Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

kozhañ

Stummioù : gozha ; gozhan ; gozhañ ; gozher ; kozhañ ;

Gwelet an tem Divalavaat

vieillir

n'eo ket a-walc'h kozhañ, fallaat an hini a ran

[nɛ kə wɑh 'ko:zɑ̃ va'lɑ:d n:i rɑ̃]

ce n'est pas le tout de vieillir, je décline

Lusien Karluer, 1928, Bear (dastumet gant Tangi)

N'eo ket a-walc'h kozhañ... mont da foutr !

[ne̞ kə waχ 'koːzã – mõn tə fut]

Ce n'est pas le tout de vieillir... [le pire c'est de] décliner !

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ma fenn a derc'h da gozhañ pa gozhan me ivez. Ma fenn a derc'h da gozhañ pa gozhan me ivez.

Ma tête continue de vieillier puisque je vieillis moi aussi.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

jachère (laisser en –)

leskel anezhañ da gozhañ

['lɛskə neɑ̃ də 'go:zɑ̃]

le laisser en jachère [par ext. en friche]

Selina Jagin, 1920, Bear (dastumet gant Tangi)