Klask
« a-benn »
Frazennoù kavet : 932
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 32 33 34 35 36 37 38 39 40 41 42 43 44 45 46 47
-
🔗 1. ah, ni a rae « ar varrenn da stardañ », ya, « ar varrenn da stardañ », ha hoñ a oa hir 2. met hoñ a oa houarn ? 1. 'oa ket, gant koad 'mamp graet anezhi, houarn 'mamp ket kavet, e vije laket houarn evit... an tubchoù, e vije kavet xxx (?), ni 'meump laket eu... ur blantenn derv, unan sec'h, hag a oa kei... keit-se ac'hann d'an nor aze, hoñ a rae nerzh ! pa sache, paotr kaezh ! xxx ( ?), tout an traoù a strake ! ar plenken a oa torret tout a-benn ar fin 2. friket ? 1. hag a-benn ar fin 'meump ket graet chistr ken, ha bremañ... un toull, aet eo ba an douar, hag a chomo
[...]
1. ah, nous nous disions « la barre à serrer », oui, « la barre à serrer », et elle était longue 2. mais elle était en fer ? 1. non, nous l'avions faite en bois, nous n'avions pas trouvé de fer, on mettait du fer pour... les tubes, on trouvait xxx (?), nous avons mis euh... un plant de chêne, un sec, et qui était de cette lon... longueur d'ici à la porte là, elle rendait de la force ! quand elle tirait, mon gars ! xxx ( ?), tous les trucs craquaient ! les planches étaient toutes cassées pour finir 2. écrasées ? 1. et finalement nous n'avons plus fait de cidre, et maintenant... un trou, il [pressoir] est enterré dans la terre, et il restera
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 1. ha hoñ 'h ae bemdez da gerc'hat gant ur sakochenn ! hag e eve « dek litrad bemdez, (eme ?) Jaguin, met 'sko ket anezhe a-raok ivez ! », nann, ober a rae ! hag a-benn ar fin, o vont d'ar gêr, 'oa ket arri nemet kant metr deus an ostaleri, e oa kouezhet ba toull-karr ur park, eno e oa marvet ! hag he sakochenn en he c'hichen, aze e oa marvet, ba toull-karr ar park, gwelet a ran toull-karr ar park, ur park bihan c'hoazh, e vije xxx ( ?), marv e oa a-benn ar fin, met hoñ a oa... ya, oh, met añfin... bemdez mezv ! 2. devet ! 1. ur plac'h kapapl e oa ! 2. oc'h evañ traoù yen
[...]
1. et elle allait tous les jours en chercher [du cidre] avec une sacoche ! et elle buvait « dix litres par jour, (que disait ?) Jaguin, mais elle ne les balance pas non plus ! », non, elle le faisait [quoi ?] ! et finalement, en allant à la maison, elle n'était qu'à cent mètres du restaurant, elle était tombée dans l'entrée d'un champ, elle y était morte ! et sa sacoche à côté d'elle, elle était morte, dans l'entrée de champ, je vois l'entrée de champ, un petit champ encore, il y avait xxx ( ?), elle était morte finalement, mais elle était... oui, oh, mais enfin... [elle était] ivre tous les jours ! 2. détruite [litt. brûlée] ! 1. c'était une femme forte ! 2. en buvant des choses froides
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 pa oa Menou en e jeu, o labourat, 'rae ket nemet dorejoù evel-se, dorejoù da vont war... war an tiez tout, 'rae ket... 'rae ket prenechoù, hag e oant deja ouvrierien leun hañ ! ya, ha traoù... an norejoù a oa arri xxx ( ?) er-maez hañ ! hag e derc'he da vont, e derc'he da vont... a-benn ar fin 'neus... paket ar stal ivez, kar achu eo, un tamm zo 'neus aretet deja, ya, 'rae ket nemet dorejoù, aze e vije graet dorejoù !
[...]
quand Menou était en activité, à travailler, il ne faisait que des portes comme ça, des portes pour aller dans... dans les maisons, il ne faisait pas... il ne faisait pas de fenêtres, et ils étaient déjà plein d'ouvriers hein ! oui, et les choses... les portes étaient xxx ( ?) dehors ! et il continuait, il continuait... pour finir il a... fermé boutique aussi, car c'est fini, il a arrêté depuis un moment déjà, oui, il ne faisait que des portes, là on en produisait des portes !
