Klask
« ale »
Frazennoù kavet : 333
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17
-
🔗 ha me... me... me zo o chom ba an traoñ aze, ba ar menaj du-hont, hag e oa... e oa brein ar c'hoad, e oa graet kofraj simant tro-a-zro dezhañ, evit ordin, hag e oa ba ar porzh « ha hennezh 'vreino ket bepred, ale ! mat eo jeu ! » pa oan aet a-raok, 'ma troc'het ar viñs, diwarneañ, hag ar viñs d'ar ferraille, ha graet un toull ba an douar ba ar porzh, sachet gant an trakteur neuze... aze emañ ! ba an donder-se emañ ba an douar, ar presouar, aze e chomo ! ya 'vat ! ya, feiz, ur blok simant 'ma graet, simant-tout kazi, simant ha mein
[...]
et moi... moi... moi j'habit[ais] dans le bas là, dans la ferme là-bas, et il [pressoir] était... le bois était pourri, on lui avait fait un coffrage en ciment tout autour, pour toujours, et il était dans la cour « et celui-là ne pourrira pas toujours, allez ! impeccable ! » quand j'étais parti, j'avais coupé la vis, de dessus lui, et la vis à la ferraille, et j'avais fait un trou dans la terre dans la cour, tracté avec le tracteur alors... il est là ! il est enfoncé de cette profondeur-là dans la terre, le pressoir, il restera là ! mais oui ! oui, ma foi, j'avais fait un bloc de ciment, tout en ciment quasiment, en ciment et en pierres
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 nann... ale ! ma kerez e evfomp ur bannac'h traoù, me 'meus arri sec'hed... me 'meus arri sec'hed o derc'hen da...
[...]
non... allez ! si tu veux on va boire un coup [de vin], moi j'ai soif... moi j'ai soif à continuer de...
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 ale, an Iren... war-benn-bouzell, a-drek (kein ?) ar c'hezeg kwa !
[...]
allez, Iren... tombé à la renverse, derrière (le dos ?) des chevaux quoi !
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 1. O treuziñ an hent, evuruzamant, 'oa arri mann ebet. Met neuze e oa ba an touflez en tu all ! Hag ar velomoteur warnañ hag ar c'harg dour war e c'henoù. Aet gant ar c'hleuz. Ha manet xxx ( ?) dindan. xxx ( ?) e oa bet en em lazhet, o kas ur *silo... une tonne d'eau war-lerc'h ur velomoteur. 'Oa ket kat da stourm. Ha chomet bah... hag o freinañ, xxx ( ?) ebet. 2. Ha neuze deus traoñ e blije dezhañ mont ivez. 1. 'Na ket piñset a-walc'h ! Ale, partiet e oa ! Ma vije arri un oto 'da riñset anezhañ.
[...]
1. En traversant la route, heureusement, il ne s'était rien passé. Mais alors il était dans le fossé de l'autre côté ! Et le vélomoteur sur lui et le chargement d'eau culbuté. Il avait tapé le talus. Et il était resté xxx ( ?) en-dessous. xxx ( ?) il se serait tué, en ramenant un silo... une tonne d'eau derrière son vélomoteur. Il ne pouvait pas résister. Et il était resté dans... et en freinant, aucun xxx ( ?). 2. Et il aimait partir du bas aussi. 1. Il n'avait pas assez pincé ! Allez, il était parti ! Si une voiture était arrivée elle l'aurait fauché.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 e Bulien zo Penn an Ale
[ˈbyʎən ... pe̞ˈnaˑle]
Bulien
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 amañ zo Penn an Ale, war an hent Kervaria, aze, ar menaj aze, ar menaj kozh, 'welez ket anezhi, ya, aze zo... pell a-walc'h, pemp kant metr alese, aze eo Penn an Ale ivez
[... pe̞ˈnaˑle - ... ˌkɛɹvaˈɻija - ... - ... - ... - ... – ja - ... - ... - ... - pe̞ˈnaˑle ...]
Rospez
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 Penn an Ale zo kalz a venajoù, e Brelevenez zo unan
[pe̞nˈnaˑle ... - ˌbɛɻləˈweˑne ...]
Brelevenez
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
👂 🔗 1. Ale ! War... an trakteur 'oa ket costaud a-walc'h hag eñ war-benn. 'Na ket gallet ober ar stop bah... o treuziñ an hent. 2. N'eo ket un trakteur 'vat ! war e velomoteur ! 1. Ya met eñ a oa un trakteur dezhañ, met lâret e oa din... 2. Ah, bon ? 1. Eñ a oa un trakteur. 'Oa ket pro... 'oa ket costaud a-walc'h 'vat. Hag ar velomoteur o stourm.
[...]
