Brezhoneg Bro-Vear

Galleg > Brezhoneg

marier (se –)

dimeziñ

Gwelet an tem Dimeziñ

Me a oa an hini kentañ o timeziñ.

Mé oa ’n ni kêntañ timiñ.

J'étais la première à me marier.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ha feiz an deiz-se deus noz, neuze goude koan feiz, 'na goulennet gante hag-eñ ne oant ket kontant da welet ac'hanon o timeziñ dezhañ quoi.

A fé, ’n dé-sé deu nos, neuhé goudé koan, fé, na goulet gantè ag-eñ oant ke kontan de wéled añw timi déañ quoi.

Et ce jour-là, le soir, après le repas du soir, il leur avait demandé s'ils voulaient que je me marie avec lui.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ne oamp ket dimezet a-benn neuze.

Oam ke diméet bènn neuhé.

Nous n'étions pas mariés à cette époque.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Bet eo o c'houll mar a dra gant Papa goude e oamp dimezet.

Béd è houl mar dra gan Papa goudé oam diméet.

Il a demandé beaucoup de choses [de conseils] à Papa après que nous nous soyons mariés.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

1. Goude e oan chomet er gêr neuze, betek e oan dimezet. 2. Te ha ar skol avat hañ.

1. Goudé oan chome gèr neuhé, bétég oan diméet. 2. Té a skol had añ.

1. Ensuite j'étais restée à la maison jusqu'à ce que je me marie. 2. Toi et l'école alors !

1. Plac'h, 1946, Pederneg
2. Plac'h, 1925, Trezelan (Bear)
(dastumet gant Riwal)

Met se ne oa ket kalz a-raok e oan dimezet ivez.

Mè zé oa ke kales rok oan diméet.

Mais ça c'était peu avant que je me marie.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Gwelet frazennoù all...

eurediñ

Gwelet an tem Eurediñ

pa vijent oc'h eurediñ e vijent...

[pe viʒɛɲ hœ’rœ:ʒĩ viʒɛɲ]

quand elles se mariaient ils étaient...

Roje Dollo, 1932, Bear (dastumet gant Tangi)

Honnezh evel-just a lakje he c'hoef bras an deiz... an deiz a oa he merc'h oc'h eurejiñ quoi.

['hõz vɛlʒyst 'lakʃe i hwef'bʁaːz 'de – 'de wa i 'mɛʁχ hø'ʁøːʒi kwa]

Elle, bien sûr, elle mettait sa grande coiffe le jour où se mariait sa fille.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)