Klask
« abred »
Frazennoù kavet : 115
-
🔗 meus ket... 'oant ket abred din da welet anezhe evit ar bloaz, warlene 'ma gwelet anezhe kentoc'h, un tamm, ya 'vat ! 'oan ket en gortoz dionte hañ ! ha me o welet, « arri a rez din o fraoñval, ah, hirondelled ! daon ! me a soñje din gwelet anezhe, emezon-me »
[...]
je n'ai pas... je ne les ai pas vues de bonne heure cette année, l'an dernier je l'ai avais vues plus tôt, un peu, mais oui ! je ne les attendais pas hein ! et moi de voir, « tu viens vers moi en bourdonnant, ah, des hirondelles ! dame ! moi je pensais les voir, dis-je »
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 1. geo ! eu... evit ober kalva, ya, ya, ha darn a rae... a rae... amañ e oa menajoù e-tal-kichen aze, hag e rae... ar wezenn-kozhper a oa leun, ur c'houchad xxx ( ?), hag e rae ur varrikennad pe tremen deus ar wezenn 2. deus ur wezenn ? 1. ha goude e rae calvado... evañ a rae xxx( ?) diwar xxx ( ?) met en em gave fort abred, oh, 'chom ket d'en em gonserviñ, eñ a vez... a derc'h da vezañ kreñv, n'eo ket (kalva ? xxx) goude, calvados a rae gantañ, ah, ya 'vat ! ar wezenn zo en he sav c'hoazh
[...]
1. si [on faisait du poiré] ! euh... pour faire du calva, oui, oui, et certains faisaient... faisaient... ici il y avait des fermes à côté là, et on faisait... le poirier sauvage était plein, une couche xxx ( ?), et il faisait une barrique ou plus avec l'arbre 2. avec un arbre ? 1. et après il faisait du calvado... il buvait xxx( ?) de xxx ( ?) mais il était fort tôt, oh, il ne reste pas se conserver, il est... devient de plus en plus fort, ce n'est pas (du calva ? xxx) après, il faisait du calvados avec, ah, mais oui ! l'arbre est encore debout
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
👂 🔗 amañ, an douar... an douar 'te ! ma kerez zo... geo ! douar abred e oant da lakat pataz met a-hend-all ma kerez 'devoa ket douar a kalite evel e vije... 'oant ket douar gwinizh evel e vijent e kostez eu... ben... ar Gergozh aze, ma mamm 'da bet lâret din, aze e oa douar gwinizh abominapl, douar mat ! hag amañ 'oa ket, ha 'pije interest da... da reiñ... ordin da reiñ un dra bennak d'an douar, ordin, ordin, ordin, ordin, ordin ! ma 'roez ket mann ebet dezhe eu...
[aˌgɛꝛˈgoˑz ...]
??? Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 Ujen Raoul, ya met gortoz ! n'eo ket... n'eo ket bet... marvet eo bet eu... abred, peogwir eo marvet en 1940
[ˌyˑʒe̞nˈʁawl]
Eugène Raoul, oui mais attends ! il n'a pas... il n'a pas été... il est décédé euh... tôt, puisqu'il est mort en 1940
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Rozali Raoul, ganet e 1929 e Tregastell, o chom e Tregastell, marvet e 2025, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Servel.Dastumer : Tangi (2023-10-11)
-
👂 🔗 « Oh met se a depand deus pegoulz 'teus c'hoant da dimeziñ. Ma 'teus c'hoant da dimeziñ abred eu... da seizh beure 'vo... 'vo ket nemet hanter-kant lur kwa ! » « Ah... hanter-kant lur, met da seizh eur beure... oh ! se zo re abred memes tra evit ober un eured kwa ! » « Ha nav eur, nav eur e vo... e vo kant lur neuze kwa ! Ha... » « Ya, met me 'meus c'hoant da gaout un eured... kaer memes tra... » « Ya met ma... ma 'teus c'hoant e vije sonet ar c'hleier hag an harmonium ha kantikoù ha tout eu... Neuze e vo daou c'hant lur emezañ. » « Oh... mat eo ar jeu neuze ! 'na lâret d'ar person. Mat eo ar jeu ! Daou c'hant lur, mat ar jeu ! »
[...]
