Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

tamm ebet

du tout

Ar pezh a gavan gante, n'int ket sec'h tamm ebet.

Pés gavan gantè, n'int ke sêc'h tamm bêt.

Ce que je leur trouve, c'est qu'ils ne sont pas du tout secs.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ah honnezh ne vez ket poazhet ? Tamm ebet ?

A oñs vé ke poahet ? Tamm bét ?

Ah, on ne cuit pas celle-là ? Pas du tout ?

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Met bezañ zo traoù evel-se ha zo simpl d'ober ma kerez, heu, n'int ket diaes d'ober tamm ebet, ha ne vefe ket soñjet biken pegen aezet e vijent d'ober.

Mé béañ zo trèw vé-sé a zo zim t’or ma kées, eu, n’int ke diaès t’or tamm bét, a véfé ket joñjet biken pégen ézet vijènt d’or.

Mais il y a des choses qui sont simples à faire, si tu veux, elles ne sont pas difficiles à faire du tout, et on n'imaginerait jamais à quel point elles sont faciles à faire.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

An daou-ugent kentañ 'meump gounezet ervat, bien, ar reoù war-lerc'h, ac'hanta, ne oa ket gounezet kalz tra, ha neuze 'meump graet unan all c'hoazh, ha ar re-se bepred 'meump ket gounezet tamm ebet

’N dow-ugen kéntañ meum gonéet vat, bieñ, réw war-lèrh, hanta, oa ke gonéet kales tra, a neuhé meum gwè ’n all hoas, a ré-sé bopet, meum ke gonéet tamm bét.

Les quarante premiers [porcs], nous avons bien gagné, bien, les suivants, eh bien, nous n'avons pas gagné grand chose, et alors nous avons encore fait un essai, et ceux-là, nous n'avons rien gagné.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

'Na ket tamm c'hoant ebet da c'horo, nann. Gwel a-walc'h a raen warnañ 'na ket.

Na ke tamm hoan bét te horo, nann. Gwèl wah rèn warnañ na ket.

Il n'avait aucune envie de traire, non. Je voyait bien à sa mine qu'il n'avait pas envie.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)