1. Allez ! Sur... le tracteur n'était pas assez costaud et lui de monter dessus. Il n'avait pas pu faire le stop à... en traversant la route. 2. Mais ce n'est pas un tracteur ! Sur son vélomoteur ! 1. Oui mais ça c'était un tracteur à lui, mais on m'avait dit... 2. Ah, bon ? 1. Ca c'était un tracteur. Il n'était pas pro... mais il n'était pas assez costaud. Et le vélomoteur de résister.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 1. O treuziñ an hent, evuruzamant, 'oa arri mann ebet. Met neuze e oa ba an touflez en tu all ! Hag ar velomoteur warnañ hag ar c'harg dour war e c'henoù. Aet gant ar c'hleuz. Ha manet xxx ( ?) dindan. xxx ( ?) e oa bet en em lazhet, o kas ur *silo... une tonne d'eau war-lerc'h ur velomoteur. 'Oa ket kat da stourm. Ha chomet bah... hag o freinañ, xxx ( ?) ebet. 2. Ha neuze deus traoñ e blije dezhañ mont ivez. 1. 'Na ket piñset a-walc'h ! Ale, partiet e oa ! Ma vije arri un oto 'da riñset anezhañ.
[...]
1. En traversant la route, heureusement, il ne s'était rien passé. Mais alors il était dans le fossé de l'autre côté ! Et le vélomoteur sur lui et le chargement d'eau culbuté. Il avait tapé le talus. Et il était resté xxx ( ?) en-dessous. xxx ( ?) il se serait tué, en ramenant un silo... une tonne d'eau derrière son vélomoteur. Il ne pouvait pas résister. Et il était resté dans... et en freinant, aucun xxx ( ?). 2. Et il aimait partir du bas aussi. 1. Il n'avait pas assez pincé ! Allez, il était parti ! Si une voiture était arrivée elle l'aurait fauché.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 1. ya, e-lec'h e oa Gode, Penn an Ale 2. ya, se zo en-dro d'ar C'hruguilho 1. ya, ar C'hruguilho, eñ a oa... hennezh... hennezh a oa da un Gerleau
1. [ja - ... ˈgoˑde - pe̞ˈnaˑle̞] 2. [ja - ... hɹyˈgyʎo] 1. [ja - hɹyˈgyʎo - ... - ... - ...]
Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 ya, ba an ospital, ha pa oan deut er-maez deus an ospital e oa deut ma merc'h da gerc'hat (xxx ?), hag o lâret din... o tont d'ar gêr kwa ! « oh, me zo kontant da vont d'ar gêr 'vat ! ma... mat ha... (bal ?) » ha pa oan arri ba ar gêr, o lâret din « ale ! bremañ 'h an da lakat dit pelec'h omp o vont, deiz... arc'hoazh... zo ur... eu... l'anniversaire de l'un de mes belles-filles, dans le Finistère, et on va... ha 'h eomp-tout da welet le... merc'h-kaer, ba ar Finister, hag e oant aet, tout ! me a oa arri gante, tout !
[...]
oui, à l'hôpital, et quand j'étais sortie de l'hôpital ma fille était venue chercher (xxx ?), et elle me dit... en revenant à la maison ! « oh, moi je suis contente de revenir à la maison ! bi... bien et... (xxx ?) » et quand j'étais arrivée à la maison, elle me dit « allez ! maintenant je vais te dire où nous allons aller, le jour... demain... il y a un... euh... l'anniversaire de l'une de mes belles-filles, dans le Finistère, et on va... et nous allons tous voir la... belle-fille, dans le Finistère, et ils étaient allés, tous ! moi j'étais venue avec eux, tous !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Fransoaz Lariven, ganet e 1939 e Lanleñv, o chom e Lanleñv, tud bet ganet e ar Faved / Kemper-Gwezhenneg.Dastumer : Tangi (2024-11-12)
-
👂 🔗 Kerdorret, zo... Traou an Dour ! a vez lâret evel Traou an Dour ba... e-kichen Ale ar Prad Meur
[kɛꝛˈdoʁət - ... - txawnˈduˑꝛ - ... txawnˈduˑꝛ ... - ... ale pxadˈmœˑꝛ]
Plua
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre ar Fichant, ganet e 1947 e Plua, o chom e Plua, marvet e 2025, tud bet ganet e Kemper-Gwezhenneg / Plua.Dastumer : Tangi (2024-11-19)
-
👂 🔗 1. an Ale Gaer 2. ah, oui ! 1. oui 2. an Ale Gaer c'est où... 1. ça c'était les Le Roux
1. [nalˈgɛˑꝛ] 2. [...] 1. [...] 2. [nalˈgɛˑꝛ - ...] 1. [...]
Plouriou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– If ar Gonideg, ganet e 1932 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Kerfod / Plounez.
