Gwelet an tem Bezañ sot
hemañ zo genaoueg
['hemã zo ge'no:k]
celui-ci est con
Selina Jagin, 1920, Bear (dastumet gant Tangi)
▶ Me a lavar dit, me a oa evel ur c'henaouegez e-barzh ar gêr aze. Ar re-se a vije o kaozeal o-daou, o kaozeal alman.
[me 'laːʁ dit 'me wa vɛl ə heno'weːgəs bah 'ge̞ːʁ ahe – 'ʁehe viʒe ko'zeəl o'dɔw ko'zeəl 'almãn]
Je te dis, j'étais comme une idiote à la maison. Ces deux-là parlaient tous les deux, parlaient allemand.
Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)
▶ Un devezh 'ma lavaret dezhe, 'ma lavaret evel-se a-greiz-tout : me zo amañ evel ur c'henaouegez emezon-me.
[n'dewəz ma 'lɑː te̞ – ma 'lɑː vəse 'gʁɛjstut – 'me zo 'ãmã vɛl heno'wegəs mõme]
Un jour je leur avais dit, j'avais dit comme ça tout d'un coup : Je suis ici comme une idiote.
Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)
▶ « Petra zo arru ganit ? » « N'eo ket avat, emezon-me, me zo amañ evel ur c'henaouegez, emezon-me. Ne gomprenan mann ebet na sort ebet. »
[’pʁaː zo ’aj gənit – ne̞ kə ha mõme me zo ’ãmã vɛl heno’wegəs mõme – gõm’pʁeːnã ’mãn bet na ’sɔʁt bet]
« Qu'est-ce qui t'arrive ? » « C'est pas pour dire, dis-je, je suis ici comme une idiote, je ne comprends rine de rien. »
Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)
▶ Ya kar anez da se 'ma lavaret genaoueg dit. Anez da se 'ma lavaret genaoueg dit. Anez da... Ma 'tije ket kemeret unan evitout.
[ja ka 'nɛs tə 'zeː ma 'laːt ge'noːək tit – 'nɛs tə 'zeː ma 'laːt ge'noːək tit – ma ti'ʒekə ke'mɛːd 'yn witut]
Oui car sinon je t'aurais traité d'idiot. Sinon je t'aurais traité d'idiot. Sinon... Si tu n'en avais pas pris une [madeleine] pour toi.
Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)
▶ Sapre genaoueg va.
[sapʁe ge'noːg va]
Sacré imbécile va.
Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)
▶ Hemañ n'eo 'met ur genaoueg.
['hemə nɛ me̞d ə ge'noːk]
Celui-ci n'est qu'un imbécile.
Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)
▶ hag eñ a voute Manu d'ober traoù ha 'nije ket-eñ c'hoant d'ober, ha hemañ all a rae, an inori-mañ
[a hẽ: 'vutɛ Manu 'do:bər trɛw a niʒe kəd ẽ: hwɑ̃n do:r a hem ɑl ʁɛ ni'no:ri mɑ̃]
et il poussait Manu à faire des choses que lui-même ne voulait pas faire, et celui-ci faisait, cet imbécile [abruti, couillon, guignol]
Ivet Aofred, 1931, Bear (dastumet gant Tangi)
Gwelet an tem Bezañ sot
ul lorgenn
['lɔrgən]
un imbécile, un crétin
Lusien Karluer, 1928, Bear (dastumet gant Tangi)
▶ lorgenn, hemañ zo ul lorgenn 'vat, hemañ zo garz sell
['hemɑ̃ zo 'lɔrgən hɑt 'hemɑ̃ zo gɑʁs sɛl]
crétin, celui-ci c'est un crétin, il est bête regarde
Ivet Aofred, 1931, Bear (dastumet gant Tangi)
▶ se zo kaoz marteze an hini a oa... an hini a oa o liv... o livrañ ar journalioù 'ba... 'ba... 'ba kerloskan 'na ket kavet biskoazh Kerloskan, e journalioù 'h ae... a deue en-dro gant... eñ a oa ul lorgenn memestra evit... met war ar panno zo skrivet Kerloskan, ha... ha peogwir zo div flechenn, war un tu 'h a ha goude...
[ˈze zo ˌkoˑz mɛˈtehe ˈnˑi wa - ˈnˑi wa ˈli - ˈlivɹə ʒuɹˈnɑjo bah bah - bah kɛɹˈlo̞skən ˌnɑ kə ˌkɑˑ ˈbiskwas kɛɹˈlo̞skən - i ʒuɹˈnɑjo hɛ dɛ ˈndɾo gɑ̃n - ˈbiskwas - ˈhẽˑ wa ˈlɔɹgən mo̞sˌtɹa wit - mɛ waɹ ˈpɑno zo ˈskɹwiˑvə kɛɹˈlo̞skən - a a py zo diw ˈfleʃən - waɹn ˈty ha a ˌguˑde]
c'est pour ça peut-être que celui qui était... celui qui liv... livrait les journaux à... à... à kerloskan n'avait jamais trouvé Kerloskan, ses journaux allaient... revenaient par... c'était un imbécile quand même pour... mais sur le panneau c'est marqué Kerloskan, et... et puisqu'il y a deux flèches, qui va vers et un côté et après...
Lanvezeag
Solañj Beuvan, 1949, Kawan (dastumet gant Tangi)
▶ malordi
[ma'lɔrdi]
imbécile
Manuel Aofred, 1931, Bear (dastumet gant Tangi)