Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

kraou

Stummioù : c'hraou ; c'hraoù ; c'hrevier ; graou ; kraou ; kraoù ; krevier ;

Gwelet an tem Ar c'hrevier

crèche

1. Ha e oa daouzek kraou, ya, nann... 2. C'hwec'h e pep tu. 1. C'hwec'h e pep tu.

1. A oa dowzek krow, ya… Nann. 2. Hwèh pop tu. 1. Hwèh pop tu.

1. Il y avait douze crèches, oui, non... 2. Six de chaque côté. 1. Six de chaque côtés.

1. Plac'h, 1925, Trezelan (Bear)
2. Plac'h, 1946, Pederneg
(dastumet gant Riwal)

Ma kerez e degasin anezhañ ganin, ha e deufomp da welet ar c'hraou moc'h neuze, penaos eo graet, penaos e oa graet.

Ma kées dièsin néañ ganin, a défom de wéled hrow moh neuhé, penoz è gwèt, penoz oa gwèt.

Si tu veux, je viendrai avec lui, et nous irons voir la porcherie, voir comment elle est faite.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Ah ya, geo, gwir eo, a-benn neuze e oa ur bac e-barzh... tal-kichen kraou ar saout d'ar c'houlz-se. Pa oan arru me, peogwir kraou ar saout a oa... feiz e vije graet evel e vije gwezhall ivez, quoi.

A ya, gè, gwir è, bènn neuhé oa bac bah… tal kichen krow zowt de houls-sé. Pé oan ai mé, pegur krow zowt oa… fé vijé gwèt vèl vijé gwéjall ié quoi.

Ah oui, c'est vrai, à cette époque il y avait un bac dedans... À côté de l'étable. Quand j'étais arrivée... Parce que l'étable était... On faisait comme on faisait autrefois.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Peogwir e oa sañset bezañ modern un tamm bihan, peogwir e oa krevier...

Pegur oa sañset béañ modèrn tamm bïen, pegur oa krêvier.

Parce qu'elle était censée être un peu moderne, puisqu'il y avait des crèches...

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

A-wezhioù pa vije, pa vije krevier da vidañ e-kerzh ar goañv, se a vije start a-walc'h d'ober quoi, kar pa vije loened e-barzh ar c'hraou e-kerzh ar goañv feiz, e vije start pa vije ret vidañ dindane quoi.

Wêjo, pa vijé... pa vijé krèvier de vidañ kèrz gouañ, zé vijé stard wah t’or quoi, ka pa vijé loened bah hrow kèrz gouañ fé, vijé start pé vijé rét vidañ dinanè quoi.

Parfois, quand il y avait des crèches à vider en hiver, c'était assez difficile à faire, car quand il y avait des bêtes dans la crèche en hiver, c'était difficile quand il fallait vider sous elles.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

hag e vezont lakeet a-us, 'ba krevier saout, 'ba toull an nor, evit ampich an dardred

[a vɛɲ la’keə ys ba ’krɛ:vjər zɔw ba tul’no:ɹ wid ’hɑ̃mpiʃ ’dɑɹdɾət]

et on les met au-dessus, dans les étables, dans l'entrée de porte, pour empêcher les dartres [gui]

Janed Merrien, 1936, Bear (dastumet gant Tangi)