Klask
« dek »
Frazennoù kavet : 205
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11
-
🔗 1. ha hoñ 'h ae bemdez da gerc'hat gant ur sakochenn ! hag e eve « dek litrad bemdez, (eme ?) Jaguin, met 'sko ket anezhe a-raok ivez ! », nann, ober a rae ! hag a-benn ar fin, o vont d'ar gêr, 'oa ket arri nemet kant metr deus an ostaleri, e oa kouezhet ba toull-karr ur park, eno e oa marvet ! hag he sakochenn en he c'hichen, aze e oa marvet, ba toull-karr ar park, gwelet a ran toull-karr ar park, ur park bihan c'hoazh, e vije xxx ( ?), marv e oa a-benn ar fin, met hoñ a oa... ya, oh, met añfin... bemdez mezv ! 2. devet ! 1. ur plac'h kapapl e oa ! 2. oc'h evañ traoù yen
[...]
1. et elle allait tous les jours en chercher [du cidre] avec une sacoche ! et elle buvait « dix litres par jour, (que disait ?) Jaguin, mais elle ne les balance pas non plus ! », non, elle le faisait [quoi ?] ! et finalement, en allant à la maison, elle n'était qu'à cent mètres du restaurant, elle était tombée dans l'entrée d'un champ, elle y était morte ! et sa sacoche à côté d'elle, elle était morte, dans l'entrée de champ, je vois l'entrée de champ, un petit champ encore, il y avait xxx ( ?), elle était morte finalement, mais elle était... oui, oh, mais enfin... [elle était] ivre tous les jours ! 2. détruite [litt. brûlée] ! 1. c'était une femme forte ! 2. en buvant des choses froides
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 aze e oamp o kafeal, e vije... oh, marteze e oamp... petra e oamp ? nav pe dek deus an daol hag e oa... xxx ( ?) ar re-seoù da gontañ ur gontadenn ivez, met fidamdoue, hoñ a oa lous hañ ! ha 'oa ket nemet reoù vras, reoù gozh da... met hoñ a oa lous ! abominapl ! hag e wreg a c'hoarzhe gantañ c'hoazh, ya 'vat ! me 'raen ket kaer met... hoñ a oa bet... hoñ a oa bet lous
[...]
là nous étions à prendre le café, il y avait... oh, peut-être étions-nous... combien nous étions ? neuf ou dix à table et il y avait... xxx ( ?) ceux-là de raconter une histoire aussi, met bon sang, elle était sale hein ! et il n'y avait que des adultes, des anciens à... mais elle était sale ! abominable ! et il faisait rire sa femme encore, mais oui ! moi je ne faisais pas trop mais... elle avait été... elle avait été sale
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 nann, pa oa gouvezet se goude, prest a-walc'h dek vloaz goude, daou vreur-kaer ba ar friko, mezv ! o-daou ! savet jeu etreze, ur pennad-mat goude... oh, e oant... xxx ( ?) an deiz-se ba ar friko, ar boeson 'na graet tout, ya, « serr-te da c'henou bepred loen brein ! te n'out ket nemet un assassin », ya... « petra ? te zo o tretiñ da vreur-kaer deus un assassin ? memestra, emezañ, traiter da vreur-kaer deus un assassin ! te, emezañ, zo xxx ( ?) gros dezhañ ! » « me a lâr dit eo un assassin », ya, dam ! xxx ( ?) kontañ (ur bochad ?) traoù an dud, hemañ 'na krouget gwreg Pier... gwreg Pier Roparzh « 'neus ket graet ! » « met gwir eo se ! me a lâr dit eo gwir ! »
[...]