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 Deut da soñj din-me dont deus... da... da... da... da-skrec'h amañ. Ha Roje... Roje 'na stouvet... An nor ti amañ, 'oa ket an nor ti, 'oa ket en he flas c'hoazh. Met... ar reoù... ar reoù-mañ a oa aet. Ha laket ur skeul, laket... feiz, plenken ha traoù. A-benn neuze e oa e-barzh, ar gwazier. Evit dont da derriñ... traoù all, sur a-walc'h. – Feiz, tout an norojoù ! – Arri e oan war-e-lerc'h à temps.
[...]
L'idée m'est venue de... de... de... de... de venir en haut ici. Et Roger... Roger avait bouché... La porte d'entrée, il n'y avait pas de porte d'entrée, elle n'était pas encore en place. Mais... les... celles-ci y étaient déjà. Et [il avait] mis une échelle, mis... ma foi, des planches et tout. Pour alors il était rentré dedans, le type. Pour venir casser... d'autres choses, sans doute. – Ma foi, toutes les portes ! – J'étais arrivé après lui à temps.
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 trec'hañ a ra ar c'harr war an trak... war an oustilh bras, war an trakteur hañ ! a-benn ar fin 'vezez ket mestr da vann ebet kwa, c'est ça ! ha goude, boñ... ha te, da benn, ac'hanta, 'vez ket en e blas ivez, setu e vezez... e rez forzh petra, ouai...
[...]
la remorque domine le trac... les gros engins, le tracteur hein ! pour finir tu ne maitrises plus rien hein [avec une remorque pleine], c'est ça ! et après, bon... et toi, da tête, eh bien, elle n'est pas en place non plus, donc tu es... tu fais n'importe quoi, ouai...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 me 'meus bet klevet ma vamm o lâret... a-wechoù, gwechall e vije... boñ, kannet ha neuze e vije bervet an dilhad ba al lessiveuse evel-just, hag eu... a-benn an deiz war-lerc'h ar beure 'vije ket ken al lessiveuse war... war an trebez, hag e vije arri war... war... war al leur e-lec'h e vije bervet an dilhad
[...]
moi j'ai entendu ma mère dire... parfois, qu'autrefois on... bon, battait et aussi on bouillait les habits dans la lessiveuse bien sûr, et euh... pour le lendemain matin la lessiveuse n'était plus sur... sur le trépied, et elle était arrivée sur... sur... sur l'aire où l'on bouillait les habits [croyance surnaturelle]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 ya, a-benn ar fin pa vije ket kavet Mailhod da guriuziñ anezhañ, ret e vez kuriuziñ tout an dud e-tal-kichen, ha peogwir e oa o chom e penn an antre just...
[...]
oui, pour finir on avait pas trouvé Maillot pour l'interroger, il faut interroger tout le monde à proximité, et puisqu'il habitait au bout de l'entrée juste...
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 a-benn ur pennad goude, e oa bet un crime ba Koadaskorn, bon, Mordelles il s'appelait, le gars, hag... e oa tamallet da... da... da Mailhod kar...
[kwaˈdaskɔꝛn]
plus tard, il y avait eu un crime à Koadaskorn, bon, Mordelles il s'appelait, le gars, et... Maillot avait été... été... accusé car...
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 a-benn ar fin 'nant kavet anezhañ, un devezh pe evel-se goude, e-kichen ar Pont Losket, pa 'h ez da Traou ar Stank, ur pezh stank vras aze, da sevel da vont da Gamlez, pa oa arri ar jandarmed, eñ 'na gwelet ur jandarm, moarvat e oa aze, gant doan, sur a-walc'h e oa eñ a oa fautif, lampet bah... bah al lac, hag e oa aet e-pign deus ur brank haleg, obli... oblijet en em veuziñ, bah ar bord, e-mesk ar yeot, e-mesk an drez, tapet e oa, ar jandarmed o plonjañ warnañ, o tennañ anezhañ er-maez, c'était le criminel
[põˈlo̞skət - ˌtɹ̥ɔwˈstɑ̃ŋˤ - gɑ̃mˈle̞ˑs]
pour finir ils l'avaient trouvé, un jour ou deux après, à côté de ar Pont Losket, quand tu vas à Traou ar Stank, il y a un grand étang là, pour monter pour aller à Kamlez, quand les gendarmes étaient arrivés, il avait vu un gendarme, sans doute qu'il était là, de peur, sans doute que c'était lui le fautif, [il avait] sauté dans... dans le lac, et il s'était suspendu à une branche de saule, obli... obligé de se noyer, au bord, dans les herbes, dans les ronces, il était pris, les gendarmes de plonger sur lui, le tirant à l'extérieur de l'eau, c'était le criminel
Kamlez
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 hag ar jandarmed en roud, paotr ! fin du repas, a-benn neuze... ar gwazier criminel 'na kemeret la route, 'oa ket aet d'ar gêr, 'vije ket kavet neblec'h ebet, (a-toue ?) partout ! ya, en route ! ar jandarmed 'gavent ket anezhañ, 'oa ket kavet an deiz-se, an deiz war-lerc'h e oa... machin, Rolland ar Bras Kemperven, marichal, 'na gwelet anezhañ war hent Mantallod, soi-disant ! d'après l'enquête ar jandarmed...
