Brezhoneg Bro-Vear

Galleg > Brezhoneg

ensuite

goude

Gwelet an tem Goude

An dud goude a rae fagodennoù gant... gant se.

'N dut goudé rè vagodènnoù gan sé.

Ensuite, les gens en faisaient des fagots.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Ha evel se goude, pa oan arru du-hont feiz, e vamm a oa ganimp, pevar bloaz e oa bet ganimp

A vesé goudé, pé oan ai du-hon, fé, i vamm oa genim, péwar bla oa bé genim.

Et quand je suis arrivée là-bas, sa mère était avec nous. Elle a été quatre ans avec nous.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Evel se neuze goude neuze 'h eo aet da chom e-barzh an ti-se.

Ve-sé neuhé goudé neuhé 'h è wèt te chom bah 'n ti-zé.

Ensuite elle est allée habiter cette maison.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Goude pa oa aet ma vamm-gaer e-barzh he zi, ac'hanta 'ma den ebet hañ.

Goudé pé oa èt ma vamm-gèr ba i zi, hanta ma dén béd añ.

Après, quand ma belle-mère s'était installée dans sa maison, eh bien je n'avais personne [pour m'aider à traire].

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Ha n'eo ket a-walc'h goro. Kas al laezh en ti a vije d'ober goude peogwir an écrémeuse a oa e-barzh an ti.

A n’ê ked wah goro. Kas lêz èn ti vijé d’or goudé pegur ’n écrémeuse oa ba ’n ti.

Et ce n'est pas tout de traire. Il fallait ensuite apporter le lait dans la maison, parce que l'écrémeuse était dans la maison.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ne welen ket anezhañ goude 'met da verenn, 'met d'ar bredoù e oa.

Wélèn ke néañ goudé mè de vèrn, mè de préjo oa.

Je ne le voyais qu'au repas de midi, qu'aux repas.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Ha eüruzamant kar goude, gant ar saout 'meump bet trawalc'h a labour.

A évuruzaman ka goudé, gan zowt meum bé trawah labour.

Et heureusement car ensuite, avec les vaches, on a eu assez de travail.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Kar domaj eo dihuniñ anezhe c'hoazh quoi hañ. Unan bihan evel-se nez ezhomm da gousket. (T: Ya.) Adkargañ e baterioù... (T : Ya avat ma e neus ezhomm...) D'ober las goude ! (T : Teir eur e neus ezhomm hañ.) D'ober las goude !

[kɑ ˈdomaʃ ɛ diˈvyni nɛː wɑːs kwa ɑ̃ yn ˈbiən vəˈsɛ ne eːm gouskət – atˈkaʁgɑ̃ i baˈtʁijo - ˈdobəʁ lɑːs ˈgude – ˈdobəʁ lɑːs ˈgude]

Car c'est dommage de devoir les réveiller. Un petit comme ça a besoin de dormir. (T : Oui.) Recharger ses batteries... (T : Oui s'il a besoin... ) Pour chahuter, semer la pagaille ensuite ! (T : Il a besoin de trois heures hein.) Pour chahuter après !

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)