non, quand on a sû ça après, pratiquement dix ans après, deux beaux-frères au repas, ivres ! tous les deux ! une dispute avait éclaté, un moment après... oh, ils étaient... xxx ( ?) ce jour-là au repas, l'alcool avait tout causé, oui, « ferme ta gueule toujours connard ! tu n'es qu'un assassin », oui... « quoi ? tu es en train de traiter ton beau-frère d'assassin ? quand même, dit-il, traiter ton beau-frère d'assassin ! toi, dit-il, tu lui (l'accuses gravement ?) ! » « moi je te dis que c'est un assassin », oui, dame ! les gens commençaient à raconter (beaucoup ?) de choses, lui il avait pendu la femme de Pierre... la femme de Pierre Ropars « il n'a pas fait ! » « mais ça c'est vrai ! je te dis que c'est vrai ! »
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 1. ar Sul ar beure 'nea bet e aksidant, ar Sul ar beure oc'h ober moto, war-dro... 2. ar Sul beu... 1. war-dro dek eur, hent Perroz, e-fas da garaj Peugeot 2. ar pezh zo an gwashañ 'nea... 1. tanfoeltret ! 2. 'nea lazhet ar vamm 1. ar moto a oa 2. ur vamm ha bugale dezhi kwa, c'est ça le... 1. hag oc'h oto a oa eksplozet-naet, peogwir e oa partiet ar rod... ar rod 'ba... 2. hi a oa lazhet-moust war... 1. hag eñ a oa skoet (en vol plané ?) dreist an oto 2. peogwir hi 'dea... 'dea... a oa evit treiñ à gauche 1. ('oa arri mann gantañ ?), vol plané dreist an oto, « bloup ! emezañ » 2. hag hi a oa oc'h arriout deus Perroz 1. ba... bah ar park, ugent metr pelloc'h, ur pezh... ba ar park 2. antreet ba ar bortierenn de plein fouet hañ ! 1. 'oa arri mann gantañ
[...]
1. il avait eu son accident un dimanche matin, un dimanche matin en faisant de la moto, vers... 2. un dimanche mat... 1. vers dix heures, route de Perroz, en face du garage Peugeot 2. ce qu'il y a de pire c'est qu'il avait... 1. bousillée ! 2. avait tué la mère 1. que la moto était 2. une mère qui avait des enfants quoi, c'est ça le... 1. et leur voiture était complètement explosée, puisque la roue... la roue était partie dans... 2. et elle avait été tuée sur le coup sur... 1. et lui avait été projeté en vol plané par-dessus la voiture 2. parce qu'elle avait... avait... elle allait tourner à gauche 1. (il n'avait rien eu ?), en vol plané par-dessus la voiture, « Whoosh ! dit-il » 2. et elle, elle arrivait de Perroz 1. dans... dans le champ, vingt mètres plus loin, un gros... dans le champ 2. [il était] rentré dans la portière de plein fouet hein ! 1. il n'avait rien eu
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
👂 🔗 me 'meus nemet se d'ober, 'ma lâret dezhañ dont pa garfe, ya, ha forzh pegoulz ! na pa vezer dek gwech ba ar bloaz, « te, 'jenez ket ac'hanon »
[...]
moi je n'ai que ça à faire, je lui avais dit de venir quand il voudrait, oui, et n'importe quand ! même si c'est dix fois par an, « toi, tu ne me gênes pas »
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 ma dad a oa goullet gant eu... gant tante Soaz, eu... « te eo... te 'h a d'ober le... daouze... da dek *ar... dek vloaz, zo ur plac'h bihan, Jeanine Crénan, te 'h a da... da dont... pa... pae... marraine da hennezh » « oh, me 'h a da c'horteiñ, emezañ, ken e vo daouzek ! »
[...]
mon père avait été demandé par euh... par tante Françoise, euh... « toi tu es... tu vas faire le ... douze... à dix *ar... dix ans, il y a une petite fille, Jeanine Crénan, tu vas... devenir... pa... par... marraine de celui-là » « oh, moi je vais attendre, dit-il, qu'elle est douze ans ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Fransoaz Lariven, ganet e 1939 e Lanleñv, o chom e Lanleñv, tud bet ganet e ar Faved / Kemper-Gwezhenneg.Dastumer : Tangi (2024-11-12)
-
👂 🔗 da... da dek vloaz, da... da daouzek vloaz... daouzek vloaz, 'ma bet ur velo nevez, en... bah... ba bourk Quemper... ba garaj Andre ar Paj, ha bet ba Quemper-Guézennec o kerc'hat ma belo, ha deut... o kerzhet gant ma belo nevez, 'oa... 'oaren ket mont e-barzh ! oh, a soñj dit hein !
