Klask
« añfin »
Frazennoù kavet : 258
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13
-
👂 🔗 met egile e oa Ker... eu... Kerambelleg, añfin, e vije graet Kerambelleg... Kemper deusontañ, hag amañ eo Kerambelleg kwa
[... - ... - ˌkɛɻɑ̃ˈbe̞le̞k - ... - ... ˌkɛɻɑ̃ˌbe̞le̞k - ˈkɛ̃pɛꝛ ... - ... ˌkɛɻɑ̃ˈbe̞le̞k ...]
Louaneg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remond Daniel, ganet e 1942 e Louaneg, o chom e Louaneg, tud bet ganet e Louaneg / Louaneg.Dastumer : Tangi (2023-10-26)
-
👂 🔗 geo, geo ! gwechall eu... a oa... añfin, me 'meus ket gwelet se, a oa feiz eu... e-lec'h e oa ma zud o terc'hel menaj e oa eu... ha neuze tu... tud ma mamm ivez, a oa deus eu... Kerskoac'h, Kerskoac'h eu... hag aze e oa... eu... ur c'hont sañset, a oa en em lakeet da evañ, deus klevet ma zonton, ma zonton... ha neuze ma zad-kozh ivez, 'meus bet klevet komz kwa, hag e oa en em lakeet da evañ, feiz, e oa aet an traoù kostez kwa !
[... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - kɛꝛˈskwaˑ - kɛꝛˈskwaˑ əː - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
si, si ! autrefois euh... il y avait... enfin, moi je n'ai pas vu ça, il y avait ma foi euh... là où mes parents exploitait la ferme il y avait euh... et aussi les par... les parents de ma mère aussi, était de euh... Kerskoac'h, Kerskoac'h euh... et là il y avait... euh... un comte en principe, qui s'était mis à boire, d'après mon oncle, mon oncle... et aussi mon grand-père, j'en ai entendu parler quoi, et il s'était mis à boire, ma foi, et ça avait périclité quoi !
Louaneg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remond Daniel, ganet e 1942 e Louaneg, o chom e Louaneg, tud bet ganet e Louaneg / Louaneg.Dastumer : Tangi (2023-10-26)
-
👂 🔗 ar C'houez Gwenn ! ya, ar C'houez Gwenn, ar C'houez ! H-, H O U, ya, se zo stok aze ivez, met aze... aze e oa ur menaj gwechall ya, aze e oa ur menaj gwechall, ur menaj bihan ivez, met añfin, 'oa ket nemet menajoù bihan war amañ, ar C'houez Gwenn
[aˌhuˑeˈgwe̞n - ja - aˌhuˑeˈgwe̞n - aˈhuˑe - ... - ... - ja - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ˌhuˑeˈgwe̞n]
Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ ar Broudig, ganet e 1946 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Servel / Brelevenez.Dastumer : Tangi (2023-10-24)
-
👂 🔗 goude eo ar Bailh... añfin, ar Groaz Ruz
[... ˈbaj - ... - ˌgɻwaˑzˈɻyˑ]
Trogeri
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Michela Mordelez, ganet e 1937 e Peurid, o chom e ar Roc'h, tud bet ganet e Peurid / Koadaskorn.
Aet da chom da Drogeri da 27 vloaz.Dastumer : Tangi (2023-10-04)
-
👂 🔗 Oh ! Petra a oa arriet aze ? Ato ! Ar re-seoù, 'oa ket ma zad-kozh, e oa e dad. Ha gwechall, e vije un n'onn petra aze evel-se, en-dro da Blistin, e vije xxx ( ?), e-kerzh gouel Mikael e vije se, ha 'h aent gant o loened betek du-hont evit gwerzhañ anezhe kwa. Kezeg, saout, voilà ! Pas traoù all, met añfin, loened eu... ya ! Hag aze... boñ !
[...]