« Oh mais ça dépend de quand tu veux te marier. Si tu veux te marier de bonne heure euh... à sept heures du matin ce ne sera... ce ne sera que cinquante francs ! » « Ah... cinquante francs, mais à sept heures du matin... oh ! ça c'est trop tôt pour faire un mariage quand même quoi ! » « Et neuf heures, neuf heures ce sera... ce sera cent francs alors quoi ! Et... » « Oui, mais moi je veux un mariage... beau quand même... » « Oui mais si... si tu veux que les cloches soient sonnées et l'harmonium et des cantiques et tout euh... Alors ce sera deux cent francs, dit-il. » « Oh... marché conclu ! qu'il avait dit au curé. Marché conclu ! Deux cent francs, marché conclu ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Ha Fañch, al lun beure abred neuze, eñ o prepariñ e... e dumporell, laket ur varrikenn 'ba xxx ( ?), skoilhet anezhi douzh an daou du gant boutelloù plouz ha tout kwa. « Ha dre belec'h 'h in-me douzh amañ, emezañ ? Douzh bourk Pañvrid d'ar mor, emezañ ? Oh ! Kazi... ». Bet e oa ur wech e bord ar mor hag e oa bet e Breheg ha 'na graet : « Oh ! Breheg n'eo ket ken fall, aze zo moaien da dostiñ da... trawalc'h d'ar mor aze. »
[ˈpɑ̃ˑvʁit - ˈbʁeˑe̞k - ˈbʁeˑe̞k]
Et Fañch, un lundi matin de bonne heure, prépara son... son tombereau, mis une barrique dans xxx ( ?), il la cala des deux côtés avec des bottes de paille et tout quoi. « Et par où vais-je aller d'ici, dit-il ? Du bourg de Pañvrid à la mer, dit-il ? Oh ! Presque... ». Il avait été une fois au bord de la mer et il avait été à Breheg et il avait dit : « Oh ! Breheg n'est pas si mal, là on peut approcher de... suffisamment de la mer là. »
Plouha
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
🔗 abred a-walc'h
abréd wac'h
[abʁed wax]
assez tôt
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 abred
abréd
[abʁed]
tôt
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Abred 'h ez da gousket.
Abréd h-ess de gousket.
[abʁed hɛs də guskət]
Tu te couches tôt.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Pa vez sklaer an amzer 'vez ket noz ken abred.
Pé vé sklèr namzeur vé keut nons kén abréd.
[pe ve sklɛʁ nãmzəʁ ve køt nõs ken abʁed]
Quand le temps est clair il ne fait pas nuit aussi tôt.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 n'omp ket 'ba... 'ba ur beriodenn eu... penaos e lârin-me dit ? eu... ur beriodenn hag a vo... soñj dionti ma kerez, ankoueet e vo hom c'houlz abred
[...]
nous ne sommes pas dans... dans une période euh... comment te dirais-je ? euh... une période dont... on se souviendra si tu veux, on oubliera vite notre époque
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, marvet e 2026, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-03-26)
-
👂 🔗 ha te n'ez ket da gousket abred neuze ?
[...]
et toi tu ne vas pas te coucher de bonne heure alors ?
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 1. du-mañ e oa ul logell aze ivez, bepred emañ aze, met añfin... Logell Trigorn, hag e oa gwez-tilh en daou du, hag e arrie ar gwriziou d'en em stokañ 'ba kreiz an ogell 2. hola ! 1. ouai ! aze e vije pataz abred
1. [... - ... - ˌloˑgəl ˈtɾigɔꝛn - ... - ... - ...] 2. [...] 1. [... - ...]
nom de champ de Lezardrev
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Paol ar Yelleg, ganet e 1939 e Lezardrev, o chom e Lezardrev, tud bet ganet e Lezardrev / Planiel.
– Paol Kariou, ganet e 1934 e Planiel, o chom e Lezardrev, tud bet ganet e Planiel / Planiel.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha c'hoazh, e oan o lâret se, hag emañ an hañv ! met e-kerzh ar goañv, pa vez noz abred aze !