[ˈpaʃ]
à... à dix ans, à... à douze ans... douze ans, j'avais eu un vélo neuf, en... à... au bourg de Quemper... au garage André Le Page, et [j'avais] été à Quemper-Guézennec chercher mon vélo, et [j'étais] revenue... en marchant avec mon vélo neuf, je ne sav... savais pas monter dessus ! oh, tu imagines hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Fransoaz Lariven, ganet e 1939 e Lanleñv, o chom e Lanleñv, tud bet ganet e ar Faved / Kemper-Gwezhenneg.Dastumer : Tangi (2024-11-12)
-
👂 🔗 dek vloaz zo aze ? oh, la !
[...]
il y a dix ans là ? oh, là !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ivona Kolled (Pierre), ganet e 1932 e Pleudel, o chom e Pleudel, tud bet ganet e Pleudel / Pleudel.Dastumer : Tangi (2026-03-28)
-
👂 🔗 il faut que je dise moi, unan, daou, tri, pevar, pemp, c'hwec'h, seizh, eizh, nav, dek, unnek, daouzek, trizek, pevarzek, pempzek... c'hwezhek, seitek, triwec'h... naontek
[...]
il faut que je dise moi, un, deux, trois, quatre, cinq, six, sept, huit, neuf, dix, onze, douze, treize, quatorze, quinze... seize, dix-sept, dix-huit... dix-neuf
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ivona Kolled (Pierre), ganet e 1932 e Pleudel, o chom e Pleudel, tud bet ganet e Pleudel / Pleudel.Dastumer : Tangi (2026-03-28)
-
🔗 « Penn Du ! » ya, met bremañ hemañ... bremañ eo arri gwenn met... pa ‘ma bet anezhañ ‘oa ket nemet ur bloaz hanter, hag emañ dek vloaz zo ganin hañ !
[ˌpe̞nˈdyˑ - ja - ... - ... - ... - ... - ...]
« Tête Noire [nom de chien] ! » oui, mais maintenant il... maintenant il est devenu blanc mais... quand je l’avais eu il n’avait qu’un an et demi, et cela fait dix ans que je l’ai hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre ar Pommeleg, ganet e 1934 e Louaneg, o chom e Trezeni, tud bet ganet e Trezeni / Kawan.Dastumer : Tangi (2023-11-08)
-
👂 🔗 en-dro d'ar bourk e oa ur menaj all, Mur ar Wern ! Mur ar Wern, ya, eñ a oa... met er bourk 'vat neuze hañ ! hennezh a oa ur menaj, ha bepred... emañ aze, met... menaj ebet ken pell zo ! met bepred emañ an ti e-lec'h e oa, ha hennezh a oa ur menaj a oa... 'oa ket bras hañ ! met d'ar c'houlz-se... n'onn ket hag-eñ 'rae ket... eu... dek devezh-arat, a vije graet deus se, ya, dek devezh-arat, hag e oa ur vur en-dro dezhe, hag emañ bepred ar vur
[... - ˌmyʁaʁˈwɛꝛn - ˌmyʁaˈwɛꝛn - ja - ... - ... - ... - ...]
Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ ar Broudig, ganet e 1946 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Servel / Brelevenez.Dastumer : Tangi (2023-10-24)
-
👂 🔗 goude e oan aet da Beg al Leger, [oui, Beg al Leger met... on bet dek vloaz
[... ˌbegˈleˑgəɻ - ... ˌbegˈleˑgəɻ ... - ...]