Oh ! Qu'est-ce qui était arrivé là ? Eh bien ! Ceux-là, ce n'était pas mon grand-père, c'était son père. Et autrefois, il y avait un je ne sais quoi comme ça, autour de Plistin, il y avait xxx ( ?), c'était à la Saint-Michel, et ils allaient jusqu'à là-bas avec leurs animaux pour les vendre quoi. Des chevaux, des vaches, voilà ! Pas autre chose, mais enfin, des animaux euh... oui ! Et là... bon !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 Ha me da chom aze gant ma fod da sellet dionti. Ur boned gant leun a... a n'onn petra, a dantelezh, neuze n'onn petra, he dent keit-se... deus he... añfin, tout ce qu'il fallait quoi ! Hag e oan chomet spontet... en penn ar gwele. 'Voujen ket gant ma fodad... soub. Ha hi da... « Tosta ma flac'h bihan ! » « Ya, 'h an da vezañ debret met 'h an da vont memes tra ! » Petra a vije fourret e penn ar vugale ! Arriet e oan. Ha feiz, me... da... da xxx ( ?) ha neuze da reiñ ar pod dezhi. Ha c'hoazh e oa lâret din gant ma mamm : « Gortoz ken e vo vid ar pod ha degas da bod ganit en-dro ! ». Ha graet se.
[...]
Et moi de rester là avec mon pot la regarder. Un bonnet avec plein de... de je ne sais quoi, de dentelles, je ne sais quoi également, des dents si longues... de sa... enfin, tout ce qu'il fallait quoi ! Et j'étais restée pétrifiée... au bout du lit. Je ne bougeais plus avec mon pot... de soupe. Et elle de... « Approche ma petite fille ! » « Oui, je vais me faire manger mais j'y vais quand même ! » Qu'est-ce qu'on fourrait dans la tête des enfants ! J'étais arrivée. Et ma foi, je... pour... pour xxx ( ?) et alors de lui donner le pot. Et ma mère m'avait dit également : « Attends que le pot soit vide et ramène le pot ! ». Et j'avais fait ça.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 ah ! eu... ar Gavell ! ar Gavell, nann, ar Gav... añfin, lâret e vez ar Gavell
[a - ... - ˈgaˑvəl - ˈgaˑvəl - ... - ... - ... - ... ˈgaˑvəl]
Trebeurden
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jakez Roignant, ganet e 1945 e Pariz, o chom e Trebeurden, tud bet ganet e Trebeurden /.Dastumer : Tangi (2024-01-27)
-
👂 🔗 zut ! petore anv 'neus... an EHPAD deja ? ar Gavell ! sekteur ar Gavell, ya... ar Ga... ya, añfin ! ar Gavell... ar Gavell... 'meus ket bet klevet kalz ar Gavell hañ !
[... - ... - ... - ˈgaˑve̞l - ... ˈgaˑvəl – ja - ... - ja - ... - ˈgaˑwəl - ˈgaˑwəl - ... ˈgaˑwəl ...]
Trebeurden
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Aogust an Olier, ganet e 1941 e Plouilio, o chom e Trebeurden, tud bet ganet e Tonkedeg / Plouilio.Dastumer : Tangi (2023-09-13)
-
👂 🔗 ha menaj ma dud a oa... 'ba penn all d'ar c'hoad, met eu... sevel da-krec'h a vije ret ober met ingal zo, 'oamp ket a-bell ! deus ar c'hoad, deus ar vil... deus eu... ya, deus Ker... ha pa oa devet tout an traoù-se, du-mañ e oa leun a vogedenn wenn spontus, añfin, en em c'houllemp tout « petra, ma Doue, zo ? petra zo ? »
[...]
et la ferme de mes parents étaient... de l'autre côté du bois, mais euh... il fallait monter mais peu importe, nous n'étions pas loin ! du bois, du moul... de euh... oui, de Ker... et quand tout ça fut brûlé [par les Allemands], chez moi c'était rempli d'une fumée blanche horrible, enfin, nous nous demandions tous « mon Dieu, que se passe-t-il ? qu'est-ce qu'il y a ? »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan (EHPAD), tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
👂 🔗 Milin Gerhaleg, ya ! se 'meus klevet komz alies 'vat ! Milin Gerha... me n'onn... n'arri ket en-dro ken, met añfin, an anv zo chomet aze bepred kwa !