– Margrid Tomaz, ganet e 1939 e Plouha, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Goudelin / Goudelin.Dastumer : Tangi (2025-03-21)
-
👂 🔗 amañ zo unan, ur P... Parizian eo hein kar... ar Parizian a soñj gantañ... 'no tout an traoù, ha 'neus prenet un tamm douar amañ, amañ bah... bah ar propriete amañ emañ, memes eu... met a-raok, war hent... war hent ti Pierre aze, hag eu... me 'ma lâret se da ma vab, hag an hini zo amañ « a... attends » met eu... « moi j'ai envie d'acheter le terrain-là » « oh, non ! pourquoi tu vas t'emmerder ? tu vas passer, tu vas... » ale, me 'ma laosket se, ha neuze... ar batronez eu... ar proprieter a oa douzh a Bariz, hag a-greiz-tout 'da telefonet din da lâret din 'da gwerzhet he... he... he douar da... d'ur Parizian ivez, a soñje gantañ terrain... eñ zo terrain agricole, a soñje gantañ ober un ti e-barzh !
[...]
ici il y en a un, c'est un P... Parisien car... le Parisien pense... qu'il aura tout, et il a acheté un terrain ici, ici à... il est dans la propriété ici, même euh... mais avant, sur la route... sur la route de chez Pierre là, et euh... moi j'avais dit ça à mon fils, et à celui qui est ici « a... attends » mais euh... « moi j'ai envie d'acheter le terrain-là » « oh, non ! pourquoi tu vas t'emmerder ? tu vas passer, tu vas... » allez, moi j'avais laissé tomber, et alors... la patronne euh... la propriétaire était de Paris, et tout à coup elle m'avait appeler pour me dire qu'elle avait vendu son... son... son terrain à... à un Parisien aussi, il pensait... un terrain... c'est un terrain agricole, il pensait y faire une maison !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
👂 🔗 pa vezer tri bloaz ba ur plas, e komañsomp eu... anavout an dud ha tout ha, bof ! ale !
[...]
quand on a été trois ans dans un endroit, nous commençons à euh... connaître les gens et tout et, pof ! allez !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ivona Kolled (Pierre), ganet e 1932 e Pleudel, o chom e Pleudel, tud bet ganet e Pleudel / Pleudel.Dastumer : Tangi (2026-03-28)
-
👂 🔗 mat eo ar jeu ! ale ! fin eo ar pardon !
[...]
ça baigne ! allez ! la fête est finie !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remond Konan, ganet e 1937 e Ploueg-ar-Mor, o chom e Ploueg-ar-Mor, tud bet ganet e Plouriou / Plouriou.Dastumer : Tangi (2026-05-20)
-
👂 🔗 1. goude an oferenn, « ale, deus da... 2. « deus gou... » 1. me eo hidiv eu... paeañ... »
[...]
1. après la messe, « allez, viens pour... 2. « viens goû... » 1. c'est moi aujourd'hui euh... qui paye... »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– If an Troker, ganet e 1936 e Plian, o chom e Plian, tud bet ganet e Plian / Plian.
– Alan an Troker, ganet e 1946 e Plian, o chom e Plian, tud bet ganet e Plian / Plian.Dastumer : Tangi (2025-10-08)
-
👂 🔗 Kerbinson ! « Kerbinson vrein », oui, parce qu'on avait une mauvaise route, et alors on avait donc... le facteur, que comment... quand il voyait ma mère, à Pléhédel, à Pleudel, ils disaient « ale, Kerbinson vrein ! », oui, parce qu'il y avait tell... les routes étaient tellement... et alors bien sûr il appelait ma mère « Kerbinson vrein »
[ˌkɛꝛˈbĩsõn - kɛꝛˌbĩsõnˈvɣɛjn - ... - ... - ... - ... - ... - a ˈpløˑdøl - ... - ... kɛꝛˌbĩsõnˈvɣɛjn - ... - ... - ... kɛꝛˌbĩsõnˈvɣɛjn]
Pleudel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Monig Janin (Kario), o chom e Plouha, tud bet ganet e Skiñvieg / ar Merzher.Dastumer : Tangi (2026-02-26)
-
👂 🔗 ya, Penn an Ale ya, aze zo des r... bepred zo des ruines aze
[ja - ˌpe̞ˈnaˑle ja - ... - ...]
Pleuzal
Gant : Ived Jugon, ganet e 1937 e Koadaskorn, o chom e Pontrev, tud bet ganet e Koadaskorn / Koadaskorn.
Da nav bloaz he deva dilojet deus Koadaskorn da BleuzalDastumer : Tangi (2023-11-25)
-
🔗 ale, ki bihan !
[...]
allez, petit chien [pour s’adresser au chien] !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre ar Pommeleg, ganet e 1934 e Louaneg, o chom e Trezeni, tud bet ganet e Trezeni / Kawan.Dastumer : Tangi (2023-11-08)