Servel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ ar Meur, ganet e 1938 e Servel, o chom e Plouilio, tud bet ganet e Tredraezh / Tredraezh.
gwaz Marcelle al LouedegDastumer : Tangi (2024-07-08)
-
👂 🔗 me zo aet d'ar skol e-pad ar brezel, diwezhatoc'h evit se, parce que... 'ba ar skol e arries, da seiz vloaz, hag e vijes ur bloavezh 'ba ar skol, ar skol... eu... petra a vije lâret deus se ? salle d'asile, maternelle... d'ar sko... hag e vije desket dit un tamm bihan lenn ha skrivañ, ur bloavezh, ha goude 'h aes 'ba... 'ba ar c'hlas... an eilvet klas, hag e oa... un divizion, eizh vloaz, an... an eil divizion, eu... nav vloaz, pe dek vloaz, sei... ya, dek vloaz, dek vloaz, dek vloaz, ha... ha... hag an divizion gentañ, unnek vloaz, ha goude 'h aer 'ba ar c'hlas all, hag a oa teir divizion adarre, an deirvet, an eil, ha se a rae pevarzek vloaz, ha da bevarzek vloaz e vije certificat d'étude
[...]
moi je suis allé à l'école pendant la guerre, plus tard que ça, parce que... tu arrivais à l'école, à sept ans, et tu étais une année à l'école, l'école... euh... comment appelait-on ça ? salle d'asile, maternelle... à l'éco... et on t'apprenais un peu à lire et à écrire, une année, et après tu allais dans... dans la classe... la deuxième classe, et il y avait... un niveau, à huit ans, le... le deuxième niveau, euh... à neuf ans, ou dix ans, se... oui, dix ans, dix ans, dix ans, et... et... et le premier niveau, onze ans, et après on allait dans l'autre classe, et il y avait de nouveau trois niveaux, le troisième, le deuxième, et ça faisait quatorze ans, et à quatorze ans il y avait le certificat d'étude
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Morvan (ar C'hampion), ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Trebeurden, marvet e 2026, tud bet ganet e Servel / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2013-10-14)
-
👂 🔗 pet eur eo ? peder eur dek, ya, peneogwir 'meump rekulet... retardet un eur, hag eu... evitout, petra a da... petra a dalvez an eur-se ? welloc'h an eur... an eur kozh pe an eur goañv ?
[...]
à heure est-il ? quatre heures dix, oui, puisque nous avons reculé... retardé d'une heure, et euh... pour toi, que va... que vaut cette heure-là ? il vaut mieux... l'ancienne heure ou l'heure d'hiver ?
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remond ar Bozeg, ganet e 1933 e Perroz-Gireg, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Louaneg / Trebeurden.Dastumer : Tangi (2023-10-31)
-
👂 🔗 Feunteun al Lev a zo... ur feunteun a zo, dek metrad izeloc'h
[ˌfœntœnˈlɛˑw ... - ... - ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Gireg Konan, ganet e 1951 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2023-10-14)
-
👂 🔗 amañ, pa vije sec'h ar puñs, a-benn ar... ar bemzeg a viz Gwengolo 'h aemp da gerc'hat... ma zud 'h ae da gerc'hat dour aze, d'ar c'houlz-se 'te ! 'oa ket eu... 'vije ket implijet kalz a dour, geo ! implijet e vije dour, kezeg a oa, tri a gezeg a oa, un ebeul, dek loen-gorn ha neuze... 'h ae... 'h aen da lakat an donell war... war ar c'harr kezeg ha 'h aes da gerc'hat dour aze
[...]
ici, quand le puits était sec, pour le... le quinze septembre nous allions chercher... mes parents allaient chercher de l'eau là, à cette époque-là, pardi ! il n'y avait pas euh... on utilisait pas beaucoup d'eau, si ! on utilisait de l'eau, il y avaient des chevaux, il y avait trois chevaux, un poulain, dix bêtes à corne [bovins] et aussi... on allait... j'allais mettre la tonne sur... sur la charrette à chevaux et tu allais chercher de l'eau là
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 met ar patatez 'pije anezhe... en... en dek ha pevar-ugent devezh hañ ! pevar-ugent ! dek ha pevar-ugent hañ ! tri miz ! ma... ma la... brepares mat da zouar, en-dro d'ar bemp... warn-ugent a viz C'hwevrer, eh ben... a-benn ar bemp-warn-ugent a viz Mae eu... 'pije patatez ennañ !