[ˌmiˑngɛˈɾaˑle̞k - ja - ... - ... - ... - ... - ...]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan (EHPAD), tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
👂 🔗 Kerfinig eo... eo... pa... pa diskenni, goude... goude justamant eu... goude ar c'hastell-se ma kerez, met añfin, n'eo ket ur c'hastell, ya ! kastell Run ar Berr, pa diskennez un tamm bihan, hag eu... en tu-kleiz, hag e diskennez, a-hont e oa ur wazh
[kɛꝛˈfiˑniɟ ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... – ja - ... ˌʁynˈbɛˑꝛ - ... - ... - ... - ...]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jozef ar Rouz, ganet e 1936 e Tonkedeg, o chom e Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2024-02-29)
-
👂 🔗 dindan ar bourk, añfin eu... mais bon, 'ba eu... n'onn ket penaos lâret se... un hent-dall, ya ? un hent-dall a vez lâret, aze e vije bet... an Erv Glas a-hont 'ba ar c'houign, 'teus ket un anv ? Boured ! Boured, ya, Boured
[... - ... - ... - ... - ... - ... – ja - ... - ... - ˌne̞ˑʁoˈglaˑz ... - ... - buˈʁe̞t - buˈʁe̞t – ja - buˈʁe̞t]
Sant-Ke
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Lug Kerrouz, ganet e 1955 e Brelevenez, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Brelevenez / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-09-09)
-
👂 🔗 Ke... Keravilin zo... gant-se eu... hemañ a oa... e arriez 'ba ar sekteur-se aze, ar Mogero zo amañ, gant-se omp o tont deus eu... omp o tont deus eu... deus Kernoel, Kernoel zo amañ, an hent bras zo aze, Kernoel zo amañ tu bennaket moarvat, ni 'meump prajeier, añfin... zo Kernoel, hag ar menaj zo amañ, war ar c'hostez aze, Kernoel, goude e deuez war-grec'h, hag aze zo un tamm ti bihan, Keravilin ya, met n'eo ket... Kervilin, Kervilin, Kervilin...
[... - ˌkɛʁaˈviˑlin ... - ... - ... - ... - moˈgeˑʁo ... - ... - ... - ... kɛꝛˈnoˑəl - kɛꝛˈnoˑəl ... - ... - kɛꝛˈnoˑəl ... - ... - ... - ... kɛꝛˈnoˑəl - ... - ... - kɛꝛˈnoˑəl - .... - ... - ˌkɛʁaˈviˑlin ja - ... - ˌkɛꝛˈviˑlin - ˌkɛꝛˈviˑlin - ˌkɛꝛˈviˑlin]
Sant-Ke
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Lug Kerrouz, ganet e 1955 e Brelevenez, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Brelevenez / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-09-09)
-
👂 🔗 goude, en tu-mañ d'an hent e oa... un ti bihan a oa met... Ti Bihan ma Zud-kozh, hennezh zo bet diskaret xxx ( ?) an hent... 'oa ket nemet un ti, añfin, un ti bihan, Ti Bihan ma Zud-kozh ! a vije graet diontañ
[... - ... - ... - tiˌbiˑənmazytˈkoˑs - ... - ... - ... - ... - tiˌbiˑənmazytˈkoˑs - ...]