[kemˈpɛɻvən - mɑ̃ˈtalɔt]
et les gendarmes en route, mon gars ! fin du repas, pour alors... le type criminel avait pris la route, il n'était pas rentré chez lui, on ne le trouvait nulle part, (il était cherché ?) partout ! oui, en route ! les gendarmes ne le trouvaient pas, il n'avait pas été trouvé ce jour-là, le lendemain il y avait... machin, Rolland Le Bras de Kemperven, forgeron, il l'avait vu sur la route de Mantallod, soi-disant ! d'après l'enquête des gendarmes...
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 tapet e oa e-ti Gouriou, e-kichen Poulleoged ba ar menaj, ya ! gwelet a rez ! grimpet e oa deus an treuchoù, n'onn ket petra ! e-skrec'h ! aze e oa kavet, ha peogwir e oa kousket war gwele an ti ivez, a-hervez klevet, klevet 'na ar Roue o tont, hag a-benn ar fin e oa aet... pelec'h e oa en em voutet ? e-pign deus ar charpente ba e-krec'h
[puˈlɛwgəd]
il [Maillot] avait été attrapé chez Gouriou, à côté de Poulleoged dans la ferme, oui ! tu vois ! il avait grimpé aux poutres, je ne sais quoi ! en haut ! c'est là qu'il avait été trouvé, et puisqu'il dormait sur le lit de la maison aussi, à ce qu'il parait, il avait entendu Le Roy arriver, et finalement il était allé... où s'était-il fourré ? suspendu à la charpente en haut
Bear-Trezelan
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 na lâret ar prefed dezhe, daou (devezh ?) ba ar skol, 'oa ket a vara ivez, se a oa washoc'h c'hoazh, « ma vec'h ket digor... ve ket bara ba ar voulañjiri a-benn arc'hoazh ar beure ! » deus an noz 'na lâret dezhe hañ ! « bremañ a labourfet en noz ma kerit, 'h it da gaout bep a vilion amende, bep a vilion a oa un tamm mat d'ar c'houlz-se, neuze e oa... aet ar fornier en-dro tout
[...]
le préfet leur avait dit, deux journées à l'école, il n'y avait pas de pain non plus [grève des boulangers], ça c'était encore pire, « si vous n'êtes pas ouverts... s'il n'y a pas de pain dans la boulangerie demain matin ! » il leur avait dit ça le soir hein ! « maintenant vous travaillerez la nuit si vous voulez, vous allez avoir un million d'amende chacun, chacun un million c'était beaucoup à cette époque-là, alors tous les boulangers... étaient revenus
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 marteze en em gavo da... da vont a-raok un dro bennak met eu... tregont vloaz, ur bloaz ha tregont 'nevo bremañ a-benn miz Eost
[...]
peut-être qu'il se retrouvera à... à partir un jour ou l'autre mais euh... il aura trente... trente-et-un ans maintenant en août
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 1. ben ya, ar batronez a oa ba ar volant a oa lazhet-moust, lazhet-moust ! hag an oto a oa... pleget ar chasi, a-benn neuze 'na bet ur vazhad gant ar moto, ya, ya... eñ a oa skoet dreisti 2. se zo kaoz, pa glevan komz deus motoioù ha pa glevan motoioù, o tremen, oh, la, la ! la, la ! « c'hwi, emezon-me, na gomprenit ket petore dañjer eo ! » 1. deus ar moto e oa, (eñ a glee bezañ tost sur a-walc'h ?) 2. c'hwi, marteze, a ra ivez, ober moto ?
[...]
1. ben oui, la mère de famille qui était au volant avait été tuée sur le coup, tuée sur le coup ! et la voiture avait... le châssis de plié, pour alors elle avait eu un choc avec la moto, oui, oui... il avait été projeté par-dessus elle 2. c'est pour ça, quand j'entends parler de motos et quand j'entends des motos passer, oh, là, là ! là, là ! « vous, dis-je, vous ne comprenez pas quel danger c'est ! » 1. il était de la moto, (il devait être proche sûrement ?) 2. vous, peut-être, que vous faites aussi, faire de la moto ?