[da ˈzuˑəꝛ]
mais les patates tu les avais... en... en quatre-vingts dix jours hein ! quatre-vingts ! quatre-vingts dix hein ! trois mois ! si... si tu trav... préparais bien ta terre, autour du vingt... cinq février, eh ben... pour le vingt-cinq mai euh... tu avais des patates dedans !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 hag an dek... an dek a viz Eost e... e pevar ha... pevar ha daou-ugent, e oant en em rentet, hag evel-se 'oa ket bet... mann ebet, ha goude e oant bet kaset aze da... da Ger... da-skrec'h, da Geringant aze, evel-just... hag e oa laket barbelés en-dro dezhe hag an ofiserien a oa laket 'ba... kastell ar C'hruguilh
[... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... -da gɛˈʁiŋgən ... - ... - ˌkaste̞laꝛˈhʁyˑgyj]
et le dix... le dix août en... en quarante... quarante-quatre, ils s'étaient rendus, et donc il n'y avait... rien eu, et après ils avaient été envoyés là à... à Ker... en haut, à Keringant là, bien sûr... et on avait mis des barbelés autour d'eux et les officiers avaient été mis à... au château de ar C'hruguilh
Sant-Ke / Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 a-hend-all eu... ar Charreter... 'meus gwelet... 'teus lakeet... ar Park Bras, aze zo graet eu... oh ! dek ti, me 'oar...
[... - əʃaˈʁete̞ꝛ ... - ... - ... - əˌpaꝛgˈbɣaˑs - ... - ... - ...]
Trebeurden
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remi ar Moulleg, ganet e 1946 e Trebeurden, o chom e Bear, tud bet ganet e Plouared / Logivi-Plougraz.Dastumer : Tangi (2023-12-11)
-
👂 🔗 Hag eñ o vont d'ar bourk kwa. O vont da bourk Langoad. Eñ oc'h arriout 'ba ar bourk. « Oh ! Ar bourk zo trankil amañ 'vat ! (e vije an deiz ?) met gwir eo n'eus ket kalz a dud, n'eus ket deut kalz a dud ». Hag eñ o vont d'an iliz. Den ebet 'ba an iliz ivez. Oh ! Eñ oc'h arriout e-tal da... e-tal d'an aotel aze. Hag e oa laket div gadoar, div gadoar d'arriout war an daoulin ha div gadoar da vont en e goaze. 'Wele ket den ebet ha 'wele... 'gave ket ar person. Ya met un tamm avañs 'na, 'oa ket dek eur hanter c'hoazh kwa ! E oa dek eur ugent pe dek eur... apeupre kwa.
[...]
Et il s'en était allé au bourg. Allant au bourg de Langoad. Il arriva au bourg. « Oh ! Mais le bourg est calme ici ! (C'était le jour ?) mais c'est vrai qu'il n'y a pas grand monde, pas grand monde n'est venu ». Et il s'en alla à l'église. Personne à l'église non plus. Oh ! Il arriva en face de... en face de l'autel là. Et on avait mis deux chaises, deux chaises pour se mettre à genou et deux chaises pour s'assoir. Il ne voyait personne et il ne voyait... il ne trouvait pas le curé. Oui mais il avait un peu d'avance, il n'était pas encore dix heures et demi quoi ! Il était dix heures vingt ou dix heures... à peu près quoi.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)