Sant-Ke
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Lug Kerrouz, ganet e 1955 e Brelevenez, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Brelevenez / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-09-09)
-
👂 🔗 Penn ar Bouilhenn... hag e-se, hennezh zo aezet bepred da gavet pa vije gwelet ar C'hra Benn ar Bouilhenn eo an hini eu... hag e-se moarvat eo beg ar c'hra, ar C'hra Benn ar Bouilhenn eu... apeupre e-fas eu... d'ar reoù a ra bremañ eu... xxx ( ?), tiez koad un tamm bihan, añfin eu... en tu all e vije graet... eo kentoc'h jardinoù marteze, met eu... aze eo Benn ar Bouilhenn
[ˌpe̞nˈbujən ... - ... - ˌhʁabe̞nˈbuʎən ... - ... - ˌhʁabe̞nˈbuʎən əː - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... be̞nˈbuʎən]
Sant-Ke
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Lug Kerrouz, ganet e 1955 e Brelevenez, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Brelevenez / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-09-09)
-
👂 🔗 aze e oa... hennezh eo an hent kozh, añfin eu... hent kozh Tregastell, añfin... un hent a bartiomp deus an traoñ aze, hent kozh Tregastell ha goude... e dreuz da vont eu... da adtapout eu...
[... - ... - tʁ̥eˈgaste̞l - ... - ... - ... tʁ̥eˈgaste̞l ... - ... - ...]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Lug Kerrouz, ganet e 1955 e Brelevenez, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Brelevenez / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-09-09)
-
👂 🔗 piv zo aze bremañ ? añfin... Arsen ar Saoz a oa a-raok, marteze, hag e vab...
[... - ... - aꝛse̞nˈzoˑz ... - ... - ...]
qui est là maintenant ? enfin... Arsène Le Saux était là avant, peut-être, et son fils...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Lug Kerrouz, ganet e 1955 e Brelevenez, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Brelevenez / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-09-09)
-
👂 🔗 ar Gorde#... ar Gordenneri, La Corderie, ar Gordenneri ! ar Gordenneri, d'ar Gordenneri, 'h ae#... 'h aemp, « 'h eomp d'ober komisionoù d'ar Gordenneri », hag... hag aze e oa ipis#... ipisiri gwechall, marc'hadour botoù-koad, añfin ! kalz... marc'hadour bisikletoù, kalz a draoù a oa aze !
[... - ˌgɔꝛdə̆ˈne̞ˑi - ... - ˌgɔꝛdə̆ˈne̞ˑi - ˌgɔꝛdə̆ˈne̞ˑi - də ˌgɔꝛdə̆ˈne̞j - ... - ... də ˌgɔꝛdə̆ˈne̞j - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
ar Vinic'hi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Yekel (al Lojo), ganet e 1928 e Priel, o chom e ar Vinic'hi, tud bet ganet e Planiel / Hengoad.Dastumer : Tangi (2023-09-20)
-
👂 🔗 ha Ruzeleg ya, a oa... a oa... a oa a-raok ivez ya, ha neuze e oa... Ker#... Ruzeleg ha Kerfoz, se zo stok-ha-stok, unan duzh pep tu d'an hent met añfin, ar memes familh e oant
[a ʁyˈzeˑle̞g ja - ... - ... - ... - ... - ... - ʁyˈzeˑle̞g a kɛꝛˈvoˑs - ... - ... - ...]
ar Vinic'hi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Yekel (al Lojo), ganet e 1928 e Priel, o chom e ar Vinic'hi, tud bet ganet e Planiel / Hengoad.Dastumer : Tangi (2023-09-20)
-
👂 🔗 ar Gollod, ya met... ya met hennezh zo bet badezet goude, aze 'oa ket ar Gollod gwechall, nann, met añfin, bet eo badezet goude kwa ! hennezh zo un anv zo deut abaoe ar brezel
[ˈgolɔt - ... - ... - ... ˈgolɔd ... - ... - ... - ... - ...]
Landreger
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Yekel (al Lojo), ganet e 1928 e Priel, o chom e ar Vinic'hi, tud bet ganet e Planiel / Hengoad.Dastumer : Tangi (2023-09-20)