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 hag an hini a oa aet a-benn dezhi, peneogwir e oa... frontal
[...]
et celui qui lui l'avait percuté de front, puisque c'était... Frontal
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 un oto a oa aet a-benn ur *pel... pilier telefon, hag e oa kroget an tan ba an oto, devet ar pilier telefon, gant-se... me (a oa eno ?) gant ar patron
[...]
une voiture avait percuté un *pet... poteau téléphone, et le feu avait pris dans la voiture, le poteau téléphone avait brûlé, donc... moi (j'étais là-bas ?) avec le propriétaire
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 en travaux e vo bremañ, ha marteze e vo digor, 'neus lâret maer Lannuon, marteze e vo digor au mois d'a... ma 'h a ar santieroù war-raok, evi... oh, a-benn juin pe juillet pe...
[...]
elle [église] sera en travaux maintenant, et peut-être qu'elle sera réouverte, que le maire de de Lannuon a dit, peut-être qu'elle sera ouverte au mois d'a... si les chantiers avancent, po... oh, pour juin ou juillet...
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 ya, a-benn e vezer arri an oad-se, e vez arri gwelet ha klevet un tamm a-bep-sort ! traoù gwechall kwa...
[...]
oui, quand on atteint cet âge-là, on a vu et entendu de toutes sortes ! des choses d'autrefois quoi...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
👂 🔗 1. Aet e oa da... da Berroz... bah... la Vie Tranquille, ur c'horn bihan, kazi... kazi bah... 2. Traezhtraou e oa ! 1. Traezhtraou e oa ya. Feiz, aet e oa, un devezh... ha 'oa ket den ebet ! Aet war ar mor o tont en e blas, just. Savet anezhañ. Dezhañ da bakañ tout, laket anezhe war-neuiv. Ha 'oa... 'oare ket, xxx (debakiñ ?), ha 'oa den ebet o sellet. « A-benn ar fin 'vije ket moaien dont d'ar bord », emezañ.
1. [bɛˈɻoˑs] 2. [tɹ̥e̞sˈtɹ̥ɔw] 1. [tɹ̥e̞sˈtɹ̥ɔw]
1. Il était allé à... à Perroz... à... la Vie Tranquille, un petit coin, presque... presque dans... 2. C'était Traezhtraou ! 1. Traezhtraou que c'était, oui. Ma foi, il était allé, un jour... et il n'y avait personne ! Il était allé dans la mer qui remontait, juste. Il l'avait monté [quoi ?], afin de prendre tout, ils les avaient mises à flotter [les tonnes à eau ?]. Et il ne sav... ne savait pas, xxx ( ?), et personne ne regardait. « Finalement il n'était plus possible de rejoindre le bord », qu'il avait dit.
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 Maer Rospez a oa aet, da c'hommandantur Lannuon, e-lec'h e oa... chef bras an Alman. Ya... petra... 'oa ket ba ar patriot. Oc'h esa reiñ dezhañ da gompren. Feiz... arri e oa kavet un interprète kat da gaozeal dionte. A-benn ar fin e oa bet liberet. Ken buan all e vije kaset d'an Almagn pe e oa bet lazhet. Ya. Kemeret evit ur pat... unan hag a oa ba ar patrioted. Ya, des soupçons 'na warnañ. Gallet 'na dimeziñ ! Memestra, paotr ! (Bezañ zo ?) un afer hañ ! Ac'hanta, ya. Me 'meus soñj 'vat. Ya 'vat !
[...]
Le maire de Rospez était allé, à la kommandantur de Lannuon, là où était... le grand chef des Allemands. Oui... quoi... il n'était pas dans les patriotes. Il [maire] essayait de lui faire comprendre. Ma foi... on avait trouvé un interprète capable de s'adresser à eux. Finalement il avait été libéré. Aussi vite il était envoyé en Allemagne ou tué. Oui. Pris pour un pat... quelqu'un qui était dans les patriotes. Oui, des soupçons pesaient sur lui. Il avait pu se marier ! Quand même, mon gars ! C'était une sacrée affaire hein ! Eh bien oui. Je me souviens. Mais oui !
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-02-04)
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 32 33 34 35 36 37 38 39 40 41 42 43 44 45 46 47