh eur a-benn e vez o tremen.

A heñ sava ked abréd añ, heñ vé èiz eur bènn vé trémen.

Et lui il ne se lève pas tôt, il est huit heures quand il passe.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Met e vez eizh eur deus noz a-benn 'h arru da c'horo goude deus noz ivez.

Mè vé eiz eur deuz noz bènn 'h ai de horo goudé deuz noz ie.

Mais il est huit heures du soir quand il arrive traire aussi.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

C'hwec'h eur, c'hwec'h eur hanter, a-benn seizh eur ordin e vije ar machin da c'horo o tont en-dro heñ. A-benn eizh eur, eizh eur hanter e vije fin da c'horo.

hwèh eur, hwèh eur anter, bènn sèiz eur ordin vijé machin de horo ton dro eñ. Bènn èiz eur, èiz eur anter vijé fin da horo.

La machine de traite était en marche pour six heures, six heures et demie, sept heures. Pour huit heures, huit heures et demie, la traite était terminée.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Met ur wezh e oamp bet e Gwengamp, o kas ne 'meus ket soñj pet kochon, eizh pe dek a gav din, met lavaret 'ma dezhañ : Aze deui ganin. Ya ya emezañ, ne laoskin ket ac'hanout da vont da-unan da Wengamp emezañ gant kargad ar seurt-se.

Mèd er wêj oam bé Gwéniom, kas meus ke joñj pét kochon, èis pé dék, gaf tin, mè laat ma déañ : Ahé di genin. Ya ya, méañ, loskin ked añwt te von tehun de Wéniom méañ, gan kargat sort-sé.

Mais une fois nous étions allés à Guingamp, pour amener je ne sais plus combien de cochons, huit ou dix, mais je lui avait dit : là tu viendras avec moi. Oui, qu'il dit, je ne te laisserai pas aller seule à Guingamp, avec un chargement de ce genre.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ya. Ya, moc'h lart, eizh kochon.

Ya, ya, moh lart, eis kochon.

Oui, des cochons gras, huit cochons.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Amañ a oa partiet dec'h da seizh eur...da seizh eur da noz a oa partiet betek...betek eizh eur hanter evit ar beure.

[ˈɑ̃mɑ̃ paʁˈtiət deχ də ˈsɛjzəʁ də ˈsɛjzəʁ də nɔ̃ːs wa paʁˈtiət də ˈbekɛ ˈbekə ˈɛjzəʁ ˈhɑ̃ntəʁ wi ˈbœːʁe]

Ici il est parti hier à sept heure du soir jusqu'à huit heure et demi ce matin. [le courant]

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

Me pa oa o terc'hen menaj ma ezhomm etre seizh eur hag eizh bepred.

[me pe wa ˈtɛhɛn ˈmenaʃ ma eːm tʁe ˈsɛjzəʁ a ˈɛjzəʁ ˈbopət]

Moi quand je tenais la ferme j'avais besoin [de dormir] entre sept et huit heures en tout cas.

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)