[...]
et encore, je disais ça, c'est l'été ! mais en hiver, quand il fait nuit de bonne heure là !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Anna ar Briker, ganet e 1939 e Plouared, o chom e Plouared, tud bet ganet e Plouared / Plouared.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha pa arriemp er gêr deus ar skol, e hastemp buan da debriñ hom adverenn, ya 'vat ! ah, se a vije war gont ar vugale ! met e-kerzh ar goañv an noz a arrie, ni 'vijemp ket c'hwezhet gant hom charriot, me a lâr dit ! oh la la ! oh ya ! gwechall, gwechall e renke an nen labourat abred, fidambie ! n'eo ket evel bremañ
[... - ˈhɑste̞m ˈbyˑən ˈdiˑbĩ ɔ̃m haˈvɛꝛn - ... - ... - ... - ...]
et quand nous arrivions à la maison de l'école, nous nous dépêchions de prendre notre goûter, mais oui ! ah, ça c'était les enfants qui s'en occupaient ! mais pendant l'hiver, la nuit tombait, nous n'étions pas fiers avec notre charriot, je te le dis ! oh là là ! oh oui ! autrefois, autrefois on devait travailler tôt, bon sang ! ce n'est pas comme maintenant
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a oa bet mamm-gaer ma faeron e-barzh, ur wech e oan bet e welet anezhi, eñ... eñ e oa intañv... abred, ha goude e vamm-gaer a oa gantañ, ha 'neve bet miret anezhi ordin, met da ziwezhañ 'oa ket moaien da zont a-benn deusonti ken
[ə ˈveʃ - ˈintɑ̃ʷ - da ziˈweˑɑ̃ - də ˌzɔ̃n ˈbe̞n]
moi la belle-mère de mon parrain y avait été [EHPAD], une fois j'avais été la voir, il... il étai veuf... précocement, et après sa belle-mère était avec lui, et il l'avait toujours gardée, mais à la fin il n'arrivait plus à la commander
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Anna ar Briker, ganet e 1939 e Plouared, o chom e Plouared, tud bet ganet e Plouared / Plouared.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eñ 'na graet... 'na graet fortun gant ar pataz, pataz abred gwelet a rez !
[... - ... ˈvɔɹtyn gɑ̃n paˈtɑˑs - ...]
il avait fait... avait fait fortune avec les patates, les patates nouvelles tu vois !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Frañsoa ar Gonideg, ganet e 1935 e Pleuveur-Gaoter, o chom e Planiel, marvet e 2024, tud bet ganet e Pleuvihan / Lezardrev.
Tremenet 'neus e yaouankiz (20 vl.) en Tredarzeg, en Planiel eo bet o chom goudeDastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag e oa en em gavet intañv abred, met añfin, kollet 'da e wreg, me n'onn ket petra 'deva, met 'oa bugel ebet
[...]
et il s'était retrouvé veuf de bonne heure, mais enfin, il avait perdu sa femme, moi je ne sais ce qu'elle avait, mais il n'y avait aucun enfant
Gant : Mari Riou, ganet e 1944 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned / Plûned.
Dastumer : Tangi (2023-08-16)
-
👂 🔗 eñ a oa ur paotr jentil, achu ! marv eo ivez, marvet abred
[...]
c'était un homme gentil, fini ! il est mort aussi, décédé tôt
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, marvet e 2026, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-01-08)
-
👂 🔗 1. an ogello vihan amañ, douzh ar C'herleo e oa ur park bihan, 'ba Kernu aze, lo... un devezh-arat pe evel-se a rae, hag ur bern tilh er c'hostez... er c'hostez nord kwa ! 2. an douar a vije skañv evel ludu 1. aze e vije... lakat pataz abred bep bloaz, pataz abred ordinal
1 [... - ... he̞ꝛˈlɛw ... - ... ke̞ꝛˈnyˑ ... - ... - ... - ...] 2. [...] 1. [... - ...]
Lezardrev
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Paol Kariou, ganet e 1934 e Planiel, o chom e Lezardrev, tud bet ganet e Planiel / Planiel.
– Paol ar Yelleg, ganet e 1939 e Lezardrev, o chom e Lezardrev, tud bet ganet e Lezardrev / Planiel.Dastumer : Tangi